Twm o'r Nant

Eus Wikipedia
Poltred Twm o'r Nant, war-dro 1790-1800, livet gant Lewis Hughes (Amgueddfa Gwerin Cymru, Mirdi Pobl Kembre).

Twm o'r Nant ("Tom eus ar saonenn") eo an anv-pluenn implijet gant ar skrivagner kembraek Thomas Edwards (1739 – 3 a viz Ebrel 1810). Genidik e oa eus Llanefydd , e Sir Ddinbych gwechall, e biz Kembre . Yann e vil vicher e voe e-pad e vuhez : devezhour war ar maez, tavarnour, douger keuneud, mansoner...

Anavezet eo Twm o'r Nant gant e skridou anvet “anterliwtiau”, pezhiou-c’hoari farsus ha flemmus, graet evit bezan c’hoariet war leurennou er foariou pe er pardoniou. Skrivan a reas ivez e-leizh a ganaouennou hag a varzhonegou.

E dibenn an XVIII vet hag e derou an XIX vet kantved e teuas da vezan brudet e-touez an dud vunut, rak en e skridou e adkavent o meno war direizhderiou ar mare-hont. En e amzer e veze graet "Cambrian Shakespeare", da lavaret eo "Shakespeare Kembre", eus Twm o'r Nant.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .