한국   대만   중국   일본 
Skinwel niverel douarel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Skinwel niverel douarel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan

Ur reizhiad skignan niverel eo ar skinwel niverek douarel (berraet e SND), implijout a ra ar reoladou DVB-T, ISDB hag ATSC ha skignet e vez war bandennou miret evit ar skinwel VHF-III / UHF-V implijet dija evit skignan ar chadennou hertzel peushenvel.

Gant ar reolenn DVB-T eo kodet ar skeudennou hervez ar reolad MPEG-2 (e MPEG-4 AVC evit an SND paeus e Bro-C'hall ). E-giz-se eo bravoc'h ar skeudennou ha dreist-holl ar son (son Dolby 5.1 , skeudenn 16/9, son e yezh orin hag eilmouezhiet ...), ha lieskementet eo an niver a chadennou: evit gwir e c'heller lakaat da dremen 6 chadenn voutin war ur ganol hepken e MPEG-2 ha div pe deir gwech muioc'h e MPEG-4 AVC.

Ar gounid brasan evit an arvesterien eo degemer chadennou skinwel niverel gant ur stign rastell voutin. N'eus ket ezhomm chench ar skinweler nag ar rastell UHF evit degemer an SND. Ret eo prenan ur voestig terminal DVB-T evit trein an aroueziou niverel da aroueziou peushenvel hag evit chench ar chadenn gant ar pellurzhier.