한국   대만   중국   일본 
Skeledenn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Skeledenn

Eus Wikipedia
skeledenn
class of anatomical entity
Iskevrennad eus particular anatomical entity , anatomical collection   Kemmañ
Rann eus loen   Kemmañ
Studiet gant skeletology   Kemmañ
Development of anatomical structure skeletal system development   Kemmañ
Ground level 360 degree view URL https://www.zygotebody.com/#nav=-4.65,110.1,142.99,0,0,0,0&sel=p:;h:;s:5;c:-0.6;o:-0.75&layers=0,0,6250,0,0,0,10000,10000,10000,10000,10000   Kemmañ
Skeledenn un olifant

Ar skeledenn pe korf-eskern zo ul lodenn eus korf ar boudou bev, tud ha loened, a ya d'ober o framm diazez.
Daou seurt skeledennou zo : ar skeledenn diavaez (pe : ezrelegenn ) a ya d'ober golo korf an divellkeineged evel an amprevaned ), hag ar skeledenn diabarzh, a framm diabarzh korf ar mellkeineged evel ar bronneged . Ar skeledenn diabarzh-se a reer korf-eskern anezhan ivez dre ma'z eo un hollad eskern .

Skeledenn diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kalz divellkeineged o deus ur skeledenn diavaez a warez gwiadou blot hag organou o c'horf. A-feur ma kresk al loen e c'hell muzan ar skeledenn diavaez, ar pezh a c'hoarvez gant amprevaned ha kresteneged 'zo.

Meur a zanvez a ya d'ober anezhi : kitin (gant an artropoded ), meskajou kalkek (gant ar c'houral hag ar blotviled ) pe silikat .

Estreget ur gwarez eo skeledenn diavaez an amprevaned : servijout a ra ivez da stagan ar c'higennou , da virout ouzh an dour da guitaat ar c'horf ha d'ober evel un organ ar skiantou .

Ezrelegenn un nadoz-aer ,
dilezet goude ar muzan
Ezrelegenn ul laouenn-dar en he roll
Ezrelegenn un deureugenn

Skeledenn diabarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skeledenn diabarzh un hoc'h-dreinek

Framm diabarzh al loen eo. Servijout a ra da derc'hel ar c'horf ha d'ober finvadennou dre m'eo stag ar c'higennou outi.

Spoue [ kemman | kemman ar vammenn ]

Graet eo skeledenn ar spoue gant spikulennou kalkek pe silikek.

Ekinodermed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Strinkennou kalkit hag un nebeud oksidenn vagneziom Mg O a ya d'ober skeledenn an ekinodermed ( teureug , anduilh-mor , stered-mor ...). Eman dindan an ezkroc'hen .

Pesked [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daou rumm pesked a zo, hervez an danvez a ya d'ober o skeledenn : an osteiktied (an darn vrasan eus ar pesked) zo askornek o skeledenn pand eo migornek skeledenn ar re all (al lamprez pe ar c'hondriktied evel ar rinkined ).

Evned [ kemman | kemman ar vammenn ]

Azasaet eo skeledenn an evned ouzh an nij dre m'eo skanv ken-ken ha war un dro krenv a-walc'h evit gouzanv bec'h ar finvadennou. Nebeutoc'h a eskern zo e skeledenn an evned eget e skeledenn mellkeineged all a vev war an douar. Ouzhpenn da se n'o deus na dent , na karvanou , met ur pigos hag a zo kalz skanvoc'h.

Bronneged mor [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-benn aesaat o finvou en dour eo azasaet o skeledenn dre goll o faviou a-drenv (evel ar balumed pe an ejened-mor ) pe unanin anezhe en ul lost (evel ar reuniged ).

Skeledenn an den [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skeledenn un den ha hini ur gorilh
Skeledennou tud
Hans Holbein ar Yaouankan (1538)

Graet eo gant eskern, harpet gant stagellou , stirennou , kigennou ha migorn . Servijout a ra da zerc'hel ar c'horf, stagan ar c'higennou, gwarezin an organou evel an empenn , ar galon pe ar skevent . An dent zo lod eus ar skeledenn, daoust dezhe bezan graet gant ur gwiad dishenvel diouzh hini an eskern all.

Askorn brasan en den eo askorn ar vorzhed , er c'har , hag an hini bihanan eo ar stleug , er skouarn . En un den deuet d'e oad ec'h a ar skeledenn d'ober well-wazh 14% eus pouez hollek ar c'horf.

An eskern a c'hell bezan juntet asambles, evel re ar c'hlopenn , pe koublet an eil ouzh egile. Evit a sell ouzh an askorn uhenvel , n'eo ket koublet ouzh askorn all ebet : harpet eo gant kigennou ha stagellou.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .