한국   대만   중국   일본 
Thomas More - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Thomas More

Eus Wikipedia
Thomas More
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Rouantelezh Saoz   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Thomas More   Kemmañ
Anv ganedigezh Thomas More   Kemmañ
Anv-bihan Thomas   Kemmañ
Anv-familh More   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 7 C'hwe 1478   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Londrez   Kemmañ
Deiziad ar marv 6 Gou 1535   Kemmañ
Lec'h ar marv Tower Hill   Kemmañ
Doare mervel Kastiz ar marv   Kemmañ
Abeg ar marv dibennan   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Church of St Peter ad Vincula, Tower Hamlets , St. Dunstan's, Canterbury , Chelsea Old Church   Kemmañ
Tad John More   Kemmañ
Mamm Agnes Graunger   Kemmañ
Breur pe c'hoar Elizabeth More   Kemmañ
Pried Jane More , Alice More   Kemmañ
Bugel Margaret Roper , Elizabeth Dauncey , Cecily Heron (nee More) , John More II , Margaret Clement   Kemmañ
Kar Edward More   Kemmañ
Den heverk Guillaume Bude , Erasmus , Juan Luis Vives   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg , latin , henc'hresianeg , italianeg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg , latin   Kemmañ
Place of detention Tower of London   Kemmañ
Bet war ar studi e Lincoln's Inn , Magdalen College School   Kemmañ
Honorific prefix The Right Honourable   Kemmañ
Lec'h labour Londrez   Kemmañ
Relijion Iliz katolik roman   Kemmañ
Urzh relijiel Third Order of Saint Francis   Kemmañ
Stad ar c'hanonizasion sant katolik   Kemmañ
Gouel 22 Mezheven , 6 Gouere   Kemmañ
Tachenn ar sant pe doue Politikerezh   Kemmañ
Oberenn heverk Utopia , Responsio ad Lutherum , A Dialogue of Comfort Against Tribulation   Kemmañ
Ideologiezh politikel Humanouriezh   Kemmañ
Tachenn flemmskrid   Kemmañ
Deskrivet dre Sir Thomas More and his Daughter , Sir Thomas More (1487-1535) (after Holbein the younger)   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ
Thomas More ? Livadur gant Hans Holbein , 1527

Thomas More , Thomas Morus e anv latinaet , ( Londrez , 7  a viz  C'hwevrer   1478 ? 6  a viz  Gouere   1535 ), a oa un alvokad , ur politiker , ur prederour , ur skrivagner hag un denelour saoz a oa troet a-enep doareou ha sonjou ar roue Herri VIII Bro-Saoz . En abeg da se e voe lakaet d’ar marv gant heman e 1535. Pevar c'hantvedad diwezhatoc'h e voe santelaet gant an Iliz katolik roman .

Tost-tre da zenelourien all evel Erasmus a Rotterdam e oa Thomas More. Er bloaz 1499 ez eas da lean gant ar Chartrouzed . Pevar bloaz goude e nac’has doujan d’e le a vanac’h, da c’hallout mont da gannad e Parlamant Bro-Saoz e 1504 . Enebin a reas ouzh ar roue Herri VII Bro-Saoz  ; heman er redias da zilezel e garg a gannad.

Pa varvas ar roue kozh e 1509 e tistroas Thomas More d’ober politikerezh. Dre ma oa erru mat gant ar roue nevez Herri VIII ec’h eas da guzulier dezhan, da vouezh-aotreet Kambr ar C'humuniou pelloc'h, ha da ganseller ar rouantelezh e 1529 .

Troc'het e voe red-vuhez Thomas More pa nac’has sentin ouzh kemennadenn Herri VIII, pa c’hoantae heman terrin e zimezin gant Catalina Aragon . E gredennou relijiel eo a harze ouzh More da vont a-enep urzhiou ar pab Klemans VII . E 1532 e roas e zilez diouzh e labour a ganseller, hag e tilezas ar bed politikel. Toullbac’het e voe e 1534 , ha dibennet e voe d’ar 7  a viz  Gouere   1535 .

Gwenvidikaet e voe d'an 29  a viz  Kerzu   1886 gant ar pab Leon XIII , hag anvet da sant gant ar pab Pi XI d'an 19  a viz  Mae   1935 .

Skrivet en deus Thomas More, e latin, ur romant politikel brudet, Utopia ( Leuven , 1516 evit ar skrid orin, ha Londrez, 1551 e saozneg ). Gant Fanch Morvannou eo bet lakaet e brezhoneg hag embannet gant ar gelaouenn Planedenn kent dont er-maez e stumm ul levr e ti Skol Vreizh [1] .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Thomas More, An Utopia , brezhoneg gant Fanch Morvannou : Planedenn , niverennou 31, 32 ha 33, 1991 ? Skol Vreizh, 1997 .