한국   대만   중국   일본 
Strollad Broadel Skos - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Strollad Broadel Skos

Eus Wikipedia
Logo
Logo
Scottish National Party
strollad politikel
Deiziad krouin 7 Ebr 1934   Kemmañ
Anv berr SNP   Kemmañ
Prezidant John Swinney   Kemmañ
Stad Rouantelezh-Unanet   Kemmañ
Ezel eus Emglev Libr Europa   Kemmañ
Political alignment kleiz-kreiz   Kemmañ
Ideologiezh politikel Scottish independence , sokial-demokratelezh , Scottish nationalism , pro-Europeanism   Kemmañ
Lec'h diazez Dinedin   Kemmañ
Isaozadur Young Scots for Independence   Kemmañ
Sez sokial Dinedin   Kemmañ
Erlec'hian a ra National Party of Scotland , Scottish Party   Kemmañ
SRGB color hex triplet FFF95D   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.snp.org/   Kemmañ
Rummad evit an izili Category:Scottish National Party politicians   Kemmañ

Ar Scottish National Party (SNP ; gouezeleg Skos  : Partaidh Naiseanta na h-Alba , "Strollad Broadel Bro-Skos") zo ur strollad politikel eus an tu-kleiz a glask gounit frankiz Bro-Skos . An eil strollad pouezusan er vro eo, pe a-wechou an hini krenvan hervez ar mouezhiadegou.

Liammet-start eo ouzh Plaid Cymru e Kembre , ha kenlabourat a ra o c'hannaded e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ( House of Commons ). Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouet e voe an SNP e 1934 dre unvaniezh an National Party of Scotland hag ar Scottish Party . E gador gentan e palez Westminster a c'hounezas e 1945 met nac'han a reas Robert McIntyre ( 1913 - 1998 ), rener ar strollad, mont d'ar parlamant breizhveuriat ha koll a reas an SNP e sez tri miz diwezhatoc'h.

Ur gador nevez a c'hounezas e [[1967}} pa voe dilennet Winnie Ewing ( 1929 - 2023 ) da gannadez e pastell-vro Hamaltan ( Kuzul Siorrachd Lannraig a Deas ). Dre-se e kreskas levezon ar strollad : muioc'h a izili, hag ur pouez bras en aozadur ar Royal Commission on the Constitution (alias Kilbrandon Commission ) e 1969 . E zisoc'hou gwellan a c'hounezas e 1974 pa zastumas war-dro 30% eus ar mouezhiou : unnek kannad en doa bet neuze e palez Westminster.

Goude aozadur Parlamant Bro-Skos e 1999 e oa aet ar SNP d'ar strollad-eneberezh pennan e Bro-Skos. Eman breman o ren ar vro abaoe 2007 , pa oa aet ar maout gantan er vpuezhiadeg evit Parlamant Bro-Skos. E 2011 e voe krenvaet c'hoazh, pa dapas 69 c'hador diwar 129 e Parlamant Bro-Skos, ha tost d'ur "chelem meur" en deus graet ar strollad da-genver votadegou Parlamant ar Rouantelezh-Unanet e miz Mae 2015 gant 56 kador diwar 59.

D'ar 6 a viz Mae 2021 e voe trec'h an SNP en dilennadeg e Parlamant Bro-Skos.

  • Hiziv (Ebrel 2024) ez eus 43 dilennad eus an SNP diwar 650 kador e Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ; 2 zilennad eus an Alba Party zo, ha 3 eus Plaid Cymru. [1]

Renerion [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Alexander MacEwan (1934-1936)
  • Andrew Dewar Gibb (1936-1940)
  • William Power (1940-1942)
  • Douglas Young (1942-1945)
  • Bruce Watson (1945-1947)
  • Robert McIntyre (1947-1956)
  • James Halliday (1956-1960)
  • Arthur Donaldson (1960-1969)
  • William Wolfe (1969-1979)
  • Gordon Wilson (1979-1990)

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • (en) Mitchell, James ha Hassan, Gerry : Scottish National Party Leaders , Biteback, 2016 ( ISBN 9781785900921 )

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]