Sebastian Pinera

Eus Wikipedia
Sebastian Pinera e 2018

Sebastian Pinera , ganet d'ar 1 an a viz Kerzu 1949 e Santiago ha marvet d'ar 6 a viz C'hwevrer 2024 en ur gwallzarvoud binsaskell, a oa un den a aferiou hag ur politikour eus an tu dehou chileat . Prezidant Chile e oa bet etre miz Meurzh 2010 ha miz Meurzh 2014. Addilennet e oa bet da brezidant d'ar 17 a viz Kerzu 2017. Talet en deus en e eil resped ouzh ul luskad sokial bras e dibenn 2019, droukskouer ar Pandora Papers , kemm ar Vonreizh ha pandemiezh ar C'hovid-19 . Lezet en doa e gador gant Gabriel Boric e 2022.