한국   대만   중국   일본 
Speredelezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Speredelezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan

Enebet e vez ar speredelezh (eus al latin spiritus = spered ) da materi an Den hag e berzhiou ( korf , anien , c'hoantegezh ) ha talvezout a ra evit an oberezhiou a denn d'ar spered (komzet e vez eus buhez ar spered). Dont a ra eus ar pleg m'en-deus an Den d'en goulakaat war abeg e vuhezegezh ha war e blas en Hollved . Eus e santimantou warno eo bet krouet sistemou prederian hag ensavaduriou a bled gant menoziou kevrinel pe relijiel.

Perzhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eo ket ket kevatal ar speredelezh d'ar gredenn tamm ebet : er gredenn e vez kaoz eus pennaennou speredel ( dogmou , doktrin ).
Seblantout a ra bezan ur fed a-gozh ha degas a ra menozhiou boutin en istor an Denelezh.

An diforc'h gant ar relijion [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eo ket memestra ar elijion hag ar speredelezh, rak er relijion e kaver frammou n'int ket boas pa gomzer eus ar speredelezh. Dre n'eo ket frammet ar speredelezh (er bazenn gentan d'an nebeutan) eo diaes skignan dogmou. Pa lavarer speredelezh e intenter purvuian ez eus meur a hent evit diskoachan ur wirionez bennaK

Lod a wel ar speredelezh evel ur moien dibar evit tizhout anaoudegezh an Doueegezh pe un Trehontelezh . Hervez ar gevrinourien e c'heller bevan un darvoud speredel ha neus tu da lakaat geriou warnan. Dre ar mont-tre-man ne gemerer ket hent ar poell pe hent ar meiz a ginnig tud all evel Jorge-Luis Borges , da skouer.

da vezan kendalc'het