Deiziadur broadel India

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Shaka Samvat )

Deiziadur broadel India (anvet deiziadur Saka a-wezhiou) eo an deiziadur ofisiel sivil implijet en India . Implijet e vez war un dro gant an Deiziadur gregorian , gant The Gazette of India , abadennou keleier All India Radio , hag an deiziaduriou hag an embannou graet gant gouarnamant India [1] .

En un doare forc'hellek e c'hall an anv-se bezan implijet evit komz eus an deiziadur hindouek , hag an oadvezh Saka a zo implijet gant meur a zeiziadur dishenvel ivez.

Framm an deiziadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Miz ( Sanskriteg ) Miz ( Tamileg /?????) Pad Deiz kentan (Gregorian) Zodiak an Trovanou
1 Chaitra Chitirai (????????) 30/31 22 a viz Meurzh Aries
2 Vaish?kh Vaikasi (??????) 31 21 a viz Ebrel Taurus
3 Jyaishtha Aani (???) 31 22 a viz Mae Gemini
4 ?sh?dha Aadi (???) 31 22 a viz Even Cancer
5 Shr?vana Aavani (????) 31 23 a viz Gouere Leo
6 Bh?drapad Purratasi (?????????) 31 23 a viz Eost Virgo
7 ?shvin Aiypasi (??????) 30 23 a viz Gwengolo Libra
8 K?rtik Kaarthigai (??????????) 30 23 a viz Here Scorpio
9 Margshish Maargazhi (???????) 30 22 a viz Du Sagitarius
10 Paush Thai (??) 30 22 a viz Kerzu Capricorn
11 M?gh Maasi (????) 30 21 a viz Genver Aquarius
12 Ph?lgun Panguni (???????) 30 20 a viz C'hwevrer Pisces

Er bloavezhiou bizeost , Chaitra zo 31 deiz ennan hag a grog d'an 21 a viz Meurzh kentoc'h. Ar miziou e hanterenn gentan ar bloavezh zo enne pep a 31 deiz, da zerc'hel kont eus finv goustatoc'h an Heol a-dreuz d'an ekliptik d'ar mare-se.

Dont a ra anviou ar miziou eus deiziaduriou hindouek koshoc'h. Abalamour da se ez eus kemmou en doare da zistagan anezhe, hag ez eus peadra da fazian pa glasker gout da betore deiziadur e tenn un anv miz.

Kontet e vez ar bloavezhiou en oadvezh Saka , a laka e vloavezh 0 da gregin er bloavezh 78 eus an Oadvezh kumun . Da c'houzout pegoulz e vez ar bloavezhiou bizeost e lakaer 78 ouzhpenn an niver a vloavezhiou eus ar bloavezh Saka - ma kaver un disoc'h a glot gant ur bloavezh bizeost en deiziadur gregorian , neuze ez eo ar bloavezh saka ur bloavezh bizeost ivez. Henvel eo e framm ouzh hini deiziadur Persia .

Implij [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kroget e oad da implij an deiziadur-se gant ar Bodad da adreizhan an deiziadur e 1957, en ul lodenn eus kendeiziadur hag eus almanak merdeerezh India, a gaved ennan ivez titourou all diwar-benn ar stered, ha reolennou ha koulziou da brientin deiziaduriou evit ar relijion hindouek , en ur striv da glask unvanin ar giziou-se. Daoust d'ar striv-se, stummou lec'hel diazezet war mammennou evel ar Surya Siddhanta a zo anezhe c'hoazh.

Kregin a reas implij ofisiel an deiziadur-se d'ar c'hentan a viz Chaitra, 1879 eus an oadvezh Saka, pe d'an 22 a viz Meurzh, 1957. Koulskoude, war a hanval, ne reont van implijidi ar gouarnamant ouzh deiz-kentan'r bloaz an deiziadur-sehag a implij kentoc'h an deiziaduriou relijius [2] .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Lec'hienn ofisiel gouarnamant India, Deiziadur broadel
  2. "Hindu" New Year's day and related issues
  • Mapping Time: The Calendar and its History by E.G. Richards ( ISBN 0-19-282065-7 ), 1998, pp. 184?185.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]