Roenverezh

Eus Wikipedia

Ar Roenverezh a zo ur sport eus familh ar sportou-moraerezh. Ur sport Olimpek eo abaoe m'eo bet krouet ar c'hoariou Olimpek a-vreman, da laret eo e 1896 dindan luskadenn ar Baron Pierre de Coubertin . Pal ar roenverezh a zo kas war-raok ur vag dre sikour paliou anvet ken ha ken roenvou. Kavet e vez daou rummad :

  • Ar roenverezh war steriou . (Olimpek eo)
  • Ar roenverezh war ar mor . (N'eo ket Olimpek)
Roenverezh

An Teknik [ kemman | kemman ar vammenn ]

An div zoare Pal

Ur sport tizh eo ar roenverezh. Eus bigi hir ha moan, e koad pe e danveziou kompozit ez eus ezhomm. Ar gourener a zo azezet a-us da live an dour war un azezenn war ruilh, anvet "Risklerezh". Trein a ra hennezh e gein da avansamant ar vag. Servij a ra ar roenvou da gas war-raok ar vag. Hervez an ambarkasionou, e implij ar roenver :

  • Ur bal nemetken (Hirder an hollad a zo eus 3.5 m da 4 m).
  • Div bal anvet "dre goublad" ( war dro 3 metrad evit pep pal).

Kavet e vez div stumm pal, Makon pe Hachoir [1] .

An Taol Roenv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Spis tre eo finv ar roenver, ur meskaj krenvder ha resister eo. Ur roenver a en em ziskuilh bezan un teknisian a-zoare a zo neuze goust enebin, war an dour, gant ur roenver a vefe kigennekoc'h egetan. Pal ar roenver a zo lakaat da brofitan ar vag eus e nerzh plouzan. Talvezout a ra eo ret klask ar finvaduriou kontrol da riskl ar glorenn. Ur seurt berusted a zo diaes-tre da gaout, (galloud a raio un deraouer kadarnat), dre ma 'z eo luziet ar jestr.

Div brantad 'vez kavet en taol roenverezh.

  • Ar "gas war raok", prantad lerc'h m'eo harpet ar paliou en dour. Astenn ' ra ar roenver e divhar, digas a ra e divrec'h etrezek e kef (un tamm dindan e bruched) evit diblasin ar gouc'h. Prim ha nerzhus eo ar brantad, stenned eo ar c'higennou.
  • An "distro", prantad lerc'h m'eo ar paliou e diavaez an dour. Astenn a ra ar roenver e divrec'h, adlec'hian a ra e gef hag adplegan a ra e divhar a-benn adkregin gant ur gas war raok nevez.

Ar prantadou-se a zo eilet dre finvaduriou tremenadur. Bezan prim ha soupl pad an tremenaduriou ha lak ar finvadur hollek da gounez beridigezh.

  • Etre ar gas war raok hag an distro ez eus an "distro dorn", da laret eo, e astenn buan, ar roenver, an divrec'h hag ar c'hef dre zirak.
  • Etre an distro hag ar gas war raok, eo ret d'ar roenver ober ar pez a vez anvet an "tagan". Ar jestr-man a rank bezan spis a-benn lakaat harp, en dour, ouzh ar baliou.

Ma tiveromp, e talc'himp sonj eus tri ger : Divhar, Kein, Divrec'h distro : Divhar, Kef, divrec'h.

FISA [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Roenverezh a vreman a zo renet gant ar FISA (Federation international des societes d'Aviron), krouet e Turin, d'ar 25 a viz even 1892 gant dileuridi Bro Suis , Bro Frans , Belgia , an Adriatica. Ar FISA a zo ar gevredigezh koshan a touez al lusk Olimpek [2] .

Aozet he deus ar c'hentan kampionadou European e 1893 hag ar c'hampionadou Bedel abaoe 1962. Ur sport Olimpek eo ar roenverezh abaoe 1896 (Ar roenvadeg aozet d'ar 1an a viz Ebrel a zo da gentan, bet daleet, evit bezan nullet dre fazi ur barr-amzer da vare ar c'hentan c'hoariou Olimpek e 1896).

Anvadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

An eizh bag anavezet gant ar FISA.
Anvadurezh Anv boutin
8+ Eizh
4+ Pevar sturied
4- Pevar nan-sturied
2- Daou nan-sturied pe pair-oar
2+ Daou sturied
4x Pevar dre goublad
2x Daou dre goublad pe double
1x Skiff

Ur rakger P ( evit Paotr ) pe Pl ( evit Plac'h ) a ziskouez reizh al lodegion.

E-pad ar roenvadegou e kavomp rummadou evit pep roenver, "B" evit bihanig ( 13 ha 14 bloaz), "Y" evit yaouaer ( 15 ha 16 bloaz), "M" evit mibion ( 17 ha 18 bloaz), "H" evit hen ( 19 ha 34 bloaz). Ar rakger-man a zo heuliet eus an niver a roenverion (1, 2, 4 pe 8). Al lizheren "X" a arouez ar fed e vefe ar vag er stad "dre goublad" (2 bal evit pep roenver). Hep ar sign-man e talvez eo armet ar vag "dre poent" (1 bal dre roenver). Ar sign + a dalvez ez eus ur sturier war ar vag tra ma - a dalvez n'ez eus sturier ebet war ar vag.

