한국   대만   중국   일본 
Testou Jehovah - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Testou Jehovah

Eus Wikipedia
Sez Testou Jehovah e Brooklyn , New York City

Testou Jehovah zo ur relijion gristen milenarist gant kredennou nann- dreinded dishenvel diouzh ar Gisteniezh voas. Hervez ar strollad ez eus 8,6 milion a feizidi a gemer perzh en e avielin hag 20 milion o kemer perzh en o Memorial bloaz. Kredin a reont eman tost an Armageddon ma vo distrujet ar bed a anavezomp ha n'eus nemet dre lakaat Rouantelezh Doue e plas a c'hello mab-den renkan e gudennou.

Diwanet e voe ar strollad diwar luskad studian ar Bibl e bloavezhiou 1870, dindan renerezh Charles Taze Russel . Goude e varv e voe tabutou war henchan ar strollad hag un darn anezhan, kaset gant Joseph Franklin Rutherford , a bellas diouzh obererezh Russel e-kenver an doueoniezh hag an ensavaduriou, en ur zelc'her kontrol war an aozaduriou savet gantan koulskoude. E 1931 e voe degemeret an anv Testou Jehovah evit diskouez mat an troc'h etre e strollad hag ar strolladou studian ar Bibl all.

Anavezet eo Testou Jehovah gant o doare da brezegin a di da di en ur glask rein d'an dud levriou ha kelaouennou savet gant ar strollad, peogwir e nac'hont ober o c'honje hag e nac'hont ivez an treuzkasou-gwad. Kredin a reont eo a-bouez implijout anv Doue evit o lidou ha nac'han a reont mennozh an Drinded . Ne lidont ket an Nedeleg , Pask , an deiziou-ha-bloaz na forzh peseurt gouel en dije an disteran roud eus an amzer bagan ennan. Troet o doa ar Bibl e saozneg o-unan evit tostaat d'o c'hredennou, a vez anvet "Ar Wirionez" gant izili an Testou. Dre ma sonjont eo deuet drant ar gevredigezh vodern ha renet gant Satan e klaskont chom hep darempredin tud er-maez eus feizidi ar strollad peurvuian. Unan a fell dezhan pellaat eus ar strollad a vez skarzhet anezhan ha gwelet evel pa ne vije ket anezhan ken, ur c'hastiz hag a c'hell bezan lakaet e pleustr war tud o doa torret reolennou a-bouez ivez.