한국   대만   중국   일본 
Winnipeg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Winnipeg

Eus Wikipedia

Winnipeg eo ker-benn provins Manitoba , e Kanada . Seizhvet ker vrasan Kanada eo, hag an hini vrasan eus kreiz ar vro. Annezet eo gant 727 500 (2016). Eman ker Winnipeg e kember ar steriou Red River ( Riviere Rouge ) hag Assiniboine , nepell diouzh al lenn Winnipeg . Rust e vez an amzer eno (war-dro -19 °C well-wazh e miz Genver, ha 19,7 °C e miz Gouere) hag unan eus keriou bras yenan ar bed eo.

An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra anv ker Winnipeg eus an anv-lec'h kreek ?????, winipek, a dalvez kement ha ≪ dour du ≫, ≪ dour lous ≫.

Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

632.837 a dud a oa e 2006, 633 617 annezad a oa e 2011, hag hervez niveradeg 2016 e oant kresket da 727 500. Saozneger a-vihanik eo 95% anezho. Ar galleg (yezh ofisiel all Kanada), an filipineg , an alamaneg , ar pandjabeg hag an ukraineg a zo e-touez ar yezhou komzet all. 64% eus an dud a zo kristen.

Gwel eus karter The Forks , e kember an div ster

Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]