한국   대만   중국   일본 
Teddy Riner - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Teddy Riner

Eus Wikipedia
Teddy Riner ,
luc'hskeudennet gant ar vedalenn aour gounezet e Londrez da-genver C'hoariou olimpek hanv 2012 .

Teddy Riner , bet ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1989 e Les Abymes ( Gwadeloup , Bro-C'hall ), a zo ur judoka gall e-barzh rummad ar 100 kg.

Gantan ar rekord 10 titl kampion ar bed ha kampion olimpek ivez e Londrez en 2012 hag en Rio de Janeiro e 2016. Ur vedalenn arem en deus bet e Beijing en 2008 ha pemp kwech kampion Europa eo bet ivez. Anvet eo bet kannad a youl-vat en UNICEF e 2018.

Skouer skipailh Frans eo en 2016 e c'hoariou olimpek Rio de Janeiro. Gounit a ra du-hont e dekvet medalenn aour olimpek a-enep d'ar japanat Hisayoshi Harasawa, ha dont a ra da vezan ar judoka gant ar muian a ditlou en istor, ar pezh a lak anezhan da vezan pouezus-tre e bed ar judo.

Dehouiad eo hag ur gobari-bras gantan (2,04 m et 131 kg), e c'hounez e holl ditlou bedel er rummad pounneran:e Rio de Janeiro en 2007, en Rotterdam e 2009, e Tokyo en 2010, e Paris en 2011, e Rio de Janeiro ur wech c'hoazh en 2013, e Tcheliabinsk en 2014, en Astana e 2015, e Budapest en 2017, hag en ≪ holl rummad ≫ e Levallois-Perret en 2008 hag e Marrakech en 2017. Abred-tre, adalek 2006, e c'hounez un titl european ha bedel junior. Ar bloavezh war-lec'h e teu da vezan ar c'hampion yaouankan eus Europa er rummad pounneran hag ar c'hampion yaouankan er bed gourel.

Gourfenn kampionad ar bed judo +100 kg gounezet a-enep d'an alaman Andreas Tolzer, eTokyo en 2010