Skoueriou [3]  :

  • PH8+ = Eizh dre poent hen ( Senior ) paotr gant ur sturier.
  • PlM4- = Pevar dre poent mibion ( Junior ) plac'h hep sturier.
  • PY2X = Daou dre goublad yaouaer ( Cadet ) paotr.
  • PB1X = Skiff bihanig ( Minime ) paotr.
  • MF4X+ = Pevar dre goublad bihanig plac'h gant ur sturier.

Leun a kampionadou 'zo, anvet vezont roenvadegou.

Kevaezerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Redadenn a steud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar redadennou a steud a zo graet kentoc'h pad an nevez-amzer pe pad an hanv. An hed Olimpek, implijet e kerzh an darn vrasan eus ar radennou a steud, a zo eus 2000 m. Kavet e vez un eil stumm, evit an henerien, anvet ar sprint, war 1000 m e en em dremen ar redadenn-man. An hedou a chench hervez an oad. Ar bihanigerien o 1000 m d'ober, ar yaouaerien,1500 m, ar mibioned hag an henerien, 2000 m. Goulenn a ra ar radedennou a steud ur bec'hadenn puilh (e pad un nebeud minutennou).

Penn steriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur penn ster a zo un doare roenvadeg, aozet kentoc'h e fin an diskar amzer ha pad an nevez amzer. Mont a ra kuit an akipajou unan war lerc'h egile. Roenvat a reont a enep an amzer. An hedou a zo kemmus, d'al liesan etre 2000 m ha 12 000m. Skoueriou penn steriou :

  • Head of the Charles e Boston en SUA
  • Head of the River Race war an Tamise e Londrez.

Kampionad beldel ha c'hoariou Olimpek [ kemman | kemman ar vammenn ]

El live Bedel, ez eus "dre goublad"...

  • Bagig / 4X-1X (pevar roenver nemet ar sturier)
  • Pevar dre goublad / 4X
  • Daou dre goublad / 2X
  • Skiff / 1X

... "dre poent" ...

  • Eizh gant ur Sturier / 8+
  • Pevar gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 4+
  • Pevar hep sturier / 4-
  • Daou gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 2+
  • Daou hep sturier (pair-oar) / 2-

Rummadou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kavet 'vez div rummad pouezh :

  • Pouezh skanv : Evit ar baotred o deus ur pouez izeloc'h eget 72,5 Kg gant keidenn ar vag par da 70 Kg pe nebeutoc'h (estreget evit ar Skiff) hag evit merc'hed o deus ur pouezh izeloc'h da 59 Kg gant keidenn ar vag izeloc'h pe par da 57 Kg.
  • Holl rummadou : Hep forsadenn.

Hed ar redadeg a zo eus 2000 m. Ar barem-se zo gwir evit an Henerien ( Senior ).

Akiperezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bag [ kemman | kemman ar vammenn ]

Graet eo ar bigi hag ar roenvou (paliou) hervez ar skouer aliet gant ar FISA ( Federation internationale des societes d'aviron ). Posupl eo tapout listenn ar savourien bedel, aman .

Gwechall e oant graet gant koad (skanv a-walc'h), met hiriv an deiz vezont graet e kevlar, neudenn karbonek pe e karbon. Skiffou zo (bag gant ur plas) a c'hell diskenn dindan 12Kg, met hervez ar reolennaoueg 'n eus ket tu diskenn didan 14Kg. Diferet e vez, ar gouc'h, an dougerezhiou, ar roenvou a gevrenn ar vag.

Ar saverien brasan a vez gwelet war roenvadegou etrevroadel a zo Empacher, Filippi, Stampfli, Hudson, Salani, Douglas, Vespoli, BBG, WinTech ha Vega evit ar bigi, Concept2, Croker, Drakkar evit ar baliou. Gobari ar bigi a en em kran dre an niver a paotred en akipaj, ar moander pe o zanvez.

Roenv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anvet roenv pe pal, n'haller ket o tiouverin. Tu 'zo d'ar roenver implij ur bal pe daou hervez m'eo ar vag armet "dre goublad" pe "dre poent". Ar baliou a oa graet e koad, a-raok bezan graet e karbon (evit an darn vrasan). Fardan anezho e karbon a lak ar roenv da vezan kaletoc'h ha kalz skanvoc'h.

Kavet 'vez div rummad skouer pal : Ar baliou anvet "Makon" hag ar baliou anvet "Hache" (sellout ouzh ar skeudenn uheloc'h). Ar roenvou-se a ro un harp gwelloc'h war an dour. Er roenvadegou vezont difennet d'ar bihanigou ( minime ), se 'zo peogwir e goulenn ar paliou "Hache" muioc'h a krenvder.

Galloud a ra bezan reoliet ar roenvou o kemm al loc'h a neuze an dezrevell krenvder.

Mekanik roenvat [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar mekanikou roenvat [4] a zo mekanikou a servij da devrezin finvadennou ar roenverezh. Ur muzulier dredan 'z eus d'ar peurliesan. Ar benvegou-man, implijet a-lies gant ar roenverien, a zo dispar evit en em kigennan en un doare hollek. Bez ez eus kampionadou mekanikou roenvat, evel hini Coubertin (Concept 2). Lod brasan anezho a zo implijet e giz un amprouenn dibab evit ar skipailhou broadel.

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (fr) Ar Roenvou (Paliou)
  2. (en) World Rowing
  3. (fr) Ar rummadou bigi
  4. (fr) Concept 2

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]