한국   대만   중국   일본 
Skritur tibetek - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Skritur tibetek

Eus Wikipedia
Testenn skrivet er stil boutin (Dbu-can)
Testenn skrivet er stil "dibenn" (Dbu-med)

N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg , un abugida eo evel an holl zoareou-skrivan krouet diwar skouer doareou-skrivan yezhou India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar VII vet kantved hervez ar mojennou.

Implijet e vez evit skrivan an tibeteg hag ivez an dzongkha .

Daou stil pennan a vez implijet dre vras : ar skritur u-can (Dbu-can), skrivet pe moullet gant ul linenn a-us al lizherennou evel en devanagari hag ar skritur u-mey (Dbu-med), "dibenn".

Luziet a-walc'h eo doare-skrivan an tibeteg e-kenver distagadur ar yezh, rak er skritur e vez graet dave da kengeriou na vezont ket distaget. Abalamour da se e vez gwelet alies a-walc'h doareou dishenvel evit skrivan an tibeteg gant al lizherennou latin  : un treuzlizherennadur rik a diskwel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get, d.s. "dbu-med" ; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d'an doare ma vez skrivet hervez reolennou ar skritur tibetek, d.s. "u-mey".

Dre ma'z eo ar skritur tibetek un abugida anezhan e talvez pep lizherenn diazez d'ur silabenn enni ur gensonenn digemm hag ur vogalenn diazez ("a") a c'hell bezan kemmet dre ouzhpennan skrapou a bep seurt anvet vogalennou stag .

Lizherennou kevrennek a vez implijet ivez evit skrivan meur a vogalenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Ouzhpenn-se e vez lakaet ur pik ( tseg ) etre pep silabenn. Dre ma'z eo unsilabenneg darn vrasan geriou an tibeteg e talvez kement-man hogozig da lakaat ur pik etre pep ger.

Ar c'hensonennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Setu an 30 lizherenn kensonennel diazez:

? ka ? kha (k’a) ? ga ? nga (n?a)
? ca ? cha ? ja ? nya (na),
? ta ? tha (t’a) ? da ? na,
? pa ? pha (p’a) ? ba ? ma,
? tsa ? tsha (ts’a) ? dza,
? wa ? zha (?a) ? za,
? 'a ? ya ? ra ? la,
? sha (s’a) ? sa,
? ha ? a

Kensonennou ispisial [ kemman | kemman ar vammenn ]

Implijet e vez un nebeud lizherennou ispisial dre drein lizherennou all evit skrivan kensonennou tro-gil o tont eus ar sanskriteg :

Troet e vez "ta", "tha", "da", "na", "sha" > ? ?a (Ta), ? ?ha (Tha), ? ?a (Da), ? ?a (Na), and ? ?a.

Ar vogalennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Setu penaos e vez implijet ar vogalennou stag :

? ka, ?? ki, ?? ku, ??ke, ?? ko

Liammou diavaez: [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwelet ivez: [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abugida Tibeteg Devanagari