Simone Veil

Eus Wikipedia
Simone Veil e 2008

Simone Veil , bet ganet Simone Jacob d'an 13 a viz Gouere 1927 e Nisa hag aet da Anaon d'an 30 a viz Even 2017 e Pariz , a oa un alvokadez hag ur bolitikerez c'hall .

Ganet e voe e Nisa, merc'h d'un tisavour yuzev . E miz Meurzh 1944 e voe harzet ha kaset gant he familh da gamp-bac'h Auschwitz . Chom bev a reas, tra ma varvas he mamm ha ma'z eas he zad diwar wel, ha dieubet e voe d'ar 15 a viz Ebrel 1945 , asambles gant he c'hoar.
Studiou gwir ha skiantou politikel a reas, ha dimezin gant Antoine Veil . Bez' e voe kargadez uhel er velestradurezh betek bezan galvet da vinistrez ar Yec'hed e miz Mae 1974 . Gant ar garg-se e lakaas da dremen al ≪  lezenn Veil  ≫, embannet d'ar 17 a viz Genver 1975 , a aotreas an diforc'hidigezh hervez lezenn.

Etre 1979 ha 1982 e voe dilennet, a-unvouezh, da gentan prezidant(ez) Parlamant Europa .