한국   대만   중국   일본 
Sikhegezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Sikhegezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Sikhi Khanda
Istor Sikhiouriezh
Kredennou sikh
Sikh
Ar C'hurued Sikh
Bhagatou Sikh
Tud sikh dibar arall
Predouriezh
Kredennou
Talvoudegezhiou · Berziou
Teknikou
Neuziou arall · Bani
Kustumou sikh · Roll
Skrituriou
Guru Granth Sahib
Adi Granth · Dasam Granth
Rummadou
Termennou sikh · Kustumou
Istor · Category:Familh ar c'hurued sikh
Gurdwara · Lec'hiou · Politikouriezh



Ar sikhegezh ( pandjabeg : ????? sikkh? ) a zo ur relijion a zeraouas e-pad ar XVI vet kantved e gwalarn India gant kelenn Guru Nanak Dev hag an nav guru denel a zeuas war e lerc'h. Gant hec'h izili e vez anvet ar relijion Sikh Gurmat (kelenn ar c'houroued) pe Sikh Dharma. Sikhegezh a zeu eus ar ger sikh a zeu eus ar sanskriteg ?i?ya - studier, diskibl. Ar sikhed a ya d'ober ar pempvet kumuniezh relijiel vrasan er bed.

Kredenn bennan ar Sikhegezh a zo feiz en un Doue hepken V?higur? hag a vez arouezet gant an ?k ?a?k?r . Kavout a ra d'ar Sikhed e tleer klask ar salud dre brederian a-zivout anv ha kemennad Doue. Dezho eo ret heulian kelennadur an dek Guru Sikh hag o levr santel - ar Gur? Granth S?hib - hag a zo ennan oberennou meur a skrivagner diwar-benn danveziou liesek. Divizet e voe gant an dekvet guru, Gobind Singh e vo guru diwezhan ar Khalsa Panth .

E kreizenn sevenadur ar Panjab eman ar Sikhegezh.

Bez' ez eus 23 milion a sikhed er bed met an darn vrasan anezho a vev e stad Panjab , en India .

Kredennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

En hengoun relijiel eus India ar kreiznoz eman gwriziou ar Sikhegezh. Pouezus-tre e oa hengoun ar Sant Mat e kelennadurezh diazezer ar Sikhegezh, Nanak. Levezonet e oa heman gant doktrin Kabir, gant ar Vaichnaviegezh (ar Bhakti dreist-holl) ha gant ar Soufiegezh. Dishenvel eo ar Sikhegezh diouzh ar Vaichnaviegezh dre ma nac'h an idolou avat, doktrin an avatared hag ar pouez a ro d'an deoliezh diabarzh. Embreg ar sikhegezh a vefe diaesoc'h eget hini ar Bhakti .

Gant klaskourien e oa bet livet ar Sikhegezh evel ur feiz zizalc'h pe ur relijion sunc'hretek a gengejfe elfennou eus an Hindouegezh hag an Islam . Ar Sikhed a gred e voe roet o relijion dezho gant Doue hag ar bennozh a vefe ar sikhegezh ur relijion sunc'hretek herveti a vez kavet kunujennus gant lod anezho.

Doue [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er Sikhegezh eo Doue - anvet V?higur? - distumm , peurbad ha nann-sellet . Livan a reas V?higur? evel ur c'houer, nemetan, personel ha trehont. Da gavout ar salud e tle ar c'hreder perc'hennan ur feiz hag un darempred don gantan.

Hollvezant ha difin eo Doue ha livet eo gant an dermenn ?k ?a?k?r . Kent krouidigezh ar bed na oa nemet Doue hag e youl difin ( ''hukam'' . Pan hen c'hoantas e voe ar bed a-bezh krouet. Adalek-se e vagas Doue karantez an dud evit ar maya .

Tra ma ne c'hell ket an dud kompren Doue penn-da-benn en-doa skrivet Nanak e c'helle kaout un anaoudegezh darnel anezhan. Bezant eo Doue e-barzh E holl grouidigezh ha gwellus eo evit ar re zihunet. Hevez Nanak e tle bezan gwelet gant al "lagad diabarzh" per ar "galon". Dleout a ra ar grederien prederian da vont war-raok war hent ar sklerijenn. Ur pouez bras a roe d'ar brederiadenn rak aotren a ra an dud da gaout darempred gant Doue. Reizh ebet en-deus Doue ha, hervez, Nanak, en-deus krouet ar vuhez war meur a ved.

