Tigrigneg

Eus Wikipedia
Tigrigneg
( ???? )
Perzhiou
Komzet e : Eritrea , Etiopia , Israel
Rannved : Tigray ( Etiopia )
Komzet gant : 6,75 milion
Renkadur : goude 100
Familh-yezh  : Yezhou afrez-aziatek

  Yezhou semitek
   Yezhou semitek ar su
    Yezhou etiopek
     Yezhou etiopek an norzh
      Tigrigneg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel  e :
Akademiezh : hini ebet
Kodou ar yezh
ISO 639-1 ti
ISO 639-2 tir
ISO 639-3
Kod SIL tir
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh .


Ur yezh semitek eus is-skourr yezhou etiopek an norzh eo an tigrigneg (???? t?gr?na ) komzet e Tigray en Eritrea dreist-holl met ivez en Etiopia hag en Israel .

Daoust ha m'ez eo unan eus yezhou pennan Eritrea n'eo ket ur yezh ofisiel eno rak n'he deus ar vro-se yezh ofisiel ebet. Ur yezh ofisiel eo neoazh e ranndir Tigray en Etiopia . Komzet e vez ivez gant yuzevion ( Beta Israel ) eus an takadou-yezh-se aet da chom da Israel .

Daoust d'an diforc'hiou a rannyezh da rannyezh e pep kenver ( distagadur , geriadur ha yezhadur ) e teu an dud a-benn d'en em glevet hep kalz a boan ha betek hen n'he deus talvezet rannyezh resis ebet da yezh unvan .

Evel an darn vrasan eus ar yezhou etiopek e vez kavet en tigrigneg ar c'hensonennou strakal . Diouzh an tu all, avat, e ra c'hoazh an tigrigneg gant an div gensonenn farinjek distaget er c'hourlanchenn a veze kaver sanset er geuzeg met kollet gant an darn vrasan eus ar yezhou etiopek all nemet an tigreeg ha neuze e c'heller ober an diforc'h diouzhtu dre gomz etre ar yezhou -man ha yezhou kar all evel an amhareg .

Skrivet e vez an tigrigneg gant ar skritur etiopek bet diorroet er penn-kentan evit skrivan ar geuzeg .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Porched ar yezhou hag ar skrituriou
Adkavit pennadou Wikipedia a denn d'ar yezhou.