Wikipedia : Kenemglev

Eus Wikipedia

Pennaennou ha politikerezhiou diazez


Tennan a ra ar pennad-man da bennaennou diazez ar Wikipedia .
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujan dezho.



Wikipedia a ya en-dro dre ar c'henemglev . Kenemglev a c'hoarvez dre gaozeal, marc'hata a-wechou, a-benn klask tizhout ar sell neptu.


Ar c'henemglev eo a zo e-kreiz mont en-dro wikipedia. Tizhet e vez en un doare naturel. Peurvuian e vez kemmet pe ouzhpennet un dra bennak en ur pennad, ha neuze e c'hall pep lenner pe leuskel ar c'hemm pe kemm adarre. Chom hep kemm a dalvez asantin, ma vez roet da c'houzout ervat d'ar gumuniezh.

Pa vez kaoz eus ar pajennou diwar-benn politikerezh wikipedia e c'hortozer gwelout ar muian a dud ar gwellan o kemer perzh.

Pa vez dizemglev e vez diskoulmet ar c'hudennou dre arguzennin en un doare seven, dre genlabour, ha dre varc'hata er pajennou-kaozeal mar bez ret, a-benn tizhout ar sellboent neptu a c'hallo lakaat ar c'henemglev da ren.

Ma kaver e tizher ur c'henemglev resis alies e vo lakaet da linenn-ren al labour, evit mirout a goll amzer gant ar memes kaoziou atav. Pa c'hoarvezo d'ar c'henemglev bezan diaesoc'h da dizhout eget boaz, met ral a wech e c'hoarvez, e vo graet gant doareou all degemeret gant ar gumuniezh, evel lakaat kenlabourerien neptu da rein o ali diwar-benn ar skoilhou a vir ouzh ar c'henemglev.


Pa gomzer eus kenemglev en ur gaozeadenn wikipedian e talvez atav 'e-barzh stern al labour hag an ober', da lavarout eo gant ar re a labour ervat en-dro da bennadou resis da gentan-penn.

Pegoulz ne dalv ket reolenn veur ar c'henemglev? [ kemman ar vammenn ]

N'eus nemet nebeud-tre a zegouezhiou ma ne dalvo ket reolenn veur ar c'henemglev:

  • pa vo kaoz
    • a wiriou miret strizh
    • a vuhez prevez
  • pa vo breud bras e wikipedia diwar-benn ur raktres bras (pe wikiraktres) n'eo ket ar c'henemglev lec'hel a dalvezo, met an hini ledanan