Kavoud ar salud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kelennadur Nanak n'eo ket diazezet war ar vennozh a baradoz pe a infern . E bal a zo un unvaniezh bersonel gant Doue hag a vlen d'ar salud. An diarbennou pennan war hent ar salud-man a zo an diemgleviou hag ar garantez evit traou ar bed. An traou-se a vac'h an dud e-barzh un heuliad difin ag adc'hanidigezhiou. ar karma eo anvet ar meiziad-man.

Ar maya - touell pe iwirionez - a zo unan eus an diarbennou pennan ouzh ar salud. Distroet ez eo an dud eus an deoliezh gant dudiou bedel na roont nemet plijaduriou touellek. Evit Nanak, avat, e oa diwirionez ar bed nebeutoc'h pouezus eget hini e dalvoudegezhiou. Levezon an ego , ar c'hounnar , ar gwallc'hoant , ar c'hoantegezh ha karantez evit an traou bedel - anvet ar pemp droug - a zo noazus pergen. Tonkad an dud c'hloazus d'ar pemp droug a zo an disrannidigezh digant Doue hag un deoliezh krenv eo ar remed nemetan. Hervez Nanak eo didalvez an deoliezh divaez (emgastizerezh, pirc'hirindedou, lidou). Eus ar galon hag ar spered e tle an deoliezh wir dont.

Al lid pennan eo ar N?m Jap? , ur brederiadenn a adlavarer difin anv Doue en he fad. Ur c'hustum boutin a zo en India d'adlavarout anv Doue pe ur silabenn sakr met ar relijion sikh a bouez war zoare personel al lid. Ma'z eo graet mat e tizh ar ''N?m Jap?'' d'an unvaniezh gant Doue, ar Sach Khand .

Un darn bouezus Sikegiezh eo ar kirat kar? , ar redi evit pep kreder da labourat gant dezo ha da bleustrin da vezan gouestl da warezin ar re wanoc'h. Dezhan eo ret kaout ur gweled gwellwelus ha laouan ar vuhez, un dra a anve Nanak ca?d? kal? ha rannan e draou gant ar gummuniezh ( Va?? chakk? ).

An dek Guru hag an aotrouniezh relijiel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eus ur ger sanskritek a dalvez "kelenner" pe bleinier e teu an dermenn guru . Gant dek guru e voe diazezet ar sikhiegezh etre 1469 ha 1708. Ledanaat ha krenvaat a reas pep guru ar c'hemennad lezet gant e ziagentourien. Guru Nanak Dev a oa ar guru kentan tra ma voe Gobind Singh an hini diwezhan. Kent e varv e tekredas e vefe ar Gur? Granth S?hib guru-dibenn ar sikhed.

Goude marv Nanak e teuas lankad pouezusan krouidigezh ar relijion sikh. Diskibien en-doa Nanak met aozadur ebet en-doa savet. Ur gumuniezh wir a grogas Guru Angad da sevel dre grouin lidou ispisial evit ar ganidigezhiou, an euredou hag an obidou. Un urzhaz a veleien ( manj ).

Erlec'hier Guru Angad , Guru Amar Das a ziazezas Amritsar ma'z eo lec'hiet an Harimandir Sahib . E vab yaouankan, Guru Arjun a yeas da c'huru goudezan. Env eo a gendastumas ar skrituriou sikh. Bac'het ha lakaet d'ar mav e voe gant an impalaeriez Voghol a stourme ouzh ar relijion nevez. E varv a vroudas e erlec'hierien da sevel un aozadur milourel ha politikel barrek da zifenn ar c'humuniezhiou sikh.

Ar c'hwec'hvet guru, Guru Hargobind , a grouas un ensavadur ispisial da gemer diviziou e-pad un enkadenn, an Akal Takht , a zo e sez a-dal an Harimandir Sahib . Ar Sarbat ???ls? en em vod en Akal Takht e-pad gouelliou 'zo evel ar Vaisakhi pe an Diwali ha pan eus diviziou da gemer. Ur gurmat? a zo un diviz kemeret gant ar Sarbat ???ls? dirak ar Gur? Granth S?hib. Dleout a ra ur gurmat? sellout ouzh pennaennou diazezel ar relijion sikh ha d'an holl siked eo ret da sentin outan.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Guru Nanak Dev .

