한국   대만   중국   일본 
Skramm - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Skramm

Eus Wikipedia

Parzh pennan an unvez gwerean evit an urzhiataerezh pe ar skinwel (pe c'hoazh evit aveadou liesseurt arall) eo ar skramm .

Lies rizh a zo :

Ur skramm korzenn gatodek
Ur skramm korzenn gatodek
Ur skramm strinkennoù livel
Ur skramm strinkennou livel
Ur skramm plasma
Ur skramm plasma

Ar skramm korzenn gatodek eo an hini koshan. Dont a ra da vezan diamzeriet tamm-ha-tamm, hag erlerc'hiet ouzh an hini "kompez" pe an hini FPD ( Flat Panel Display , "Gwerean dre banell gompez"). Skramm CRT ( Cathod Ray Tube , "Korzenn dre skinou katodek") e vez graet anezhan.

Ar skramm strinkennou linvel pe skramm LCD ( Liquid Crystal Display ) eo breman an hini muian-arveret, kement e-barzh ar skinweleriou hag an unveziou gwerean evit an urzhiataerezh pe evit aveadou arall (ardivinkou-benveg lankan niverel, skrammou evit ar GPRS ....).

Ar skramm plasma pe ar skramm PDP ( Plasma Display Panel ). Arveret e vez peurliesan evit ar skinwel o vezan ma c'heller danzen skrammou a vent bras gant ar galvezouriezh-se. Hogen gwall ger e koust c'hoazh, hag ouzhpenn e vevez kalzik tredan (tost da 30 wezh muioc'h eget an hini strinkennou linvel).