한국   대만   중국   일본 
Timothy Buckley - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Timothy Buckley

Eus Wikipedia
Timothy Buckley
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stadou-Unanet   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Tim Buckley   Kemmañ
Anv ganedigezh Timothy Charles Buckley III   Kemmañ
Anv-bihan Timothy Charles   Kemmañ
Anv-familh Buckley   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 14 C'hwe 1947   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Washington D.C.   Kemmañ
Deiziad ar marv 29 Mez 1975   Kemmañ
Lec'h ar marv Santa Monica   Kemmañ
Abeg ar marv opioid overdose   Kemmañ
Bugel Jeff Buckley   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg   Kemmañ
Bet war ar studi e Loara High School   Kemmañ
Derou ar prantad labour 1966   Kemmañ
Dibenn ar prantad labour 1975   Kemmañ
Benveg sonerezh gitar , mouezh   Kemmañ
Pladennrolladur Tim Buckley discography   Kemmañ
Tachenn traditional folk music   Kemmañ
Label sonerezh Elektra   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel http://www.timbuckley.com   Kemmañ
Dileuriad ar gwiriou a aozer American Society of Composers, Authors and Publishers   Kemmañ
Rummad tost Category:Songs written by Tim Buckley   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Oberennou dezhe gwiriou aozer   Kemmañ

Timothy Buckley a oa ur c'haner hag ur saver kanaouennou ag ar Stadou-Unanet . Ganet eo bet e 1947 hag aet da anaon e 1975 da heul kemer drammou .

E vugaleaj [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab d'un Iwerzhonad , monet a reas da chom e meur a lec'h er Stadou-Unanet (a bep tu d'ar vro, Los Angeles , Washington ...). Kroget e oa ged kanin ha senin er lise, diar levezon Bob Dylan peurgetket. Digor e spered da sonerezhiou a bep seurt, kani Stockausen kement ha kani hengounel a vro India .

Prantad folk [ kemman | kemman ar vammenn ]

Savet getan ur strollad ged mignoned e sonas e-barzh festou skol, ha diwezhatoc'h, ged ar brud, e-barzh tavarniou e Los Angeles. Eno eo en em gavas get Frank Zappa . Dimezin a reas get Mary Guibert (ur mab a voe ganet a-benn nebeut, Jeffrey hag a vo graet Jeff anezhan diwezhatoc'h, hag heman diwezhan da vonet war roudou e dad pemp ble arnugent goude).

Redeg a ra ar brud , hag en da senin e-barzh tavarniou ag ar choej. Engouestlet e voe get Elektra hag e bladenn gentan a za er-maez a-benn nebeut ( Tim Buckley didro !). Ur penn-oberennig eo dija, o kemenn ar penn-oberennou meur a zay diwezhatoc'h.... Ur vouezh dibar ha kizidik da lakaat da lenvan, ur sonerezh skanv met pinvidik ha rikamanet a-zoare avat, setu perzhiou dibar sonerezh ar paotr-se.

Ha en daet da vout ur mailh, kenderc'hel a ra da zigor bras e ziskouarn da bep seurt sonerezhiou, ha dreist-holl ar jazz (berzh a ra Miles Davies er mareou-se, ha Thelonious Monk ), hag an taboulinou . Setu peadra da vagin e awen evit an amzer da zont. Tamm ha tamm e voe muioc'h a vejons e-barzh e sonerezh, a-drugarez d'an tredan ivez, hag a dap liv ar rock get benvigi a-zoare evit se ( ograou tredanel, gitar ...). Setu dozvet geton ur bladenn arall : Goodbye and Hello , brav-meurbet ur wezh ouzhpenn.

Prantad folk / jazz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liv ar blues a zegas Tim e-barzh e doniou adalek 1968. Chench a ra liv e sonennou kozh en e sonadegou , a-zoc'h awen e spered d'ar mare-se, ha pinvidikaat kempennadur e sonennou get ouzhpennin un doare gzilofon bras (vibrafon pe fraonverezh) e-barzh ar jeu. Brav-tre e oa e bladennou sonadegou enrollet e London e 1968 ( Dream letter ) ha gant ur vouezh ag ar re fromussan. Ar bladenn Happy Sad a voe da heul, e 1969. Tostoc'h doc'h pezh a ra en e sonadegou, sonet ar an toemm, hep re a gempennaduriou, blaz ar folk ar ar sonennou el'kent, met blaz ar jazz iwez, sonennou hiroc'h, huchadennou, lenvadennou get e vouezh ken fromus bepred. Berzh a reas e-touez selaouerion o divskouarn figus, met ne werzhas ket sammadou pladennou avat ! Ur brud mat en doa tapet memestra.

Prantad jazz/fusion/free [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dre forzh furchal, arnodennin, diazezin levezoniou a bep tu, eh eas e sonerezh ar dachenn ar jazz free , get toniou hir, hep lusk resis erbet enne, hep diskan, hag e vouezh d'ober he reuz bepred, ar un dro krenv ha sklintin anezhi.

Diar neuze e vez kaset e sonerezh get ur strollad dezhan un arliv jazz.


Prantad Rythm'n'Blues / Funk [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kaset e voe dre e gantreadennou da lakaat druzoni e-barzh e oberennou, da danvin ar blues met ne zaas ket ken brav geton, neoazh e vez kavet perlezennou e-barzh elkent ! Ur maread dic'hoanag pa ne vez ket peurgomprenet e arz get tud 'zo, ha en da lonkin muioc'h-mui, ha drammou krenvoc'h-krenvan da heul, peadra d'er c'has d'an anaon e penn kentan an hanv 1975... Ha en tapet e 28 vle hepken.

Pladennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Tim Buckley 1966
  • Goodbye and Hello 1967
  • Happy Sad 1969
  • Blue Afternoon 1970
  • Lorca 1970
  • Starsailor 1970
  • Greetings from L.A. 1972
  • Sefronia 1973
  • Look at the fool 1974

ha pladennou arall, daet er-maez ar-lerc'h marv Tim :

  • Dream Letter (ar ar leurenn e London, enrollet e 1968)
  • Peel sessions (en abadenn vrudet er radio e 1968)
  • Live at the Troubadour (ar ar leurenn, 1969)
  • Honeyman (ar ar leurenn, 1973)
  • Work in progress (1999)

hag un nebeud re arall a zo c'hoazh, dastumadegou pe enrolladennou chomet diembann d'ar mare-se anezhe.