Wismar

Eus Wikipedia
Wismar

Wismar zo ur ger hag ur porzh-mor e hanternoz Alamagn . Eman e land Mecklenburg-Vorpommern ha 45 182 den a oa o chom enni e 2000 .

Unan eus keriou Kevre an Hansa e oa Wismar hag adkavout a reer enni doare tisavouriezh ar Grennamzer er c'heriou-se. Roet e voe dezhi ar statud a ger gant ar prins Heinrich Borwin , aotrou Mecklenburg e 1226 .

Aloubet e voe Wismar gant Sveden e 1631 , ha chom a reas e dalc'h Sveden betek 1803 . Neuze e voe gwerzhet da arc'hdugelezh Mecklenburg-Schwerin, hogen n'eo nemet e 1903 e peurzilezas Sveden he gwiriou warni. E 1945 en em gavas a-gevret soudarded eus Stadou Unanet Amerika , Breizh-Veur hag an Unvaniezh Soviedel eno. Dont a reas Wismar da vezan ul lodenn eus Republik Demokratel Alamagn . E 2002 e voe lakaet Wismar war roll Glad ar Bed gant an UNESCO .