한국   대만   중국   일본 
Vltava - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Vltava

Eus Wikipedia
Pontou dreist ar ster Vltava e Praha

Ar Vltava ( distagadur da selaou ), Moldau en alamaneg , zo ur ster a red er Republik Tchek . Un adster d'ar ster Elbe eo.

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a rafe an anviou tchekek Vltava hag alamanek Moldau eus ar geriou alamanek kozh wilt ahwa a dalvezfe kement ha ≪ dour gouez ≫ [1] .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

E koadou su Bohemia eman hec'h andon, ha redek a ra betek an norzh a-hed 430 km kent en em deurel er ster Elbe . Dre Braha e tremen, dindan Pont Charlez .
Implijet e vez red ar ster da lakaat meur a greizenn dourdredanel da vont en-dro.

Awen [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant ar Vltava eo bet awenet ar sonaozer Bed?ich Smetana , hag a savas ur simfonienn varzhoniel a gaver en e oberenn Ma Vlast ("Ma Broad"). Anavezetoc'h eo gant hec'h anv alamanek Moldau .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (cs) Vladimir ?milauer (1946), O jmenech na?ich ?ek ("Anviou hor steriou").