Slobodan Milo?evi?

Eus Wikipedia
Slobodan Milo?evi?.

Slobodan Milo?evi? , el lizherenneg serb kirillek Слободан Милошеви? , zo ur politikour serb. Bet ganet d'an 20 Eost 1941 e Po?arevac , Serbia ; marv d'an 11 Meurzh 2006 , e Den Haag , Izelvroiou . Anavezet e oa Milo?evi? dindan al lesanv Kiger ar Balkanou .

Abalamour d'e bolitikerezh broadelour radikal serb eo ma voe dipennet Yougoslavia gozh ha ma tarzhas brezel Bosnia ha Herzegovina en nevezamzer 1992 . Mont a reas tre ar Serbed e-barzh tiriad Bosnia gant ar sonj rannan ar republik-se ha stagan anezhi ouzh Serbia evit darn pe penn-da-benn. Lakaat a reas e pleustr Milo?evi? ur politikerezh " skuban etnek ". Fellout a rae da Vilo?evi? kas war-raok mennozh ur Serbia Vras na oa ket plas enni evit Bosniz muzulman pe Kroated katolik. Pennkaoz e voe ar skuban etnek eus marviou diniver ha miliadou a dud dilec'hiet gant torfedou bras a-enep da wiriou Mab-den . Perzh a gemeras Kroatia er brezel-se ivez.

E 1995 , e sin Milosevi?, war un dro gant prezidanted Bosnia ha Herzegovina ha Kroatia Emglev Dayton , bet raktreset gant Washington . Gant an emglev-man e teuio a-benn Milo?evi? da virout an 49% eus an douarou aloubet enno un dregantad uhel a Serbed (e-tro 33% well-wazh).

Kenderc'hel a raio Milo?evi? gant e bolitikerezh impalaerel hag e 1999 ez eo tro Albaniz vuzulman da vezan argaset eus ar ger e provins emren Kosovo . Miliadou a Albaniz-Kosoviz a voe argaset da neuze. Tud varv e-leizh a voe ha gwallgaset e voe gwiriou Mab-den adarre. A-benn ar fin e tivizo an OTAN ersavin ha lakaat ar gwask war Beograd e-pad pevar miz. D'ar mare-hont en doa graet e sonj Lez-varn Etrebroadel evit an Torfedou en Ez-Yougoslavia barnan anezhan ha tamall dezhan bezan sevenet ur gouennlazh ha gwalldaoliou a-enep da wiriou Mab-den. Daoust da sez an OTAN e chomo peg Milo?evi? ouzh ar galloud. Lakaat a raio chench ar vonreizh evit gallout chom prezidant pelloc'h.

Bloaz war-lerc'h, d'ar a viz Here 2000 , e koll Milo?evi? dilennadeg prezidant Serbia. Nac'han a ra degemer an disoc'hou ha lakaat a ra al Lez-varn Vonreizhel da nullan an dilennadeg. Kregin a ra emsavadeg ar Serbed a-enep d'an nulladenn-se an deiz war-lerc'h ha taget ha distrujet eo Parlamant Serbia gant ar Bobl. Ur wech digadoriet Milo?evi? en em gav ar galloud da c'hortoz etre daouarn Vojislav Kostunica . Goude bezan marc'hatet skoazellou etrebroadel e vo degaset Milo?evi? d'al Lez-varn Etrebroadel eizh miz goude bezan bet lakaet er-maez eus ar galloud. Evel-se e teuio a-benn Serbia da gaout skoazellou ha da wellaat he skeudenn war an dachenn etrebroadel. D'an 29 a viz Mezhven 2001 eo toullbac'het Milo?evi? e bac'h Den Haag , ker m'eman da vezan barnet evit gouennlazh. Mervel a ra a-raok fin e brosez d'an 12 Meurzh 2006.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .


Prezidanted Republik Serbia
Milo?evi? | Milutinovi? | Tadi?



Prezidanted Republik Kevreadel Yougoslavia Banniel RK Yougoslavia
?osi? | Lili? | Milo?evi? | Ko?tunica