한국   대만   중국   일본 
Taol-mouezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Taol-mouezh

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen taol-mouezh ( saoz. : stress ) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar pouezan krenvoc'h war ur silabenn resis e-barzh ur ger evit war ar re all.

Kemman a ra an doare resis da bouezan war ur silabenn hervez ar yezhou , ha gallout a ra an taol-mouezh bezan merket gant an uhelder, uheloc'h pe izeloc'h e live evit hini ar silabennou all, ha/pe an nerzh, pe an hirder vogalennek , hag all.

An taol-mouezh a c'hell bezan pounner pa vez diforc'het krenv ur silabenn diouzh ar re all, pe c'hoazh gwan a-walc'h pa vez dister an diforc'h etre ar silabennou taolmouezhiet pe get.

Kemman a c'hell lec'h an taol-mouezh a rannyezh da rannyezh ivez, da skouer etre saozneg unvan Breizh-Veur ha saozneg unvan Stadou-Unanet pe etre brezhoneg Bro-Wened ha brezhoneg Bro-Leon .

Mentadur ha lec'h an taol-mouezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

(Gwelit ivez ar penand pennan: " Mentadur ")

Er yezhou mentadet hervez an taol-maouez e vez merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amzer o tremen a daol-mouezh da daol-mouezh dre lakaat da dremen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh ha didroc'het , diverret ha zoken da skarzhet penn-da-benn e vez ar vogalennou gwan, da lavarout eo vogalennou hep taol-mouezh pennan warne, evit gallout derc'hel gant al lusk-se pa vez komzet buan pe vuanoc'h.

E yezhou all, avat, mentadet hervez ar silabennou pe hervez ar moraou e vez merket lusk ar frazenn dre ingalan an amzer o tremen a silabenn da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont en hevelep doare neuze ar vogalennou er silabennou krenv (warne an taol-mouezh) evit er silabennou gwan.

Taol-mouezh difinv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Difinv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhou 'zo, da lavarout eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, evel da skouer:

Kentan silabenn ur ger, d.s. finneg , hungareg ha tchekeg
Eil silabenn diwezhan, d.s. ketchwaeg ha poloneg
Trede silabenn diwezhan, d.s. makedoneg

E brezhoneg e vez taolmouezhiet an eil silabenn diwezhan peurliesan, estreget en un nebeud degouezhiou resis o tennan da c'heriou kevrennek , da skouer "dilun" (< "deiz + lun"), "petra" (< "pe + tra") ha da stummou diverret, da skouer "amann" diwar "amanenn".

E yezhou all, al latin en o zouez, e vez taolmouezhiet silabennou dishenvel en un doare rakwelus ha reizh hervez struktur resis an eil silabenn ziwezhan.

Reolennou taol-mouezh reizh ez eus gant yezhou a seurt-se.

A-wezhou e vez lavaret e kouezh an taol-mouezh e galleg war an eil silabenn, met e gwirionez n'eus taol-mouezh ebet e galleg liammet ouzh struktur silabennek ar geriou . En e lec'h e kaver un hedaderezh ma vez pouezet war silabenn ziwezhan pe eil silabenn ziwezhan ur chadennad geriou (e gwirionez ur rannfrazenn ).

Diouzh an tu all, avat, ez eus meur a yezh all, ar saozneg , an italianeg hag ar spagnoleg en o zouez, ma'z eo amreizh lec'h an taol-mouezh ha daoust ha ma c'hell bezan taolmouezhiet ur silabenn resis dre vras evel da skouer e spagnoleg e kaver meur a c'her all taolmouezhiet war ur silabenn all hep reolenn sklaer ebet. Dre ma n'eus reolenn reizh ebet evit gouzout e pelec'h eman taol-mouezh pep ger resis e rank bezan desket dre envor a c'her da c'her. E yezhou a seurt-se e c'hell talvezout an taol-mouezh evit diforc'han etre geriou henvelson a-hendall, da skouer e galizeg :

Taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhan, d.s agora ("breman")
Taol-mouezh war ar silabenn gentan, d.s. agora (" agora ")

E saozneg e c'hell talvezout lec'h an taol-mouezh war c'heriou henvelson a-hendall evit lakaat an diforc'h etre rummennou yezhadurel dishenvel, da skouer :

Verb : produce ("produin")
Anv-kadarn : produce ("produ")

Kavet e vez degouezhiou damhenvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da ziforc'han etre stummou yezhadurel dishenvel e ruseg hag en alamaneg .

Efedou an taol-mouezh a-hed istor ur yezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Alies a-walc'h e kemm ar silabennou taolmouezhiet en un doare dishenvel diouzh ar silabennou all keit ha m'eman ur yezh war ziorren a-hed an amzer. Er yezhou romanek , da skouer, e silabennou taol-mouezhiet eo deuet vogalennou berr al latin a orin /e/ hag /o/ da vezan diftongennou . Diwar ar c'hemm-se e savas un doare apofoniezh e displegadur verbou 'zo e meur a yezh romanek a-vreman, da skouer e spagnoleg volver ("distrein") > v o lvi ("distrois") met v ue lvo ("distroan").

Notadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Implijet e vez alies an tired lemm ha/pe nebeutoc'h an tired boud evit merkan lec'h an taol-mouezh e meur a yezh hervez bep o reolennou reizhskrivan, evel da skouer e spagnoleg pe er geriaduriou , da skouer en izelvroeg , d.s. achteruitgang ("gwashadur") kv. achteruitgang ("mont er-maez dre a-drenv") skrivet o daou achteruitgang dre voaz hepmuiken a-hendall, hag e ruseg , da skouer вимовля?ння, skrivet вимовляння hepmuiken dre voaz a-hendall.

Hervez reolennou treuzskrivan al lizherenneg fonetikel etrebroadel avat e vez implijet sinou diakritek arbennik skrivan dirak ar silabennou taolmouezhiet: [?] evit merkan an taol-mouezh pennan ha [?] evit merkan an taol-mouezh a eil renk, d.s. /s??læb?f??ke???n/ (saozneg, syllabification  : "silabennadur")

Gwelit ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Porched ar yezhou hag ar skrituriou
Adkavit pennadou Wikipedia a denn d'ar yezhou.