Jean-Francois Prigent

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yann-Fanch Prigent )
Yann-Fanch Prigent

Yann-Fanch Prigent ( Jean-Francois Prigent evit ar c'hallegerien) a oa ur c'hoarier mell-droad, bet ganet d'ar 26 a viz Mae 1944 e Sant-Kleve ( e kanton Pontrev ) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Gwengolo 2009 e Sant-Malou .

E vicher [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kroget e oa gant ar vell-droad e kleub lec'hel Pontrev kent mont da c'hoari gant Stad Roazhon UC adalek 1961 .

Nemet seitek vloaz ne oa pa gemeras perzh e 9 c'hrogad e-kerzh e gentan koulzad er c'hleub-man, ma c'hoarie evel askeller dehou. Aet da c'hoarier a-vicher ken abred ha 1962 en devoa plantet 7 pal da genver 34 c'hrogad 1an Rummad, 2 grogad Kib vell-droad Bro-C'hall ha 2 grogad Kib Charles Drago er c'houlzad 1962-63. A drugarez d'e vent ? 1,68 m ha 65 kg ? e plije d'e c'hourdoner Jean Prouff ober dezhan c'hoari evel kreizer pa veze ezhomm. D'ar mare-se e oa bet dibabet e skipailh Bro-C'hall B. Aet d'ober e gonje ne gemeras perzh nemet e 18 krogad e 1963-64. Ar c'houlzad 1964-65 a oa bet eus an dibab evitan : estreget plantan 8 pal en holl en devoa gounezet kentan Kib vell-droad Bro-C'hall ar c'hleub roazhonat d'ar 26 a viz Mae 1965 . Donedigezh ar C'hastellpaolad Loeiz Floc'h da Roazhon e 1965-66 he devoa degaset ur c'hevezerezh hag en redias da vont da c'hoari da Rouan ( Seine-Maritime ), bet prestet 6 miz-pad (miz Kerzu 1965 -miz Mezheven 1966 ) eno. Ar c'houlzad 1966-67 a oa bet an hini diwezhan e Roazhon, ar pezh na viras ket outan a gemer perzh e 24 c'hrogad nag a blantan 3 fal c'hoazh.

E 1967 e oa bet treuzkaset da FK Metz ( Moselle ) kent mont da c'hoari e 1968 en Angouleme ( Charente ) e-lec'h ma teuas da vezan bez-kampion an eil Rummad e 1969 gant KS Angouleme . Eno e oa chomet betek 1971 ha paouezet gant e vicher e SO Chatellerault ( Vienne ) e 1972 a-barzh fin ar gont.

Derc'hel ostaleri en devoa graet war gaeou Landreger ma oa aet da c'hourdoner ar re c'hlasruz e-pad un nebeud miziou.