한국   대만   중국   일본 
Soavon - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Soavon

Eus Wikipedia
Ur soavon (pe soavonetez).

Hal un drenkenn druz gant kaliom pe natriom eo ar soavon . Implijet eo e-barzh produiou gwalc'hin pe lenkraat, sonnel pe linvel, arveret er vuhez pemdez d'en em walc'hin pe da gempenn an ti, pe er greanterezh evel danvez-tevaat , kedaozenn lenkrauzennou zo pe rakrederien katalizeriou .

Rizhou ar soavonou [ kemman | kemman ar vammenn ]

An delun hollek (RCO 2 ? ) n M n+ o deus ar soavonou (an alkil eo R, ur metal eo M, karg ar c'hation eo n). Diouzh petra eo M n+ e vez rummet ar soavonou.

Soavonou evit ar mekanikou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar soavonou zo kedaozennou diazez evit al lard-karr hag an danveziou-tevaat da lakaat an eouliou da vezan gludekoc'h.

Soavonou evit ar vuhez bemdez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dileizhadusaat a ra kramenn an dud hag an traou, rinset gant dour goude.

Fardet e vez soavon dre soavonaat druzoniou (trigliseridou). Sonnel eo ar soavonou sodiom , graet gant hidroksidenn sodiom, ha blot pe linvel ar soavonou potasiom , graet gant hidroksidenn botasiom.

Tennet e vez trigliseridou eus kraon koko, palmez, olivez pe soav, an hini boasan. An eouliou had a ra soavonou dous ha skanv, dreist pep tra an eoul olivez glan.

Kementad trenkenn druz diseurt druzoniou implijet d'ober soavon
trenkenn lorek trenkenn viristek trenkenn balmitek trenkenn stearek trenkenn oleek trekenn linoleek trenkenn linolenek
druzoniou C 12 peurvec'h C 14 peurvec'h C 16 peurvec'h C 18 peurvec'h C 18 monoamvec'h C 18 diamvec'h C 18 triamvec'h
Soav 0 4 28 23 35 2 1
Eoul koko 48 18 9 3 7 2 0
Eoul kraonenn balmez 46 16 8 3 12 2 0
Eoul palmez 0 1 44 4 37 9 0
Eoul lore 54 0 0 0 15 17 0
Eoul olivez 0 0 11 2 78 10 0
Eoul kolza 0 1 3 2 58 9 23

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur soavon Aleppo .
Un dibab soavonou kinklus a gaver el letiou .

Un ijinadenn geltiek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sevel a ra roudou koshan un danvez par d'ar soavon da 2800 kent JK, e rouantelezh Babilon . Skrivet e voe un delun soavon gant dour, alkali ha eoul cinnamomum cassia war un dablezenn gleiz tro-dro 2200 kent JK. E 1977, Ernest de Sarzec , e penn furchadegou arkeologel e Telloh , a laka e goulou kranennou pri, lod anezho leuniet gant un danvezenn soavonek. Ul lidadur bloaz hag a ra gant ur seurt soavon graet gant druzoni ha ludu bervet a zo displeget gant enskrivaduriou gennhenvel war unan anezho.

Meskan a rae an henegiptiz eouliou plant pe loened gant halou alkalin da gaout ur seurt soavon.

Ar Gelted kozh hag ar C'hermaned a rae gant soavon graet gant eoul loen, hag a voe dizoloet gant ar Romaned tro-dro 58 kent JK . Un ijinadenn geltiek eo hervez Plinius an Henan . Ar geriou soavon er yezhou romanek a zeu eus ar ger keltiek sapo . Ar Romaned, eus o zu, en em walc'he o verata eoul war o c'hroc'hen hag o tennan anezhan gant ur strigil .

Krennamzer [ kemman | kemman ar vammenn ]

Fardet e veze soavon en Aleppo e Siria gant eoul olivez, alkali ha raz . Ezporzhet e veze d'ar bed muzulman ha da Europa. Graet e veze soavon e Naplouz , Fes ha Damask ivez. En Europa, Italia ha Spagn a oa produourien a-bouez soavon dre eoul loen.

XV vet kantved - XVIII vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Provans a brodue kalz soavon, Marselha dreist-holl. Soavon Marselha ha soavon Kastilha , graet gant eoul olivez, a zo brudet c'hoazh hiziv.

XIX vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Greantelaet eo ar produadur. Ijinet eo ar soavon linvel.