한국   대만   중국   일본 
Sonerezh elektronek - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Sonerezh elektronek

Eus Wikipedia
Telharmonium , Thaddeus Cahill , 1897
Luigi Russolo , Intonarumori , 1913
Trautonium , 1928

Ar sonerezh elektronek zo anezhan ur seurt sonerezh gant soniou krouet diwar ardivinkou elektronek dreist-holl. Ar binviou sonerezh elektronek hag an teknologiezh sonerezh elektronek eman e kalon e savidigezh. En em ziorren a ra kalz adalek fin an XXvet kantved.

Istor ar sonerezh elektronek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar sonerezh elektronek a zo bet implijet adalek ar bloavezhiou 1950, gant mekanikou a servije da grouin soniou sintetek. D’ar mare-se ne oa ket tu implijout ar sonerezh elektronek war-eeun, setu perak e oa enrollet evit ma vefe aesoc’h d’ar sonaozourien chench ar son, en ur lakaat ar memes son da vezan implijet meur a wech da heul ( loop e saozneg). Adalek penn-kentan an 20 vet kantved o doe bet c’hoant ar sonaozourien implijout binviou tredan pe elektronek, met evit sevel ar re gentan ez eus bet ezhomm kalz amzer. E-touez ar binviou kentan ijinet evel-se e kaver :

  • an electromusical piano hag an delenn dredan ijinet gant Elisha Gray hag Alexander Graham Bell ( 1876 )
  • ar singing arc gant William Du Bois Duddell ( 1899 )
  • an telharmonium gant Thaddeus Cahill (1900). 200 tonenn, 8 metrad hirder dezhan.
  • an æterofon (theremin) gant Lev Theremin ( 1920 ) : touchennaoueg ebet, trawalc’h e oa tremen an daouarn dirak ar mekanik evit ma vefe gwagennou ha trouz da heul.
  • an elektrofon gant Jorg Mager ( 1921 ).

Kudenn bennan an holl vinviou-se a oa o ment : bras-tre e oant, da lavaret eo diaes da implijout ha da finval. Un darvoud all a zo a-bouez : e 1935 e labouras enklaskerien an embregerzh alaman AEG war an enrolladennou war bannou. Adalek ar mare-se e c’helljer troc’han hag adpegan ar soniou enrollet.

Ar studioiou kentan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evit an taoliou-arnod kentan e oa ret kaout ul lec'h bennak evit pleustrin : neuze eo bet impijet ar studioiou savet, peurliesan, evit ar chadennou skingomz. E 1951 e kemeras Herbert Eimert e karg studio sonerezh elektronek WDR (Westdeutscher Rundfunk) e Koln , Pierre Schaeffer a zilojas e Club d’essai (deuet da vezan GRMC, Groupe de Recherche de Musique Concrete) ha divizout a reas en em stalian en R.T.F. (Radiodiffusion-television francaise) e Pariz . Luciano Berio ha Bruno Maderna a savas ar pezh a zes da vezan studio fonologiezh RAI (Radiotelevisione Italiana) e Milano . Er memes mare e voe savet studioiou radio a-ratozh evit ar sonerezh elektronek e Stockholm , Helsinki , Kopenhagen ha gant B.B.C (British Broadcasting Corporation) e Londrez . Er Stadou-Unanet e krogas an traou e 1951 gant Vladimir Ussachevsky hag Otto Luening. Hag e 1955 e c’halljont implij o labourva e skol-veur Columbia. Dont a reas al labourva da vezan anvet Columbia Princeton Electronic Music Center (C.P.E.M.C.) e 1959 . A-drugarez d’an holl enklaskou-se e c'hellas ar sonazourien sevel toniou diazezet war vinviou elektronek, memes ma save kudennou evit kas / degas anezho, rak pounner pe bras-tre e oant. Ouzhpenn e chome diaes implijout anezho hep bezan pleustret e-pad pell, ker-tre e oant ha ne oa ket kalz anezho.

Ar bloavezhiou 1960 ha 1970 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diaes e oa sevel toniou gant binviou elektronek er bloavezhiou 1960. Tri strollad tud a gasas an enklaskou war-raok evit ma vefent aesoc’h da implijout.

Ar strollad kentan a ijinas Buchla. Ar benveg-se a voe savet e 1963 , gant Morton Subotnick (sonaozour sonerezh fetis ). Adalek 1962 en doa bet ur yalc’had gant Foundation Rockefeller, setu m’en doa gellet kenlabourat gant un den anvet Ramon Sender hag un ijinour war an tredan anvet Don Buchla.

Subotnick a zisplegas : Hor pal a oa sevel ur ‘voest du’ a vefe bet implijet gant ar sonaozourien er ger, evel ur studio bihan. Ar pal a oa ivez lakaat ar voest-se da vezan henvel ouzh un urzhiataer. C’hoant hor boa ivez e vefe ur benveg marc’hadmat evit ma c’hellfe ar muian posupl a dud prenan anezhan. Lakaet hor boa 400$ da bal, a-benn ar fin omp deuet a-benn da sevel anezhan evit nebeutoc’h evit 500$. Gant Robert Moog e voe bet ijinet ar c'henaozer kentan a c’haller implijout evel ur piano (memes touchennaoueg). E 1964 e kenlabouras gant ar sonaozour Herb Deutsch hag asambles e teujont a-benn da sevel binviou elektronek diazezet war modulennou. E-keit ma voe Deutsch o sevel toniou e profitas Moog evit klokaat ha chench e vinviou.