Guru Nanak Dev , diazezer ar Sikhegezh, a oa bet ganet e R?i Bh?i d? Talva??? , ur geriadenn anvet Nankana Sahib hiziv ha lec'hiet e-kichen Lahore , er pezh a zo Pakistan hiziv. Ur patwari e oa e dad Mehta Kalu . E vamm a oa Tripta Devi . Ur c'hoar en-doa, Bibi Nanaki . E gerent a oa C'hatried eus ar c'hlan Bedi . Teoget gant ar relijion e oa Nanak pa oa ur paotr yaouank hag e c'hoant a anaoudigezh a zegasas anezhan da vont kuit eus e ger. E-pad ar maread-se, war a lavarer, e kejas Nanak gant Kabir (1440?1518), un den santel azaouezet gant tud a veur a feiz.

Hervez an hengoun ez eas Nanak diwar wel pa oa 30 vloaz. E-pad un nebeud a zeveziou e kreded e oa beuzet en ur ster lec'hiel, Kali Bein hec'h anv. Distrein a reas tri devez goude-se ha respontin a reas d'ar goulennou "n? k? hind? n? k? musalm?n" - n'eus hindou ha muzulman ebet. Adalek an ampoent-se eo e krogas Nanak da kelenn ar pezh a furmo diaz ar sikhegezh. Daoust ma'z eus tabud diwar-benn an hent en-doa heuliet e kreder en-deus graet pevar beaj vras. An hini gentan a vleinia anezhan en Assam ha Bengal , an eil e Sri-Lanka , an trede e Kachmir , Ladac'h ha Tibet hag an hini bevare en Arabia .

Gant Sulakhni, merc'h ur marc'hadour riz eus Batala , e oa dimezet ha daou vab en-doa. An hini koshan, Sri Chand , a oa un emgastizer hag a ziazezas sektenn an Udasied . An hini yaouankan, Lakshmi Das, a choazas ar vuhez vedel. Evit Nanak, a grede en r?j mai? j?g (diseblanted er vuhez vedel), ne oant ket barrek da vont da c'hurued.

Kresk ar gumuniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1571 e choazas Nanak Lahi?? , unan eus e ziskibl, evel e erlec'hier. En em adenel a reas Guru Angad ha d'an eil guru eus ar sikhed ez eas. Daoust ma ne oa Sri Chand un den sklouf e c'hoanage an Udasied ez efe da c'huru goude e dad. Nac'han a reas da zegemer diviz Nanak. Oc'h heulian aliou Nanak ez eas kuit Guru Angad eus Kartarpur , lec'h ma veze o chom gant Nanak ha da Khadur, lec'h ma veve e wreg, ez eas. Aze e chomas betek ma voe barrek da adunvanin ar gumuniezh. Kenderc'hel a reas Angad labour Nanak ha reizhan a reas ar Skritur gurmukhi .

D'an trede guru ez eas Guru Amar Das e 1552. D'ur greizenn relijiel bouezus e lakaas Goindval ha prezegin a reas e-kenver kevatalder ar reizhou. Difenn a reas ar sati hag ar purdah ha broudan al langar . Goulenn a reas ouzh an holl a zeue d'e welout da gemer perzh ennan. Stumman a reas 146 abostol, hag a oa 52 maouez en o zouez. E lezvad J??h? e anvas da vleinian ar gumuniezh war e lerc'h.

Da C'huru Ram Das ez eas J??h?. En eo a ziazezas Ramdaspur hag a yafe diwezhatoc'h da Amritsar . E 1581 ez eas e vab yaouankan d'ar pempvet Guru dindan anv Guru Arjun . En a savas ar Harimandir Sahib (anvet ivez an azeuldi alaouret) ha kregin a reas da brientin an ?di Granth dre zastuman skridou ar c'hurued diraog. Boureviet ha lazhet e voe gant an impalaer Moghol Jahangir e 1606 peogwir en-doa harpet ur skraper ha nac'het da gemm an ?di Granth.

Krouidigezh ur gummuniezh bolitikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da c'hwec'vet guru ez eas Guru Hargobind . Daou gleze a zouge, unan evit ar galloud speredel hag unan arall evit ar galloud amzeriat (anvet m?r? ha p?r? er sikhegezh). D'ur gumuniezh zizalc'h gant ul lu barrek d'o difenn ez eas ar sikhed. E 1644 ez eas Guru Har Rai da c'huru, war-e-lerc'h e teuas Guru Har Rai . Ar gwerziou kenaozet ganto na oant ket bet lakaet el levr santel eus ar sikhed.

Da c'huru ez eas Guru Tegh Bahadur e 1665 ha ren a reas ar sikhed betek ma voe lakaet d'ar marv gant Aurangzeb peogwir en-doa gwarezet Hindoued ha nac'het da vont da vuzulman. E vab, Gobind Rai, a ren war-e-lerc'h. Gobind Rai, na oa nemet nav bloavezh pa'z eas da c'huru dindan anv Gobind Singh a vilourekaas muioc'h c'hoazh ar siked. Badezet e voe gant ar Panj Pi?r? ha krouin a reas ar Khalsa e 1699 . An dizemglev gant an impalaeriezh Voghol a gendalc'has ha goude ma en-doa lazhet Aurangzeb pevar eus e vibien e kasas Gobind Singh ar Zafarn?m? dezhan.

Un tammig kent e varv e tivizas Gobind Singh e vefe ar Gur? Granth S?hib guru nemetan ar sikhed. An aotrouniezh vedel a roas d'ar Khalsa . Banda Bahadur , un emgastizer a gargas da gastizan ar re o-doa heskinnet ar sikhed. Goude e varv e teuas Gobind Singh da vezan da benn al lu sikh. Lakaet d'ar marv e voe gant Jahandar Shah goude m'en-doa nac'het da vont d'ur muzulman.

Goude diskarr an impalaeriezh Voghol ez eas ar sikhed d'un nerzh galloudus en India. Ur riez sikh a ziazezas Maharaja Ranjit Singh er Penjab . Lahore e voe e herbenn hag en em astenn a rae betek tremenlec'h Kaiber . Goude e varv e tiskaras, avat, ha gant ar Saozon e voe staget goude ar brezeliou saoz-sikh .

Harpan a reas ar sikhed ar C'hendalc'h Broadel Indian met krouin a rejont ivez daou aozadur da warezin o interestou : ar Shiromani Gurdwara Prabandhak Committee hag ar Shiromani Akali Dal . E-pad disrannadur India e 1947 e voe lazhet miliadou a sikhed ha ret e voe da vilionou arall da dec'hout o mammvro. Daoust ma'z eo aet Penjab d'ar stad pinvidikan en India goude an Dispac'h Glaz e krogas ur strollad eus sikhed bleiniet gant Jarnail Singh Bhindranwale da stourm evit ur stad sikh dizalc'h, ar Khalistan .

Levriou Santel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daou levr santel o-deus ar sikhed : ar Gur? Granth S?hib hag an Dasam Granth.

Adi Granth [ kemman | kemman ar vammenn ]

War a greder e voe skrivet an Adi Granth gant Bhai Gurdas dindan goursell Guru Arjun etre 1603 ha 1604. Er Skritur gurmukhi e vez skrivet. Homan a voe krouet da warezin kelennadurezh ar c'hurued Sikh. D'an amzer ma voe skrivet an Adi Granth e oa kinniget galloud Arjun gant dalc'hidi Prithi Chand, e vreur ha keveler.

Dornskrid orin an Adi Granth a vez anvet kart?rpur b? ha perc'hennet e gant ar familh Sodhi eus Kartarpur.

Guru Granth Sahib [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un dornskrid eus ar Gur? Granth S?hib.

Eilstumm diwezhan ar Guru Granth Sahib a voe dastumet gant Gobind Singh . Kenaozet eus an Adi Granth hag eus melganou Guru Tegh Bahadur . Gant Guru Granth Sahib e voe dekretet e vo ar Guru Granth Sahib guru peurbad ha bev ar sikhed. Enderc'hel a ra skridou eus ar pemp guru kentan, eus Guru Tegh Bahadur hag ur werzenn nemeti gant Gobind Singh . Kelenadurezh ar sent evel Kabir , Namdev , Ravidas ha Sheikh Farid a endalc'h ivez.

Rannet eo an destenn e ragaou hag a zo isrannet hervez o hirded pe o aozour. 31 raga ez eus er Guru Granth Sahib. Skrivet eo e Sant Bh??? , ur yezh kar d'an hindieg ha d'ar penjabeg hag a veze kalz implijet e norzh India e-pad ar c'hrennamzer gant ar prezegerien boblek. Ar Guru Granth Sahib a endalc'h 5000 shabad pe meulganou.

Gant ar M?l Mantra , ur werzenn skrivet gant Nanak e krog ar Guru Granth Sahib

Relijionou Dharmek
Boudaegezh ? Hindouegezh ? Jainegezh ? Ayyavazhi ? Sikhegezh