한국   대만   중국   일본 
Uzi - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Uzi

Eus Wikipedia
Uzi
Skeudenn ar pennad Uzi

Ur bistolenn-vindrailher Uzi
Kinnig
Bro Banniel Israel Israel
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher
Munisionou 9 x 19 mm Parabellum
Produer Israel Military Industries
Mare implij 1952-2003 (e arme Israel )
Pouez ha muzuliou
Mas (hep kartouchenn) 3,5 kg
Mas (karget) 4 kg
Hirder 650 mm
Hirder ar c'hanol 260 mm
Perzhiou all
Hed-tenn pleustrek 200 m
Tizh mont e-maez ar boledou 410 m/s
Endalc'h 20, 25 pe 32 gartouchenn

An Uzi zo ur bistolenn-vindrailher ijinet en Israel gant an ijinour Uziel Gal adalek 1948 ha produet gant an embregerezh armou Israel Military Industries (IMI).

Gwerzhet ez eus bet 10 milion eus e adstummou [1] . Awenet eo gant ar pistolennou-mindrailher tchek SA 23 hag SA 25 . E meur a film e weler anezhi hag e-touez ar pistolennou-mindrailher brudetan eman. Deuet eo Uzi da vezan un anv jenerek evit an armou-man e genou tud zo.

Deskrivadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'ar 14 a viz Mae 1948 e teu Israel da vezan ur stad dizalc'h. Brezel a sav buan etre ar vro nevez ha lod eus hec'h amezeien. Dizunvan eo an armou implijet gant Tsahal peogwir e teuont eus stokou a bep seurt bro dastumet goude an Eil Brezel-bed [2] . An embregerezh stad IMI a c'houlenn neuze gant daou soudard, al letanant a orin alaman Uziel Gal hag ar major Chaim Kara, sevel bep a raktres pistolenn-vindrailher nevez evit an arme. Dibabet e vez arm Uziel Gal abalamour dezhan da vezan marc'hadmatoc'h da broduin hag azasaetoc'h d'an emgannou en dezerzh a-drugarez d'he gwikefre. Anvet e voe an arm choazet diwar anv e ijinour daoust dezhan bezan a-enep an implij-se [2] .

Stumm kentan an Uzi, dezhan ul lamm koad (1952).

Uziel Gal a enroll ur breved evit an arm e 1952 met chom a ra ar gwir da broduin anezhan gant Ministrerezh an Difenn. 8.000 skouerenn ha 80.000 karger a vez urzhiet e 1954 evit marc'had diabarzh ar vro. Ezporzhiet e vez an arm adalek 1956 met ne c'hall ket IMI produin a-walc'h a armou evit respont d'ar goulenn, hag aotreet e vez ul lisans-produin d'an embregerezh belgiat FN Herstal e 1958 gant ma vo gwerzhet an UZI gantan da vroiou aotreet gant Israel nemetken. E 1982 e oa bet produet ouzhpenn ur milion a skouerennou evit an ezporzhian. [2]

War-zigresk ez a ar gwerzhiou adalek kreiz ar bloavezhiou 1970 abalamour da bouez brasoc'h-brasan ar fuzuilhou-arsailh war ar marc'had, AK-74 pe M16 hag all, ha da goll ar marc'had iranian goude dispac'h 1979 eno. Adstummou a vez savet neuze gant IMI evit ar siviled evel an UZI Carbine adalek 1979. A-benn mirout lans an embregerezh war marc'had an armou bihan e vez savet ar Mini Uzi e 1980 hag ar Micro Uzi e 1986. Stummou damaotomatek hag un adstumm tostoc'h ouzh ur bistolenn ( Uzi Pistol ) a vez savet d'ar mare-se evit ar marc'had amerikan. [2]

E 2010 e voe kinniget an Uzi Pro , stumm modernizaet ar Micro Uzi. Produet e vez breman gant Israel Weapon Industries (IWI) en deus kemeret plas IMI goude e vije prevesaet e 2018. [3]

Munisionou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kambret eo an Uzi diazez e 9 mm Parabellum , met adstummou e .45 ACP hag e .22 LR a vez produet e Stadou-Unanet Amerika . Pakou evit amdrein an Uzi e .40 S&W pe 10 mm Auto a gaver ivez. Ar munision 9 mm orin, dezhan ur galloud-toullan izel hag un hed-tenn berr a-walc'h, a zo kaoz eus diskar an Uzi e trede kard an XXvet kantved pa oa e keverezerezh gant fuzuilhou-arsailh efedusoc'h-efedusan. [2]

Implij gant Israel [ kemman | kemman ar vammenn ]

An Uzi a grog da vezan implijet gant Tsahal e 1955. Implijet e vez da gentan gant unvezhiou harzlammerien hag an nerzhiou ispisial a-raok bezan ledanaet e implij e-touez an droaderien, daoust dezhe ober dreist-holl gant an FN FAL . [2] Implijet e vez er Brezel C'hwec'h Devezh e-barzh ha tro-dro da Jeruzalem e-lec'h ma tiskouez bezan akomod en emgannou-ker. Koulskoude e tiskouez bezan re wan a-enep d'ar fuzuilhou Kalashnikov implijet gant ar broiou arab. Erlec'hiet e vez adalek 1973 gant ar fuzuilh-arsailh Galil met chom a ra implijet gant an nerzhiou ispisial hag ar polis. E 2003 e vez tennet diouzh ar servij en holl unvezhiou Tsahal hag erlec'hiet gant an Tavor. [2]

Er sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sinema ha skinwel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brudet eo an Uzi e sevenadur poblek Stadou-Unanet Amerika dreist-holl er bloavezhiou 1980-1990. Implijet e vez gant Arnold Schwarzenegger er filmou Terminator sevenet gant James Cameron (1984) ha Commando (1985) ha gant Chuck Norris en heuliad filmou Delta Force kenbroduet en Israel. Stag eo ivez skeudenn an Uzi ouzh hini ar servijou ispisial hag an torfederezh kement hag ar gangou er Stadou-Unanet abalamour d'e implij e bed ar gangsta rap , daoust d'an niver a dud lazhet eno gant pistolennou-mindrailheriou er bloavezhiou 1980 ha 1990 bezan dister e-kenver armou all. [2]

  • Ar c'hentan armou gwerzhet gant Yuri Orlov penndudenn ar film Lord Of War a zo Uziou.

Torfedelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un Uzi carbine a oa e-touez an armou a voe implijet e 1984 e lazhadeg McDonald's San Ysidro ( San Diego, Kalifornia ).


Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Mc Manners Hugh, Ultimate Special Forces , DK Publishing, 2003, p. 157 (saozneg)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 ha 2,7 McNab Chris, The Uzi Submachine Gun, Vol. 12 , Osprey Publishing, dastumad Weapons , 2012, 80 p. (saozneg)
  3. Pajenn an Uzi Pro war lec'hienn IWI USA (lennet d'ar 05/02/2024) (saozneg)
  Stag eo ar bajenn-man ouzh Porched an Armou-tan