Kontelezh istorel Yorkshire
Yorkshire
(/?j?ːrk??r/ pe /?j?ːrk???r/; skrivet ivez
Yorks
) zo ur gontelezh istorel eus
Bro-Saoz
e
Breizh-Veur
, e biz ar vro, ha hini vrasan ar
Rouantelezh-Unanet
.
York
eo ar ger vrasan. Abalamour d'ar vent vras eo bet rannet meur a wech.
Ur rozenn wenn eo arouez Yorkshire abalamour da
Tiegezh York
, e-pad
Brezel an Div Rozenn
. D'ar 1an a viz Eost eman ar "Yorkshire Day", devezh ar vro.
Iliz-veur York
|
E-kenver melestradurezh eo rannet e peder lodenn :
|
Div boblad Kelted a oa:
- Brigantes
en hanternoz ha kornog (North Riding of Yorkshire ha West Riding of Yorkshire hiriv) a oa dezho an douarou brasan eus Bro-Saoz hiriv. Isurium Brigantum (
Aldborough
hiriv) e oa o c'her-benn en amzer ar Romaned bepred
- Parisi
er reter (East Riding of Yorkshire hiriv), kerent marteze d'ar bobl eus Galia anvet
Parisii
, hag a oa o c'her-benn e
Lutetia Parisiorum
. Petuaria e oa o c'her-benn, e-tal aber an
Humber
. Pa grogas an aloubadeg roman e
43
e chomas o rouantelezh gant ar v-Brigantes, dindan evezh Roma, e-pad ur pennad hir, dindan ar rouanez
Cartimandua
hag he fried
Venutius
.