Per (abostol)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sant Per )
Sant Per gant alc'hweziou ar Baradoz ha re salud an eneou(Sant Petersbourg)

Simon, mab Jonas , anvet Simon-Per pe sant Per , ganet e derou an oadvezh kristen e Galile ha marvet e 65 e Roma zo unan eus daouzek abostol Jezuz Krist . Choazet gant Jezuz evel penn an ebestel , Per a zeuas da vezan penn an Iliz goude marv ar C'hrist. Sellet e vez outan evel eskob kentan Roma , ar pezh zo diazez aotrouniezh ar pab , eskob Roma, er gatoligiezh . Awenet en deus ur bern oberennou arz, dreist-holl er c'hornog latin.

Per en Testamant Nevez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sant Per gant Guido Reni

Simon pe Simeon e oa e anv gwirion, ha mab da Jonas e oa. Hervez an avielou , e oa genidik eus Betsaida , dimezet e oa hag ober a rae ar vicher pesketaer war al lenn Tiberiad e Galile . Ne oar ket lenn marteze, met evel ar pep brasan eus yuzevien e amzer eo gouest da ≪ lavaret dindan envor prezegennou an diouganerien kenkoulz hag istor klok ar rouantelezhiou yuzev ≫ [1]

Gant e vreur Andrev e tivizaz heulian Jezuz Krist (Mz 4,18). Degemer a reas Jezuz en e di e Kafarnaom .

Meneget e vez atav da gentan e-touez an ebestel. (Mk. 3, 16 ; Akt. 1, 13). Dre veur a daolad, en danevellou e anavez Yann ha Paol ar renk-se. Evel se e tiskouez e feiz en anv an holl ziskibled : ≪  Ha c'hwi, a c'houlennas gante, piv a lavarit on-me  ? Per a respontas hag a lavaras dezhan : Te eo ar C'hrist . ≫ (Mk 8, 29) Diskouezet eo bet gant ar C'hrist evel penn da zont an Iliz :

≪  Ha me a lavar dit: Te a zo Roc'h, ha war ar Roc'h-se e savin va Iliz  ≫ (Mz 16, 18) [2]

Per en deus gwelet ha kemeret perzh e meur a vurzhud pe darvoud a-bouez e buhez ar C'hrist, evel pa valeas war an douriou (Mz 14, 28-31), an Treuzdremmadur , pa voe harzhet Jezuz, da vare e varn, ha goude da vare ar Basion . Deskrivet eo en Avielou evel un den birvidik met chom a ra etre daou vennozh a-wezhiou ha fazian a ra ivez : dilezel a ra Jezuz Krist e-pad ar Basion daoust d'ar pezh en doa disleriet kent : ≪  Ha goude ma teufe an holl da gaout droukskoilh, me avat n'em bo ket  ≫ (Mk 14, 29) [3] . Keuzian a reas d'e nac'hidigezh da c'houde : ≪  Ha Per a zeuas sonj dezhan eus ar c'homzou en devoa lavaret Jezuz dezhan: “Kent d'ar c'hilhog kanan div wech, eo a-benn teir gwech az po va dinac'het !  ≫ (Mk 14, 72) [4] .

Sant Per livet gant Pieter Paul Rubens gant ar pallium hag alc'hweziou ar Baradoz

Hengoun ar verzherinti e Roma [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez hengoun an Iliz e vije bet renet Iliz Antioch gant Per. Kentan eskob ar ger-se e voe. Lidet e vez ur gouel eus ≪ Kador Sant Per en Antioch ≫ d'an 22 a viz C'hwever abaoe ar IVe kantved. Seizh vloaz e vefe chomet eno.

Kaoz zo eus donedigezh Per e kentan lizher Per : ≪ Iliz ar re ziuzet zo e Babilone a salud ac'hanoc'h, ha Mark ivez, ma mab. ≫ (1 P 5, 13) e lec'h m'eman implijet ar ger Babilone evit komz en un doare faeus eus Roma evel ur ger aet brein hag a azeul an idolou, skeudenn anavezet gant lennerien ar Bibl [5] . Mark, meneget, el lizher, eo skrivagner an eil aviel hervez an eskob Yann meneget gant Eusebius (Hist. Eccl. 3, 39,15).

Meur a destenn eus an Henamzer a ra anv eus merzherinti Per, hag eus hini Paol, a vije c'hoarvezet war urzh Nero . An hini goshan eus an destennou-se, al lizher d'ar Gorintiz, skrivet gant Klemans Roman e 96, ne veneg ket al lec'h en un doare splann, memes ma'z eus abegou evit kredin ez eo Roma.

Pennad kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Alain Decaux, La revolution de la croix, Neron et les chretiens , p. 205.
  2. Kefas en arameeg, Petros e gregach. Gant se eo deuet ar ger petros da dalvoud e-giz anv-den : Petrus e latin, Pierre e galleg, Peter e saozneg ha Per e brezhoneg. E meur a yezh, an anv-den, deveret eus Petrus , ne glot ket ken gant ar ster "maen" pe "roc'h" ; dre se troidigezhiou eus ar werzenn-man o kammigellat (da skouer : " You are Peter and on this rock …). " An droidigezh kinniget aman a chom tost ouzh ar bomm a orin, a-raok ma vefe deuet petros da anv-badez.
  3. Ar Pevar Aviel , Al Liamm, 1969, p. 124
  4. Ar Pevar Aviel , Al Liamm, 1969, p. 124
  5. Ne c'hall ket bezan ar Babilon gwirion a oa hogoz dilezet d'ar mare-se (Sellet ouzh Strabon , Geografiezh XVI, 1)



Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .