Tierniezh

Eus Wikipedia

Un heuliad remziadou tud eus ar memes lignez eo an dierniezh pe dinastiezh .

An anv-se a vez graet gant tud zo eus tiegezhiou ar roueed hag ar rieien ( prinsed , pennadurezhiou a bep seurt). Graet e vez ivez gant remziad roueed ha rummad roueed , met ne glot ket gant seurtou all a dud (da skouer : ar vBac'hed , sonerien klasel alaman).
Dont a ra ar ger dinastiezh eus ar gresianeg dunasteia a dalvez evit un hollad nerzhiou, da lavaret eo ar galloud. En Henc'hres e oa an dinast (gresianeg dunastes = rieg) un unpenn bihan dindan beli un unpenn galloudusoc'h.

An tierniezhou koshan a zo bet eo re Henegipt , met anavezet mat eo ar re a zo bet en istor kozh Bro-Sina betek derou an XXvet kantved (a-raok 1911 ha krouidigezh Republik Bro-Sina).