한국   대만   중국   일본 
Skridtreterezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Skridtreterezh

Eus Wikipedia

An argerzh furmskrivan ur skrid e-kenver lizherennan, war un skor niverel, eo ar skridtreterezh [1] ( saozneg  : word processing ) [2] . Ur meziant skridtreterezh zo gouest da gas kefridiou liesseurt da benn, evel skrivan, reizhan ha stumman un destenn. Ouzhpenn skignan skridou ha gwirian ar reizhskrivadur e c'heller ober gant kement doare font, liv, lizherennerezh, rannbennad, pajennaozan zo.

Meziantou skridtreterezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a zoare meziantou skridtreterezh zo.

An aozer skridou
Rein a reont tro da ebarzhin ha da gemman en ur mod etreoberiat skridou hep pajennaozan, o c’hod o vezan en ASCII pe en Unicode ), hep furmaozan kennebeut peurvuian, war-bouez war ar mekanikou Wang). Krouin, kemman ha moullan restrou skrid eo an impliju boas. Evit al labour war ar skrid e c’heller ober gant an ebarzhin, an erlec’hian hag an dilemel linennou, geriou hag arouezennou.
Ar meziantou skridtreterezh etreoberiat
Rein a reont tro da veran ar furmaozan en un doare etreoberiat a-drugarez d’an teknologiezhiou IHM (Interactions Homme-Machine / HCI Human-Computer Interaction) .
Ar c’hempuner evit ur yezh furmaozan ar skridou
Dre un aozer skridou boutin e saver un diell dre implijout ur reizhiad balizennan diwar ar ster ; goude-se, ar c’hempuner a genderc'h an teul peuraozet, da voullan pe da implijout war-eeun.

Ur meziant reizher (Spell checker) hag ar yezhou evel Perl [3] pe awk [4] a oa bet lakaet da veziantou skridtreterezh.

Kefridiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da veur a ezhomm e vast ar meziantou skridtreterezh.

  • Krouidigezh emgefre pe hanter-emgefre skridou, evel kevratou pe aktou, dre vodan rannbennadou ha personelaat gant sikour roadennou dibar d’an degouezh.
  • Skoazell d’an treuzskrivan bizkrivet dre rein an tu da asantin d’ar c’hemmou da c’houde, ha da zoareou dishenvel ar memes skrid, hep adskrivan pep tra.
  • Skoazell d’ar skritur lizherennel, dre ouzhpennan d'an treuzskrivan bizskrivet simpl stummou bizskrivadur ha pajennaozan hag a zegas ur c'hinnig gwelloc'h d'an destenn.
  • Abaoe ar bloavezhiou 1980 , ar meziant skridaozan implijet war-eeun gant ar skridaozerien, adalek mennozh steunv an diell betek holl vareadou ar skridaozan, a c’hell bezan embreget a-stroll, hag aozan hag adlenn an diell.

Evit pep ezhomm ez eus arc'hweliou arbennik. Da skouer, ur skridaozer a vez harpet gant ur geriadur henvelsteriou, ur reizher reizhskrivadur war ar prim, patromou diellou-skouer gant tammou skrid a zistro meur a wech, ur follenn stilou ha gourarc'hweliou evit emgefreekaat ar sekansou oberiat.

Ar c’hrouin meziantou a ginnig an holl arc'hweliou a zo diouzh ar c’hiz, koulskoude e vez perzhiou mat ha reou fall gant pep meziant.
Evit al lod vrasan eus ar skridaozerien e vez mat ar meziantou skridtreterezh brudet ; lod arloadou a c’houlenn ur c’henlabour etre meur a veziant e red buhez un diell. Da skouer, evit skrivan ul lizher d’ur mignon, n’eo ket ret kaout kement a zibabou hag evit meran teul kinnig ur c'harr-nij.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]