한국   대만   중국   일본 
The Guardian - Wikipedia Mont d’an endalc’had

The Guardian

Eus Wikipedia

The Guardian zo ur pemdezieg embannet e Breizh-Veur gant ar strollad Guardian Media Group . Embannet e vez bemdez etre al Lun hag ar Sadorn, er vent Berliner (470 mm × 315 mm). Betek 1959 e oa anvet The Manchester Guardian , dre ma oa bet savet e Manchester . Abaoe 1964 avat eman e sez e Londrez , ha moullet e vez en div ger.

Pennadou-stur The Guardian a gaver enno aliezik ur sell a-du gant politikerezhiou eus an tu-kreiz-kleiz. Hervez un enklask mennozhiou bet graet e 2004, e vez 44% eus lennerien ar Guardian o votin evit Strollad al Labour ha 37% anezho o votin evit ar Strollad Frankizour-Demokrat .