Er memes bloavezh ez eas Paul Ketoff (ijinour war ar son evit RCA Italiana e Roma ) e darempred gant William O. Smith, rener studio sonerezh electronek Akademiezh amerikan Roma, hag e kinnigas dezhan sevel ur c'henaozer aes da implij evit an Akademiezh. Mont a reas Smith e darempred gant Otto Luening, John Eaton ha sonerien all a oa en Akademiezh. Smith a zegemeras kinnig Ketoff hag heman a zeuas a-benn da sevel e genaozer Synket (Synthesizer Ketoff) e penn-kentan ar bloavezh 1965 . Er penn-kentan eo bet savet ar sonerezh elektronek gant tud desket-tre, ha tamm-ha-tamm e voe implijet ivez e bed ar sonerezh pop. Unan eus an toniou pop elektronek kentan eo sonerezh kinnig Doctor Who e 1963 . Krouet e voe gant ar BBC Radiophonic Workshop.

E penn-kentan ar bloavezhiou 60, e lakaas Wendy Carlos ar sonerezh elektronek da vezan brudet gant div bladenn: Switched-On Bach ha The Well-Tempered Synthesizer , eno sonerezh barok sonet gant ur Moog. D’ar mare-se e c’helle ar Moog produin un notenn nemetken, da lavaret eo e rankas Carlos tremen ur bern eurvezhiou er studio evit dont a-benn da enrollan ar pezh en doa c’hoant. Ouzhpenn e oa diaes kendonian ar Moog kentan. An theremin, ur benveg diaes-tre da senin gantan, a voe implijet gant The Beach Boys evit o c'hanaouenn Good Vibrations , hag ar mellotron gant The Beatles ( Strawberry Fields Forever ).

A-feur ma yae an deknologiezh war-raok e teuas ivez ar pianoiou tredan da vezan marc’hadmatoc’h hag aesoc’h da gas ha da zegas, neuze e krogas ar strolladou da implijout anezho ivez. Da skouer : United States of America, Silver Apples pe Pink Floyd .

Er bloavezhiou 1970, e voe bet kaset war-raok da vat ar sonerezh elektronek gant Kraftwerk . Ar strollad ne implijas benveg all ebet, nemet re elektronek. Strolladou all eus Alamagn o deus bet implijet soniou elektronek : Neu! , Tangerine Dream , Can , Popol Vuh , Deutsch Amerikanische Freundschaft (D.A.F.). E Bro-C’hall eo bet brudet ar sonerezh elektronek gant Jean-Michel Jarre, gant e bladenn gentan anvet Oxygene .

Implijet eo bet gant Alan Stivell ar sintetizer hag efejou eletronek tost goude eo bet tu kavout anezhe war ar marc'had, da laret eo e derou ar bloavezhiou 70. Kroget en eus anezhan d'implij muioc'h al levezon-se e penn kentan ar bloavezhiou 80, ha muioc'h mui goude.

Sonerien piano jazz brudet evel Herbie Hancock , Chick Corea, Joe Zawinul (Weather Report) ha Jan Hammer (Mahavishnu Orchestra) a grogas da implijout ar c'henaozer en o fladennou jazz fuzion er bloavezhiou 1972 - 1974 . Adalek 1973 e voe bet implijet ar binviou elektronek evit sevel toniou jazz fuzion. Skoueriou : ar bladenn Sweetnighter gant Weather Report pe The Headhunters gant Herbie Hancock . Sonerien evel Chick Corea pe Jan Hammer a implijas anezho ivez, en ur chench o doare da senin hag en ur ouzhpennan kalz efedou evel slide , vibrato , ring modulators , distortion ha whawha. Diwezhatoc’h er bloavezhiou 1980 ec’h embannas Herbie Hancock ar bladenn Future Shock , asambles gant ar produour Bill Laswell. Berzh bras a reas ar bladenn e 1983 , dreist-holl a-drugarez d’ar ganaouenn Rockit .

Ar bloavezhiou 1980 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar bloavezhiou 1990 ha 2000 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dioret ha skignet en deus ar sonerezh elektronek dre an house e Chicago, ar soniou techno hag elektro e Detroit er bloavezhiou 80, al luskad acid house e Bro-Saoz e fin ar bloavezhiou 80 hag e penn-kentan ar bloavezhiou 90.

E touez an arzourien House o deus levezonet ar rummad e kaver Frankie Knuckles , Marshall Jefferson , Jesse Saunders , Larry Heard , Kerri Chandler pe c'hoazh ar Masters At Work .

Evit an elektro hag an techno : Juan Atkins , Derrick May , Kevin Saunderson , Carl Craig , Richie Hawtin pe ar c'henstrollad Underground Resistance .

Ar rummadou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ken niverus eo a rummadou hag isrummadou ma n'eur ket evit menegin anezho aman. Ouzhpenn-se n'eus ket harzhou resis etrezo. Koulskoude e c'haller komz eus :

Un nebeud darvoudou liammet gant ar sonnerezh elektronek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Festivaliou sonerezh elektronek a vez kavet stank hiziv an deiz, en o zouez Detroit Electronic Music Festival , Sonar e Barcelona , al Love Parade e Berlin . An daou festival pennan e Breizh eo Astropolis bep miz Eost e Brest , ha Scopitone bep miz Gwengolo e Naoned .