Yann ar Fusteg

Eus Wikipedia

Yann ar Fusteg ( Jean Marie Le Fustec er marilhou), Ab Guilherm diouzh e anv barzh ha Lemenik diouzh e anv drouiz , bet ganet d'an 10 a viz Mae 1855 e Rostrenenn hag aet d'an Anaon d'an 22 a viz Meurzh 1910 e Pariz , a oa ur skrivagner hag un emsaver e derou an Emsav kentan . Kentan Drouiz Meur Goursez Breizh e voe.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab da Wilherm ar Fusteg, urcher, ha da Gatell ar Barzh e oa. Mont a reas da skol Kampostal e Rostrenenn, da hini ar Frered e Gwengamp ha da skolaj Dinan .
Pa voe bras e familh hag e voe seiz pe eiz bugel enni, ganet diwar an teir maouez e dad a voe bet dimezet ganto tro-ha-tro , ur seurt dienez a gouezhas warno, ha pa voent an holl aet da lojan da Wengamp ha savet ur c'henverzh bihan gant ar c'herent [1] . Entanet e voe gant studi ar saozneg ken e talc'has da lenn oberennou William Shakespeare , rak, hervez Erwan Bethou e seblante dezhan,≪  pa lennen c'hoariellou [2] ar skrivagner-man, gwelout an traou o tremen war douar Breizh-Izel ha klevout mouezhiou anavezet mat o komz ≫.
Hep bezan tapet e vachelouriezh e tleas Yann ar Fusteg, hag en seitek bloaz, mont da labourat e meur a gelenndi (Dinan, Roazhon , Pondivi , An Oriant , Rochefort , Bleaz ) ha studian e Pariz a reas er baourentez a-raok tapout ur garg e skolaj Chaptal, ha, e 1890, unan evel kargad e prefeti departamant ar Seine e-pad ugent bloaz. Erzivezh e teuas da vezan skridaozer er gelaouenn Le Magasin pittoresque . Un den a studiou e oa Yann ar Fusteg, pa zeskas brezhoneg ha kembraeg e-unan.

E 1887 e timezas gant Marie Sophie Krug, bet ganet e 1854 , merc'h d'al livour Edouard Krug ha livourez he-unan. Klask a reas trein war-du skridvarnerezh an arzou hag e kenlabouras gant Le Journal des artistes . E 1889 e voe rener La Pomme , kannadig ar gevredigezh henvelanvet, a oa bet krouet gant Brezhoned ha Normaned a oa o chom e Pariz [3] .

E 1898 e komprenas peseurt hent a c'hellfe kemer, pa'z eas da Blouyann (enteuzet e Montroulez hiziv) evit ober war-dro ar c'hoariva brezhonek, e-doug goueliou brezhon aozet diwar atiz ar maer, Emil Kloareg . Da genver an degouezhiou-se e voe krouet Kevredigezh Vroadel Breizh hag ez eas da emezelan enni. Diwar an darempredou gant pennadurezhiou an emsav brezhon war ar sevel, ar studier Taldir da gentan penn, e kavas tu da vont d'ar C'hendalc'h etrekeltiek dalc'het e 1900 e Kerdiz hag eno e voe dalc'het Gorsedd Barzhed Kembre war an dro. E-doug al lidou Gorsedd Barzhed Enez Breizh e voe lakaet da varzh gant an arc'hdrouiz, Hwfa Mon.

Kentan Drouiz Meur Breizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tri den a voe degemeret evel barzhed gant ar Gorsedd kembraek e Kerdiz : Yann ar Fusteg (dindan anv Ian Ab Guilherm), Fransez Vallee (Ab Herve) ha Fransez Jaffrennou (Taldir Ab Hernin) [4] . Un nebeud tud a vodjont e Gwened e miz Meurzh 1900, a-raok gervel da zerc'hel an emvod-meur kentan e Gwengamp en ostaleri Ar Falc'her, straed ar Saliou (anvet Hent Kallag hiziv).

Divizet e voe sevel Goursez Breudeurion Drouized, Barzhed hag Ovizion Breiz hag envel un drouiz meur, Yann ar Fusteg, en e benn. Hervez ar bonreizhou, e oa chomlec'h ar gevredigezh e ti an drouiz meur. Skoazellet e oa an drouiz meur gant un poellgor drouized hepken ennan [5] .

D'ar 26 a viz Gwengolo e kasas Hwfa Mon, Barzh Kadvan, arc'hdrouiz Gorsedd Enez Preden, ul lizher evit aotren Gorsedd Breizh, gant ma toujfe da reolennou Gorsedd Kembre.

Obererezh drouiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Yann ar Fusteg a gemeras Lemenik da anv drouiz , da lavaret eo le (war ar) maenig [6] .

