Rocabarraigh

Eus Wikipedia
Setu pelec'h eman Rockall
Setu pegen bras eo Rockall
Setu penaos e oa e miz Meurzh 1943

Rocabarraigh ( Rockall e saozneg) a zo ur garreg er Meurvor Atlantel , er gwalarn da Iwerzhon , etre ar vro-se, Enez ar Skorn ha Bro-Skos , ha brudet gant ar sach-blev zo bet etre Breizh-Veur hag Iwerzhon abalamour dezhi, pe gentoc'h d'ar pinvidigezhiou a sonjed a c'hallfe bezan e goueled ar mor en-dro dezhi. Arc'het eo ar mor tro-dro gant ar Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon, Island ha Danmark (en anv Inizi Faero ).

27 metr ledander ha 22 vetr uhelder zo d'ar garreg. Ne c'hall den bevan eno evel-just.

Kontet e vez a-wechou e-touez an Inizi Gall , met gwall bell eman an hini dostan, Hiort (anvet "Saint Kilda" e saozneg ). Meret eo ar garreg gant ar Rouantelezh-Unanet ha stag eo ouzh an Inizi Gall Diavaez evit a sell ar velestradurezh.