한국   대만   중국   일본 
Trevadennin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Trevadennin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Trevadennerezh )

Trevadennin pe trevadennerezh eo an obererezh graet gant tud eus ur vro a ya d’en stalian en ur vro all, da vevan diwarni ha da ren anezhi.

A-hed an istor e weler kalz skoueriou eus an obererezh-se : en Henamzer ez eas tud eus keodedou Henc'hres da grouin keriou all, e meur a lec’h en-dro d’ar Mor Kreizdouar .

Ur skouer all anavezet eo trevadennerezh Amerika gant tud eus Europa , adalek 1492 , ar bloaz ma tilestras Kristol Goulm er c’hevandir-se. Dre ma voe lazhet kalz eus annezidi gentan Amerika, an Amerindianed , an darn vrasan eus annezidi Norzhamerika hiziv an deiz zo diskennidi da drevadennerien deuet eus Europa.

Kalz broiou eus Afrika a voe trevadennet gant tud eus Europa ivez, ha n’eo nemet en XX vet kantved e c’hounezjont an dizalc’hiezh.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]