Tchekeg

Eus Wikipedia

Tchekeg

Komzet e: Republik Tchek , Slovakia , Aostria ha broiou all zo
Niver a yezherien: 12 milion
Renkadur: 73
Familh yezh:

Indez-europat
  Slaveg
   Slaveg ar c’hornog
   Tcheko-Slovakeg
     Tchekeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel : Republik Tchek , Unaniezh Europa
Akademiezh: Akademie v?d,
Ustav pro jazyk ?esky
Kod
ISO 639-1: cs
ISO 639-2(B): cze
ISO 639-2(T): ces
ISO 639-3: ces
SIL : czc

Ar tchekeg (tchekeg: ?e?tina ) zo ur yezh indezeuropek eus skourr yezhou slavek ar c'hornog . Komzet e vez gant tost da 12 milion a dud er Republik Tchek (e-lec'h ma 'z eo ar yezh stad), e Slovakia , en Aostria (e-lec'h ma 'z eo anavezet gant ar stad) ha gant Tcheked divroet er bed a-bezh. Abaoe 2004 ez eo ar Tchekeg unan eus yezhou ofisiel Unaniezh Europa . Kar eo d'ar slovakeg betek ma n'eo ket diaes da slovakegerien ha tchekegerien en em gompren an eil egile.

Levezonet en deus ar tchekeg rannyezhou alamanek zo, dreist-holl ar vienneg , war dachennou ar c'heriaoueg hag ar gevreadurezh .

Rannyezhou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Teir rannyezh a zo: hini Bohemia , hini Moravia hag al Lac'heg ( la?sky jazyk ) komzet e rannvro T??in .

Fonologiezh ha lizherenneg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Grafemennou ha fonemennou an tchekeg:
A a A a B b C c ? ? D d ? ? E e E e ? ? F f
/a/ /a:/ /b/ /ts/ /t?/ /d/ /?/ /?/ /?:/ [e, je] /f/
G g H h Ch ch I i I i J j K k L l M m N n ? ?
/g/ /?/ /x/ /i/ /i:/ /j/ /k/ /l/ /m/ /n/ /?/
O o O o P p Q q R r ? ? S s ? ? T t ? ?  
/o/ /o:/ /p/ [kv] /r/ /?/ [?, r'] /s/ /?/ /t/ /c/  
U u U u ? ? V v W w X x Y y Y y Z z ? ?  
/u/ /u:/ /u:/ /v/ /v/ [ks] /i/ /i:/ /z/ /?/  

Brudet eo ar tchekeg evit e c'heriou hep vogalenn ebet evel blb ("genaoueg") ha krk ("gouzoug"). Ret eo anzav e c'hell ar c'hensonennou /l/ ha /r/ bezan implijet evel vogalennou, ha neuze n'eo ket ar geriou-man hep vogalennou pa vo lavaret mat.

Ur frazenn vrudet: Str? prst skrz krk! ("Laka da viz ez korzailhenn!")

War ar silabenn gentan eman an taol-mouezh e tchekeg, ha hed ar vogalennou a zo distag dioutan, evel en anv Ji?i ['ji?i:] ("Jord").

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]