Diouzhtu e talc'has an drouiz meur da zegas testennou evit kadarnaat mennozhiou ar vreudeuriezh. Sevel a reas un levr war saviad politikel ar Gelted en ur adembannan un hir a bennad savet gant Charles de Gaulle , ar skrivagner, ha kejan a reas ouzh un ijiner harluet e Pariz, Erwan Vertou evit embann an triadou kembraek heuliet gant un droidigezh c'hallek. E c'houiziegezh diwar-benn ar speredelezh gembraek hag e temz-spered kevrinour a yae war-du ur relijion gelt nann-kristen.

O vezan m'edo o chom e Pariz e kenlabouras gant Erwan Vertou, un ijinour yaouank war ar minterezh bras, ken e lakaas Poellgor Goursez Breizh da c'houzout e kave dezhan e c'hellfe bezan un drouiz meur a-feson ha heuliet e voe gant an drouized all.

E 1904 e roas Yann ar Fusteg e zilez, met amsklaer eo an abeg. Lavaret eo bet e heulias hent Goursez Kembre ma veze dilennet an arc'hdrouiz pep pevar bloaz, met hervez kont e klaskas distrein d'e garg araok bezan harzet gant ur c'hlenved.

Pa varvas en e di e straed Lepic e Pariz diwar un taol kalon e 1910 e voe skoazellet gant Erwan Vertou a embannas e gomzou diwezhan pelloc'h. Beziet e voe e Bered Montmartre hag enoret e voe e vemor gant ul lid aozet gant tud ar Goursez da bep deiziad e varv.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • La vie de garcon , Pariz, 1884, 23 p.
  • Sous les Pommiers : saynete de Bretagne , pezh-c'hoari, Pariz, Le Dault, 1903, 34 f. C'hoariet e C'hoariva an Athenee Saint-Germain, 3 C'hwevrer 1903.
  • Charles de Gaulle : Les Celtes au 19e siecle : le reveil de la race , kempennadur ha kentskrid gant Yann ar Fusteg, Pariz, Libraire bretonne Le Dault, 1903.
  • Triwrc'h doare mab an den , e-barzh Ar Vro , niv. 1, 1904.
  • Triadou : Triades des Bardes de l'Ile de Bretagne , troet diwar ar c'hembraeg gantan ha gant Erwan Vertou, Pariz, 1906.
  • Trioedd Barddas Ynys Prydain Iolo Morgannwg = An Triadou = Triads of Bardism = Les Triades , Drouized Vreizh, 2, Embannaduriou Beltan , 1987, 52 b. Testenn vrezhonek diwar an embannadur kentan gant Yann ar Fusteg hag Erwan Vertou.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Riwall ab Riwallan, Istor Barzhed Gourenez Breiz Vihan , Karaez, Ar Vro . Kredet gant lod e voe bet savet gant Taldir.
  • Erwan Berthou , Lemenik, skouer ar Varzhed , Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914, 184 f. Adembannet ha lakaet e peurunvan dindan titl Lemenik skouer ar Varzhed, Mouladuriou Hor Yezh , 2001, 126 p. ISBN2-86863-131-2. Buhezskrid Yann ar Fusteg.
  • Paotr an Elle , Histoire du Goursez des druides , Les druides de Bretagne, levrenn 1, Brasparzh , Embannaduriou Beltan , 1987. Enderc'hel a ra pevar bennad diwar-benn buheziou ar pevare drouiz meur Breizh kentan.
  • Philippe Le Stum , Le neo-druidisme en Bretagne : origine, naissance et developpement, 1890-1950 , Ouest-France, (De memoire d’homme), 1998, adembannet e 2017.
  • Thierry Chatel , Buhez kevrinus Yann ar Fusteg , Brest, Emgleo Breiz , 2001 ( ISBN 978-2-911210-2-35 )
  • Thierry Chatel, Vie et oeuvre d'Yves Berthou : Ingenieur, poete et Grand-Druide (1861-1933, Pleubian), Brest, Editions du Liogan, 1997, 273 p. ( ISBN 978-2-908463-2-86 )
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien , Al Liamm, 1992, pp. 224-225 ( ISBN 978-2-7368-0034-5 )

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Mammenn : Erwan Berthou, Lemenik, skouer ar Varzhed .
  2. peziou-c'hoari.
  3. Armel Calve, Histoire des Bretons a Paris , p. 127.
  4. An anviou-barzh-se eo ar re a lenner e levr Paotr an Elle.
  5. Anvet e oa bet Taldir da arouez-varzh, Alfred Lajat da zouger banniel, Francis Even da zouger korn hirlas, ha Charles Picquenard da zouger uhelvarr. Kouviet e voe Fransez Vallee da zont e-barzh da c'houde.
  6. Daveenn d'ar maen log, ur seurt taolig maen ma save ar varzhed nevez warnan evit bezan degemeret ha disklerian o liamm nevez.