한국   대만   중국   일본 
Seneca ar Yaouankan - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Seneca ar Yaouankan

Eus Wikipedia
Ur pennad Seneca zo ivez.
Seneca

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Lucius Annaeus Seneca , anavezet ivez evel Seneca ar Yaouankan (war-dro 4 kent JK ? 65 ) a oa ur prederour hag un dramaour roman .

Ganet e oa Cordoba e Spagn , mab da Seneca an Henan , etre ar bloaz 4 kent JK hag ar bloaz 1 goude JK , ha marvet d'an 12 a viz Ebrel 65 .

Prederour e oa, oberour pezhiou-c'hoari, kuzulier an impalaer Neron en e grennoad. En em lazhan a reas war urzh Neron.

Yaouankiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e oa bet e Corduba, ker-benn Hispania Baetica , unan eus ar c'hoshan trevadennou roman e-maez Italia . Diasur eo bloaz e c'hanedigezh, tri a vez kinniget gant an istorourien : pe 4, pe 3, pe 1 kent JK, diwar elfennou dispis kavet en e oberennou, dreist-holl [ De tranquillitate animi]] hag [[Epistulae morales ad Lucilium] ]. Daou vreur en doa, Novatus ha Mela, tad ar barzh Lucanus . Tiegezh Seneca, an Annaei , a ziskenne eus divroidi italian deuet da Spagn en IIvet kantved kent JK, e derou an trevadennin roman er brovins nevez. Corduba e oa ker vrasan ar brovins, ma veve an darn vuian eus Romaned pinvidik ha desket ar vro ; ha stank e oa an darempredou gant ker Roma , eleze gant ar sevenadur latin .

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Trajediennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dek anezho zo deuet betek ennomp.

  • Fabulae crepidatae
Trajediennou diwar danvez Henc'hres .
  • Fabula praetexta .
Trajedienn a c'hoarvez e Roma .
  • Octavia , " Octavia " : mar zo war anv an aozer gwirion, en he stumm diwezhan da nebeutan, peogwir ez eus enni diouganou resis diwar-benn marv an aozer (e 65) ha hini Neron (e 68 ) [1]  ; e doare Seneca ar Yaouankan eo skrivet koulskoude, hogen goude e dremenvan hervez Petrarca [1] .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 1,0 ha 1,1 (en) Ferri, Rolando. Octavia ? A Play Attributed to Seneca . Cambridge : Cambridge University Press, 2009, pp. 5-9 ( ISBN 9780521117722 )