한국   대만   중국   일본 
Yoran Embanner - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Yoran Embanner

Eus Wikipedia

Un ti-embann brezhonek ha gallek eo Yoran Embanner savet e 2001 gant Yoran Delacour e Fouenant pa'z eas kuit eus Coop Breizh . Alan Le Cloarec a erlec'hias outan e 2022 goude ma'z eas war e leve.

Mont en-dro [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa voe Philippe Delacour, en doa dibabet al lesanv "Yoran Delacour", skarzhet eus renerezh an embann e Coop Breizh e 2002 [1] e tivizas kenderc'hel gant en embannerezh war an temou a blije dezhan, Breizh hag ar broiou minoraelet. Stalian a reas sez en e di, e Fouenant hag e lakaas e wreg hag e vab da harpan anezhan evit al labour melestradurel. Hag en a orin eus Pikardi en doa desket ar brezhoneg.

Geriaduriou godell [ kemman | kemman ar vammenn ]

Golo ur geriadur walloneg-galleg / galeg-walloneg

Kregin a reas Yoran Embanner gant embann geriaduriouigou godell (divyezhek ha pep yezh troet en div lodenn) ar yezhou nebeut anavezet ha n'eus ket kalz a vez embannet erfin. Ur hanterkantad a zo bet embannet. "Chakod" zo ur ger all evit "godell".

Daou seurt geriadurig a vez kinniget.

  • Ar geriaduriouigou-chakod (pe : geriaduriouigou) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 480 pajenn ha 4,6 cm x 6,4 cm eo o ment.
  • Ar geriaduriouigou (en ur godell e c'hellont mont memestra) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 260 pajenn hag 8,5 cm x 12 cm eo o ment.
Evit ar brezhoneg
Evit ar yezhou minoraelet all (listenn diglok)

Levriou politikel hag istorel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur reteradur politikel zo bet roet d'ar politikerezh-embann gant Yoran Delacour , hag gwelout a reer e dech da bourvez anaoudegezhiou hag arguzennou da zifennerien ar poblou minoraelet. Ur savboent dibar ha n'eo ket hini mistri ar Stad ma 'z int endalc'het zo gant pennou ar poblou hep Stad. Meur a levr a zo e ditl Le point de vue de... (Savboent + anv ar bobl).

Levriou politikel rik a zo ivez diwar-benn ar stourmou e Breizh ( FLB , UDB , ekologourien , geriadur buhezskridou tud an Emsav ...) ha, n'eus ket pell, levriou diwar-benn damkaniou politikel evit skorin an Emsav vrezhon (levriou Alan Le Cloarec ).

Levriou brezhonek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levriou gallek [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Lionel Henry  ; Lagadec, Annick . FLB-ARB : l'histoire 1966-2005 .
  • Etienne Gasche , Alain Barbetorte . 2006
  • Hendrik Conscience. Le Lion des Flandres .ISBN:978-2-914855-44-3 - Romant
  • Christophe Carichon. Scouts et guides en Bretagne
  • Philippe Bonnet. Deux siecles de biere en Bretagne (Daou gantved a vreserezh e Breizh). 2007.ISBN: [2-916579-08-5?25]
  • Roger Faligot . Les mysteres d'Irlande (Kevrinou Iwerzhon). 2007
  • Jean-Jacques Monnier . Resistance et conscience bretonne 1940-1945, l'hermine contre la croix gammee (Harzherezh hag emskiant brezhon : an erminig a-enep ar groas gamm). 2007
  • Yves Mervin , Arthur et David : Bretons et Juifs sous l'Occupation , Fouenant, Yoran Embanner, 2011.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Dor ar stal
  • Chomlec'h : 71 Hent Mespiolet, 29170 Fouenant .
  • Pgz : 02 98 56 10 11
  • Postel : yoran.embanner@gmail.com

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Yoran Delacour, editeur et agitateur d'idees , Ouest-France, 25 Mezheven 2019.
Porched Breizh  ? Adkavit pennadou ha rummadou Wikipedia a denn da Vreizh.