한국   대만   중국   일본 
Vandalerezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Vandalerezh

Eus Wikipedia
Vandalerezh
obererezh mab-den
Iskevrennad eus property damage   Kemmañ
Anvet diwar Vandaled   Kemmañ
Vandalerezh : unan eus Boudaou Bamiyan en Afghanistan (kleiz), bet distrujet (dehou) gant an Dalibaned

Gant ar ger vandalerezh e venner deskrivan ar freuz , pe an holl zistrujou, pe oberou gwasterezh diabeg, a vez kaset da benn war madou foran pe prevez. Peurliesan ez eo ar savaduriou pe ar madou diloc'h a vez skoet gant ar vandalerezh, lec'hiennou naturel, diellou pe oberennou arz , ha kement tra a ra identelezh ur sevenadur, e c'hlad peurgetket. Er yezh pemdez avat e vez implijet evit seurtou gwasterezh all.

E damm hent en istor en deus graet ar ger-man abalamour d'an implij zo bet graet anezhan gant an istorourien gristen dieubet gant Bizantion pa voe sujet ha lakaet da sklaved ar Vandaled trec'het ganto goude diskar rouantelezh "barbar" Kartada e 536 ; heskinet e oa bet tud an iliz roman gant ar Vandaled a oa Arianed anezho.

Deskrivadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dre vras e vez graet vandalerezh eus un taol gaou bet graet evit ar blijadur da noazout ouzh an nesan. Implijet e vez an termen, da skouer, evit ober anv eus kemmou n'int ket bet aotreet pe en enep da c'hoantou an dud dre vras.

War ar Genrouedad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant diorroidigezh ar Genrouedad ez eus bet kemmet alies, hep aotre, pajennou Web . En degouezh-man e vez graet gant vandalerezh evit ober anv eus emzalc'h un den a fell dezhan noazout a-ratozh-kaer ouzh ul lec'hienn. Alies e vez graet en ur gas da benn tagadennou bras.

Wikipedia [ kemman | kemman ar vammenn ]

War Wikipedia n'eus ket kalz a vandalerezh peogwir e c'hall bezan gwelet aes ha dizarbennet fonnus.
Padal e vez kalzig a dabutou , pa sav dizemglev etre an dud diwar-benn danvez pennad pe bennad.

Lenn ivez Petra ober pa vez un taol vandalerezh war Wikipedia?

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evit doare eo bet implijet ar ger-man evit ar wech kentan e-pad an dispac'h gall d'an 10 a viz Genver 1794 gant Henri Gregoire , eskob bonreizhel Bleaz , en e zanevell bet kaset d'ar Gonvansion ma implije ar ger-se evit ober anv eus emzalc'hiou lu ar Republik.

A-hed an istor eo bet implijet an distruj monumantou bet savet gant ar renadou kent da arouez ar chenchamant galloud.

E-touez an degouezhiou vandalerezh nevez a-walc'h eman an distruj monumantou en Unaniezh Soviedel goude diskar ar renad ha distruj an delwennou boudaat en Afghanistan gant an Dalibaned . Bez' eman ivez an distruj monumantou muzulman en ez- Yougoslavia asambles gant an dismatrou otoman o deus merket buhez ar rannved-se etre 1299 ha 1699 .