Su

Eus Wikipedia
Rod an Aveliou

Ar Su a zo unan eus ar pevar avel ha merket eo war an nadoz-vor . En tu kontrol d'an Norzh eman hag e ra anklou skouer gant ar C'hornog hag ar Reter .

Kreisteiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar C'hreisteiz a vez lavaret anezhan ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-man n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en hantervoul an Norzh , ha dreist-holl a-us Trovan ar C'hrank [1] : en hantervoul ar su eman an Heol en norzh da greisteiz.

Dre ur reolenn voutin e vez kempennet ar c'hartennou evit ma vo d'an traon lodenn su an diriad a weler treset warno.

Eman ar "Su douaroniel" e penn traon an ahel ma'z a ar voul-Douar da drein en-dro dezhan hag e vez ar pol Su eus ar poent-se. E kevandir Antarktika eman.

Eman ar "Su gwarellek" (pe vagnetek) e poent m'eman ar pol Su gwarellek, da lavarout eo ar poent e-lec'h ma kaver ar brasan nerzh gwarellek negativel. En Antarktika eman ivez, un nebeud kantadou a gilometradou pelloc'h eget ar Su douaroniel.

Implijet e vez an termen Su evit menegin takadou bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termenet evel broiou ar C'hreisteiz ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa : alies ec'h intenter evel-se ez eus diforc'hiou e-kenver araokadur ar galvezoniezh. An darn vrasan eus broiou ar Su a vez kavet en hemisferenn su .

Evel pep tu eus rod an aveliou e c'hell ar ger Su bezan un anv , un anv-gwan hag un adverb , an daou ziwezhan gant un s bihan.

Dehou [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-wechou e vez lavaret " dehou " eus ar su, evel en droienn ar mor dehou , a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl [2] .

E kembraeg ivez e talv ar ger de kement ha dehou (enebet ouzh chwith ) ha kement ha kreisteiz (enebet ouzh gogledd neuze), hag an eilstumm deau zo kement ha dehou ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv Deheubarth ( Dehoubarzh e brezhoneg, da lavarout eo parzh an dehou , pe tolead ar c'hreisteiz ).

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

(fr) Pelec'h eman an Heol da greisteiz e pep lec'h war an Douar? Skol-veur Naoned (e galleg)

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Geriadur brezhoneg An Here , p. 794a.
  2. Ar mor dehou, trapenn eman en tu dehou d'an enez Sun , Geriadur brezhoneg Douarnenez, levrenn "Amzer, avel ha mor", p. 44-45, Per Denez , 1981, Mouladuriou Hor Yezh .