한국   대만   중국   일본 
Steredenn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Steredenn

Eus Wikipedia
An Heol , ar steredenn dostan d'an Douar

Ur steredenn , pe ur sterenn , zo ur voull plasma zo ken bras he zreuzkiz (meur a gantad miliadou kilometrou) hag he zolz ken e tizh al lodenn greiz ? ar galonenn ? ar wrez ret (war-dro ur milion a gelvinou d'an nebeutan) da loc'han un argerzh teuziadur nukleel. Kas a ra ar steredennou eta skinaduriou er spektr gwelus, en eneb d'ar pep brasan eus ar planedennou evel an Douar hag a resev o energiezh dreist-holl eus ar steredenn pe eus ar stered a gelc'htroont en o zro. E-pad ul lodenn vras eus he buhez, kent d'he fourveziou energiezh da vont da hesk, e vez ur steredenn e kempouez hidrostatek dindan levezon daou nerzh oc'h enebin : ar gravitadur , a c'hallfe lakaat ar steredenn da gouezhan en he foull warni hec'h-unan, hag ar gwask sinetek a zeu eus an argerzh teuziadur nukleel, a c'hallfe, war ar c'hontrol, lakat ar sterenn da darzhan. An Heol e-unan zo ur steredenn dibar a-walc'h zo henvel a-walc'h e zolz, war-dro 2×1030 kg, ouzh hini ar stered all.

Perzhiou heverk [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur steredenn zo ur c'horf-egor o trein warnan e-unan. Sferek eo e stumm tamm-pe-damm, rak pladet eo ar pennou-ahel gant nerzh ar steredenn o trein, ha frammet eo gant ar graviter . Pa grou ar steredenn ez a hidrogen hag heliom d'he ober dreist-holl. E-pad ar pep brasan eus he buhez, e c'hoarvez en he c'hreiz un argerzh teuzadur nukleel. Ul lodenn eus an energiezh produet evel-henn zo skignet dindan stumm goulou gwelus. An danvez a ya d'he ober zo ionizet hogos penn-da-benn abalamour d'ar wrez uhel zo en he c'hreiz.

An Heol eo ar steredenn dostan d'an Douar . A-drugarez d'an energiezh a skign ez eo ganet ar vuhez. Seblantout a ra kalz skedusoc'h evit an holl stered all abalamour m'eman tostoc'h : an eil tostan d'an Douar, Alpha Centauri C zo 250000 gwezh pelloc'h. Peurliesan ne weler ar steredennou all nemet diouzh an noz, dindan stumm pikou lugernus, pa ne vez ket mouchet o sked gant hini an Heol.

Bodet e vez ar stered e-barzh galaksiennou . En ur c'halaksienn zibar, evel hon hini, Hent-Sant-Jakez , eman meur a gantadou miliardou stered. E-barzh ar galaksiennou e c'hall ar stered bezan bodet e koskoriadou liesek (un nebeud stered) pe e druilhadou (eus meur a zegad da meur a gantad miliadou stered).

E kartenn an oabl e weler ivez strolladou stered anvet steredegou . E gwirionez, ar strolladou-se zo un touell a zeu eus gwered ar bannerezh mentoniezhel. Ar stered a ya d'ober ur steredeg a vez peurliesan gwall zishenvel o fellder diouzh an Douar, ha dre-se emaint e lec'hiou dishenvel eus an egor .

Ur steredenn he deus un tolz etre 0.07 ha 300 gwezh hini an Heol (par e-unan da 300000 gwezh hini an Douar, da laret eo war-dro 2 x 10 30 kg ). Er c'horfou-egor zo disteroc'h o zolz ne c'hall ket loc'han argerzhiou teuzadur nukleel an hidrogen. Er c'horfou brasoc'h avat e vez distabilderiou a laka anezhe de goll o zolz. Buhez ur steredenn zo diouzh an tizh ma tegouezh an dazgweredou nukleel enni : Seul uheloc'h eo tolz ar steredenn seul brimoc'h eo an dazgweredou nukleel ha seul verroc'h eo buhez ar sterenn. Ne bad buhez ar stered zo o zolz e-touez ar re vrasan nemet un nebeud milionou a vloavezhiou hepken. Padout a ra ur steredenn evel an Heol e-tro 10 miliard a vloavezhiou.

