Unvaniez Arvor

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan

Unvaniez Arvor a oa un aozadur politikel gouestlet d'ar vuhez publik e Breizh ha kentan lodenn e anv a oa Federation regionaliste de Bretagne (FRB). Krouet e voe d'an 29 a viz Here 1911 , e Roazhon . Un disrann e oa eus Kevredigez Broadel Breiz (KBB) da vare an Emsav kentan , an eil aozadur oc'h embann mennozhou ar Rannvroelouriezh hag an emrenerezh e Breizh.

Diazezadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa voe krouet Kevredigez Broadel Breizh e 1899 e teuas un niver bras a skrivagnerien vrezhonek, hogos holl varzhed ha divizout a rejont en em vodan en ur vreuriezh drouized, anvet Goursez Breizh a voe krouet e Gwengamp tri miz goude. Tarzhan a reas an dizemglev e-barzh Kevredigez Broadel Breiz er vodadeg veur dalc'het en hanv 1912. E-doug bodadeg kentan Unvaniez Arvor e voe roet kazi holl ar c'hargou da izili ar Gorsedd. En o zouez e oa Jos Parker (Barz Kloarek Kerne) anvet da gadoriad, Andre Mellac (Barzh Gwenedour), anvet da denzorer (ur garg henvel a oa gantan e KBB), Maurice Duhamel , sonaozour, Emile Masson , kelenner lise ha stourmer eus an tu kleiz, Camille Le Mercier d'Erm , barzh ha skrivagner, Jean Choleau , anvet da veskadoriad, Leon ar Berr , kelaouenner ha skrivagner brezhonek, anvet da sekretour, Fransez Vallee (Drouiz Abherve), yezhoniour ar brezhoneg, anvet da veskadoriad, Joseph Duchauchix (Barz Ar Meneziad), anvet da sekretour, Fransez Jaffrennou (Barzh Taldir) , mouller ha rener kelaouenn brezhonek, Iwan an Diberder , kelaouenner ha dastumer lennegezh dre gomz, ha Loeiz Herrieu , labourer-douar ha skrivagner brezhonek, anvet da vessekretour.

Mennozhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

E niverenn gentan ar Bulletin de la Federation regionaliste de Bretagne e voe skrivet n'en doa an aozadur nevez netra da welout gant un obererezh politikel. Un dislavar ne oa ket, pa ne oa ket intent, hervez Alain Deniel , eus ober kampagn ha kemer perzh en dilennadegou . Displeget e voe abegou an disrann :

  • En emsilet ez eus (e-barzh KBB) mondianed estren hag a gemer ar plas a dlefe bezan roet d'ar Vrezhoned wir ha d'ar Varzhed, ken ez a an Emsav da vezan troet war-zu embannou politikel, kontrol-mik d'ar reolennou
  • Dre faot aotrouniusted ar c'hadoriad a sav harzou da frankiz ar c'hevrennou en ur gemer plas an izili hag ar c'huzul-ren zoken ha sparlet eo al labour solut adal tri bloaz
  • Doareou tud deuet evit gronnan ar c'hadoriad nevez zo hag a glask aozan ar Gevredigezh diwar o froudennou ma yafe-hi da vezan ur gevredigezh diduamant

E-doug ar c'hendalc'h kentan, dalc'het e Ploermael , e C'hwevrer 1912, e embannas ar c'hadoriad : "Un digreizennadur hag un emrenerezh normal evit ma vo diorroet krenv o teuriou ha perzhiou hor gouenn a fell deomp kaout ha doujan evit hengouniou hon hendadou ivez". […]. Pelloc'h e adlavar " e tleer skarzhan ar politikerezh kuit, pa 'z eo un abeg evit an droukrans hag ar gerteri."

Eus 1920 betek ar bloavezhiou 50 e chomas Jean Choleau, hag en her da wiaderien e Gwitreg hag ur greantour en obererezh-se, e penn an aozadur. Degas a reas ur savboent armerzhel ha ne oa ket anezhan en Emsav kentan. Ur renkad tud gant micheriou a denne d'an aferiou a zeuas da vezan dedennet gant Breizh ha ne oa ket an holl anezho brezhonegerien ha pa glaske lod anezho adpiaouin ar yezh. E komzou berr eo bet displeget an dra gant Michel Nicolas : "Un torradur diwar ar bloc'had maeziad, hag en an hini mestroniour betek-henn, ha dilec'hiadur ar rannvroelouriezh war dachenn an diorreadur lec'hel, heman armerzhel dreist-holl, koulz hini ar greanterezh hag hini ar c'henwerzh [1] ". Tolpan energiezhiou evit kreskin pinvidigezhiou ar Vrezhoned e voe diaz ar prezeg broadel a gloto gant interestou darn eus ar vourc'hizelezh bihan hag ar vourc'hizelezh krenn e Breizh.
E 1920 e embannas Unvaniez Arvor e vefe gwelloc'h broudan Breiz arvorigat , ur rannvro armerzhel, Naoned ar ger-benn anezhi, a vefe enni Anjev , Kotentin , Maine ha Poatev ha ne voe ket resevet mat ar c'hinnig gant an holl izili. Ne oa ket dre zegouezh e klaske Jean Choleau klotan ouzh ar prederiadennou a rene en amzer-se, ar rannvroiou da vezan krouet ha deuriou ar pennadurezhiou naonedat a gave dezho e c'hell bezan ur rannvro re strizh pa oa ar ger-benn o kaout liammou stank gant tiriadou all.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dre ma oa ar brezel o ren, ne voe nemet daou emvod en e brantad, e Pondi (Gwengolo 1917) hag en Alre (Gwengolo 1918) hag adlanset e voe e 1920 gant Fransez Vallee, kadoriad. Erlec'hiet e voe e diwezh ar bloaz gant Jean Choleau a oa bet pennibil an aozadur goude marv Jos Parker e 1917 .
E miz Kerzu 1921 , hervez ster he daou anv, Unvaniez Arvor a ya da vezan ur c'hevredad savet etre 5 aozadur breizhek : ar Bleun-Brug , Brediah ar brehoneg , Breuriez Breiz , Goursez Breiz hag Unvaniez Yaouankiz Breiz , Met nac'het e oa bet gant Kevredigez Vroadel Breiz mont e bourzh. Chenchet e voe titl ar gelaouenn ofisiel (ne voe nemet 4 niverenn anezhi) a yeas da vezan "Le Pays Breton", ur gelaouenn drimiziek.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Georges Cadiou , Emsav : Dictionnaire historique et critique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Federation regionaliste de Bretagne.
  • Michel Nicolas , Histoire de la revendication bretonne , Coop Breizh, , 2007. ISBN978-2-84346-312-9
  • Michel Nicolas, Histoire du mouvement breton , Pariz, Syros, 1982.
  • Lukian Raoul , Un siecle de journalisme en Bretagne , Ar Gelveneg, Le Signor, 1982.
  • Alain Deniel, Le mouvement breton (1919-1945) , Pariz, Editions Maspero, 1976 ( ISBN 270710826X ).

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton : Emsav, 1982.