한국   대만   중국   일본 
William Harvey - Wikipedia Mont d’an endalc’had

William Harvey

Eus Wikipedia
William Harvey

William Harvey ( 1an a viz Ebrel 1578 e Folkestone - 3 a viz Even 1657 e Roehampton ) a oa brudet evit ur gavadenn vras : kavadenn red ar gwad.

Souezhus eo, abaoe ken lies a gantvedou ma 'z eus tud war an douar, e vije bet ret gortoz betek ar 17-vet kantved evit kavout ez a ar gwad, poulzet gant ar galon, dre ar gwazhied. Galen , gwechall-gozh, en doa lavaret e oa finv ar gwad evel chal ha dichal en-dro da inizi 'zo eus Gres , ha den n'en doa kredet mont a-enep e gelennadurezh, na zoken sonjet enklask ha gwir e oa. Harvey, awenet gant ar spered a enklaskerezh a rene e Kornog Europa en e amzer, a sellas rag-eeun ouzh korfou tud ha loened e-lec'h mont diouzh al levriou.

Ganet e oa bet e 1578 . Studian a reas e skol-veur Padova . War e zistro e voe medisin e Londrez . D'e 40 vloaz anvet da vedisin ordinal ar roue, hag e servijas Jakez I ha Charlez I. Gant heman e oa e-pad ar brezel diabarzh. A-vihanik e oa bet douget da studi ar gorfadurezh . Un darn vras eus e amzer a dremene o pizhkejan tud ha loened : korfou an dorfedourien kerkent ha distaget diouzh ar groug, korfou an anevaled marvet e gouezvildi ar roue, korfou kezeg, saout, chas, kizhier, razhed hag all.

Evel ma c'hoarvez alies e buhez ar ouizieien vras e oa ur menoz,unan dreist-holl, o pouezan noz-deiz war e spered. Fellout a rae dezhan gouzout petra oa ar gwad, peseurt levezon en doa war ar vuhez, peseurt kefridi e frammadur ar c'horf. Komprenet en doa buan e-doug e evezhiadennou hag e arnodou e oa ar galon evel -un doare bangounell o kas-digas ar gwad dre ar gwazhied, ha ne oa ket "kreizenn an trivliadou", e-giz ma veze kelennet er skoliou. Ken spontet e voe avat gant e gavadenn ma c'hortozas pell amzer, - 20 vloaz a lavarer, - kent embann netra war he divout.

Pa voe embannet en diwezh, ne voe ket degemeret da wir diouzhtu, ha lod eus brudetan gouizierien e amzer a enebas garv outan.

Pell-pell amzer a dremenas a-raok-ma teuas medisined ha surjianed da sellout ar galon evel un darn eus ar c'horf ha n'eo na sakroc'h na kevrinusoc'h eget ar re all.