Ganedigezh ar stered [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouin a ra ar steredennou pa zesach ur goumoulenn gaz warni hec'h-unan ha pa rann e meur a gentsteredenn a domma a vuzul ma strishaont. Ur wezh kresket a-walc'h ar wrez e kalon ar steredenn e krog an hidrogen da deuzin en heliom , ar pezh a bourchas an energiezh a vir outi a zesachan warni hec'h-unan. Kregin a ra neuze prantad pennan buhez ar steredenn. Kaset e vez kuit tamm-ha-tamm an energiezh produet gant ar steredenn, war un dro dre gendoug ha dre skignan hag e kuita gorre ar steredenn dindan stumm skinadur , aveliou steredel ha neutrinoiou . Goude se e tepant hec'h emdroadur diouzh he zolz. Seul vrasoc'h eo seul varrekoc'h eo ar steredenn da gregin dazgweredou teuzin gant elfennou kimiek pounneroc'h-pounner. Gallout a ra kevanaozan karbon, ha goude se oksigen, neon, ha kement zo...

Produet e vez hogos an holl elfennou pounneroc'h evit an heliom er stered (komz a reer eus kevanaoz nukleel steredel ) e prantadou diwezhan o emdroadur. Pa vez bras a-walc'h tolz ur steredenn dezhi da gevanaozan houarn ez eo tonket da echuin dindan stumm ur supernova  : entarzhan a ra he c'halon ha dispennet eo he gwiskadou diavaez gant an argerzh. An dilerc'hiou lezet gant entarzhadenn ar galonenn zo ur c'horf fetis-kenan, hag a c'hell bezan pe ur steredenn neutronek , hag a c'haller dizolein a-wezhiou dindan stumm ur pulsar , pe un toull du . Ar stered zo bihanoc'h o zolz a echu o buhez en doare habaskoc'h : koll a reont tamm-ha-tamm ar pep brasan eus o zolz, a ya d'ober goude se un nivlenn bladennedel , strizhan a ra goustadik o c'halonenn ha stumman ur gorrez wenn .

Ar stered tostan d'an Heol [ kemman | kemman ar vammenn ]

Setu aman skeudenn teirmentek lec'hiadur en 31 steredenn a zo tro-dro d'an Heol en ur voull 15 bloavezh-goulou he zreuzkiz ; hervez an hedkorn hag al ledkorn eo reizhiad an daveennou steredoniel.
Livet eo ar stered hervez o doare skalfadel, n'eo ket o liv gwirion. Ar steredennou daougement pe dric'hement zo diskouezet a-vern ; an hini tostan d'an Heol eo al lec'hiadur gwirion.
Lod steredennou a c'heller gwelout gant al lagad, lod na c'heller ket abalamour ma'z eus kalz korrstered en o zouez.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • (fr) Prezegenn  : ≪ Petra eo ar stered ? ≫ (gant Sylvie Vauclair)

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Marc Seguin & Benoit Villeneuve, Astronomie & Astrophysique , Masson, 1995 ( ISBN 2761309294 )
  • Joachim Herrmann, Atlas de l’astronomie , le livre de poche, coll. ≪ encyclopedies d’aujourd’hui ≫, 1998 ( ISBN 225306453X )
Koskoriad an Heol
Planedennou  : Merc'her ? Gwener ? Douar ? Meurzh ? Yaou ? Sadorn ? Ouran ? Neizhan
Korrblanedennou  : Ceres ? Ploudon & C'haron ? Eris ? Makemake ? Haumea ? Quaoar
Loarennou pennan  : Loar ? Phobos ? Deimos ? Io ? Europa ? Ganymede ? Callisto ? Titan ? Titania ? Triton
Traou all : Heol ? Gourizad asteroidennou ? Stered-lostek ? Gourizad Kuiper ? Koumoulennad Oort ? Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennou koskoriad an Heol - Listennad asteroidennou koskoriad an Heol