Tournai
(
Doornik
en
izelvroeg
) zo ur ger eus
Belgia
war ar ster
Escaut
, e provins
Hainaut
. D'ar
1an a viz Genver
2004 e konted 67 619 a dud (32 835 a baotred ha 34 608 a verc'hed). Brasan kumun Belgia eo pa'z eus dezhi ur gorread a 213,75 km². 85 km eman er c'hornog da ger
Vrusel
, ha 25 km en hanternoz da
Lille
.
War lez ar ster
Escaut
eman Tournai
Hen impalaeriezh roman
Impalaeriezh roman diwezhan
- Civitas Turnecensium (
Not. Gall
.
VI)
- Tornaco (St Jerom.
Epistolae
123,6)
Krennamzer
- Tornacus (Gregor Teurgn,
HF
, V, 22)
- Tornacus civitas (
Vita Medardi
, II, 1)
- Turnacum oppidum (Jonas a Vobbio,
Vita s. Columbani
, I, 18)
- Tornacum (
moneiz Klovis II
, 638-656)
- Thornoa (Fredegarius, III, 71)
- Turnacensis Urbs (
Liber Historiae Francorum
, 5)
- Turnacum Civitas (
Liber Historiae Francorum
, 32)
- Tornacensis Civitas (
Vita Eligii
, II 2)
En gul, e dour digoret en argant mogeriet en sabel, kranellet a deir pezh, e oged savet en argant, e ziv tarzhell en sabel; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour.
Ar ger se, unan eus ar re pouezusan eus
Gallia Belgica
da vare Jul Kezar, e zeuas da vezan pinvidik e-kerzh an IIIvet kantved. Freuzet eo bet e penn kentan ar IVvet gant ar Vandaled hag an Alaned. Er bloaz 438, e zigouezhas gant ar Vranked Merovee. Kerbenn ar Veroveed e oa betek Klovis In.
Gwastet eo bet gant an Normanded er bloaz 880.
Staget eo bet gant
Charlez ar Moal
ouzh kontelezh Flandrez.
Aloubet eo bet gant
Loeiz XIV
e 1667, gant ar Re Unanet e 1709, gant ar Vransizien e 1745, 1792, 1794.
-
Gwelet eus an oabl
-
An iliz-veur
-
Ar befrez
-
Ar
Pont de Trous
Rouanez frank Tournai
- Merovee, 448 pe 451-457
- Childerig, 457-481
- Klovis In, 481-486
- M.-N. Bouillet :
Dictionnaire universel d'Histoire et de Geographie
. Librairie de L. Hachette et Cie. Paris 1863
- Raymond Brulet :
Topographie chretienne des cites de la Gaule, des origines au milieu du VIIIe siecle. XIV. Province ecclesiastique de Reims (Belgica Secunda)
. De Boccard. 2006