한국   대만   중국   일본 
Tamanghasset - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Tamanghasset

Eus Wikipedia

Tamanghasset , a-wechou skrivet Tamanrasset dre fazi, anvet ivez Fort Laperrine e-pad trevadennerezh Bro-C'hall , a zo kerbenn Wilaya Tamanghasset. Lec'hiet eo e su Aljeria en aradennad-veneziou Hoggar , 400 km eus Mali .

Ar marc'had e Tamanghasset

Anv en arabeg : ??????? / Anv e skritur touarek (tifinagh) : / distagadur e tamazight  : Tamenghest Daoust m’eman er Sahara , ez eo yenoc’h an hin eget ar rannvroiou all, dre m’eman er meneziou. Mont a ra eus -8 betek 36 °C hepken.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

-Er IVed ha IIIed milved kent J.-K , e oa tud o chom eno, dre ma 'z eus bet kavet livaduriou war mogeriou mougeviou en Hoggar . -Betek ar XXvet kantved e vevas broidi Zeribas . -E 1902 e voe emgann Tit .

-E 1905 eo degouezhet an tad Charles De Foucauld hag e savas e vordj war vord an oued . -E 1915 e teuas da vezan ur geriadennig.

-Brudet eo ar ger-man dre m'he deus degemeret pirc'hirin an dezerzh Charles de Foucauld . Siwazh, ez eo e 1916 e voe lazhet an tad Charles De Foucauld gant an Douareged . A-benn 1920 e teuas tud eus Bro-C'hall da vezan niverusoc'h hag e staljont servijou melestradurel.

-E 1951 e teuas da vezan isprefeti an departamant "Territoire des Oasis dans le Sahara",Tiriad an Oazizou er Sahara , dre ma veze graet taoliou arnod nukleel er vro-se gant Bro-C'hall .

-E 1970 e voe ur prantad sec'hor er Sahara a-bezh, an dra-man a lak neuze ur bern repuidi da zont di.

-E 1974 Tam (lesanvet eo e-giz se gant hec’h annezidi) a zo kerbenn ar Wilaya gant 30 000 annezad.

-Etre 1978 ha 1980 ec’h erruas an douristelezh, en em diorroin a ra neuze buan-tre.

-E 1992 e teuas war-wel ar sponterezh, ar pezh en deus skarzhet an douristelezh : skrapet touristed, gwall zarvoudou kirri-nij nen heller displegan. -Adalek ar bloavezhiou 1998/2000, dre m'eman distroet ar surentez er vro, e teu an douristelezh en-dro.

Hiziv en deiz ez eus tro-dro da 100 000 annezad. Mont a ra mat-tre ar gonvers eno dre ma zo marc'halac'hiou.

Ul liamm eo deuet da vezan etre an hanternoz war vord ar Mor Kreizdouarel hag ar c'hreisteiz gant ar Sahara , ar c'haravanennou hag ivez Afrika Du . Kalz eus ar re a glask dont da Europa a dremen dre eno.