한국   대만   중국   일본 
Robert Louis Stevenson - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Robert Louis Stevenson

Eus Wikipedia
Robert Louis Stevenson
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon , Rouantelezh-Unanet   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Robert Louis Stevenson   Kemmañ
Anv ganedigezh Robert Lewis Balfour Stevenson   Kemmañ
Anv-bihan Robert , Robert Louis   Kemmañ
Anv-familh Stevenson   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 13 Du 1850   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Dinedin   Kemmañ
Deiziad ar marv 3 Kzu 1894   Kemmañ
Lec'h ar marv Vailima   Kemmañ
Doare mervel abeg naturel   Kemmañ
Abeg ar marv cerebral hemorrhage   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Mount Vaea , Grave of Robert Louis Stevenson   Kemmañ
Tad Thomas Stevenson   Kemmañ
Mamm Matilde Margaret Isabella Stevenson   Kemmañ
Pried Fanny Stevenson   Kemmañ
Kar D. E. Stevenson   Kemmañ
Yezh vamm saozneg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg   Kemmañ
Bet war ar studi e Skol-veur Dunedin , University of Edinburgh School of Law   Kemmañ
Lec'h annez New Town , Bournemouth , Inizi Samoa   Kemmañ
Derou ar prantad labour 1866   Kemmañ
Dibenn ar prantad labour 1894   Kemmañ
Relijion Presbyterianism   Kemmañ
Contributed to creative work Encyclopædia Britannica Ninth Edition   Kemmañ
Oberenn heverk Treasure Island , Kidnapped (Stevenson) , Strange Case of Dr Jekyll and Mr Hyde , A Child's Garden of Verses , Prince Otto   Kemmañ
Diellaouet gant Leeds University Library , Stuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library , Harry Ransom Center , University of Victoria Special Collections and University Archives   Kemmañ
Tachenn adventure novel , Gothic literature   Kemmañ
Levezonet gant Guy de Maupassant , Charles Dickens , Edgar Allan Poe , Nathaniel Hawthorne   Kemmañ
Oberennou zo en dastumad Stedelijk Museum   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ
Robert Louis Stevenson e 1892
Poltred gant Girolamo Nerli (1860-1926)

Ur skrivagner skosat eo Robert Louis (Balfour) Stevenson bet ganet e Dinedin d'an 13 a viz Du 1850 ha marvet d'an 3 a viz Kerzu 1894 en inizi Samoa . Bet e oa o pourmen er meneziou Cevennes e kreiz Bro-C'hall gant un azen . Bet eo ivez o verdein er meurvor Habask .

" Treasure Island " eo anv e romant brudetan, bet lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow hag embannet gant Al Liamm dindan an anv Enez an Tenzor [1] .

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Yaouankiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stevenson, eus e wir anv Robert Lewis Balfour Stevenson , a voe ganet e 1850 en 8, Howard Place e Dinedin ma oa e dud o chom abaoe o eured a oa bet lidet d'an 28 a viz Eost 1848 . Thomas Stevenson e oa anv e dad, ha Robert Stevenson e dad-kozh. An daou a oa ijinourien war an touriou-tan . A-drugarez d'ar c'hostez-se eus ar familh eo bet plijet kement-se Robert Louis gant an troiou-kaer, ar mor hag ar redek-bro. E dad, e dad-kozh ha daou eontr dezhan, Alan ha David, o devoa kemeret perzh e diogelaat aodou Bro-Skos . Tad Louis a oa kalvinour kredus. E vamm, Margaret Balfour, a oa merc'h da Lewis Balfour, unan eus familhou ar Borders . Lewis Balfour a oa kelenner war ar brederouriezh ha pastor en Iliz Skos.
En e di e tremenas Robert-Louis al lodenn vrasan eus e amzer vak. D'an 13 a viz Kerzu 1850 e voe badezet Robert Lewis gant e dad-kozh hervez an hengoun skosat. Buan-ha-buan e teuas diaes da Vargaret Stevenson magan he bugel hec'h-unan abalamour d'he yec'hed bresk. Ouzhpenn ma oa yaouank (ne oa nemet 21 bloaz) he devoa kudennou nervennel ivez. Setu perak e voe gopret ur vagerez. Teir a zeuas an eil war-lerc'h eben met an hini ziwezhan eo a chomas e kalon R. L. Stevenson a-hed e vuhez. Alison Cunningham eo hec'h anv, lesanvet e voe Cummy gantan.

D'ar 14 a viz Kerzu 1852 , ar smout bihan, lesanvet giz-se gant e gerent, a dapas terzhienn a-daol-trumm. E dud e kavas dezho e teue ar c'hlenved diwar ar Water of Leith a rede tost d'an ti. Dilojan a rejont neuze e miz Genver 1853 evit mont d'an 1, Inverleith Terrace, o kredin e c'houzanvfe Robert Louis gwelloc'h an ti nevez. Siwazh, gleborekoc'h eget egile e oa an ti-se. Evit ur pennadig voe gwelloc'h stad ar bugel, met klanvaat a reas gwashoc'h eget en diagent. D'an 10 a viz Meurzh 1853 e lavaras ur mezeg e oa Robert Louis gant ur gwaskad garloc'hennel difterek. Adalek neuze e voe diaes ar vuhez evit ar paotrig: siferniou, gwaskennou, tanijennou skevent, terzhiennou ha bilimaduriou skevent a bakas anezhan bep goanv ouzhpenn ar c'hlenvedou-bugel boutin.
Ne voe nemet e miz C'hwevrer 1857 ma teuas splann d'ur mezeg al liamm etre an ti gleborek ha yec'hed ar bugel. Dre-se e tilojas ar re Stevenson e miz Mae er 17, Heriot Row. An ti-se, aes ha gwelloc'h evit ar yec'hed eget egile, a glotas mat gant dere Thomas, a oa deuet e 1854 da vezan ijinour-titret en Northern Lights Board . Re ziwezhat e oa, siwazh, rivinet e oa yec'hed Robert Louis.

Robert Louis Stevenson pa oa 7 vloaz

Gant ur yec'hed ken bresk e chomas Robert Louis aliesoc'h er ger, amzer fall Dinedin o vezan danjerus evitan. Kalz amzer neuze a dremenas en ti war Heriot Row. Ne wele ket kalz e dad, dre ma laboure heman en Northern Lights oc'h ober troiou ensellout. Tamm-ha-tamm e tilezas Margaret he mab d'ar vagerez "Cummy", pa veze-hi klanv alies ivez. Abalamour da gement-se e teuas Cummy da vezan evit Robert Louis ≪ e eil mamm, e wreg kentan, ael e vugaleaj ≫. Hi eo a veze e-kichen Louis pa rae-en gwallhunvreou pe nozvezhiou diaes da vevan, terzhiennek a-wechou. An nozvezhiou-se a zeskrivas en e oberenn North-West Passage hag en e skrid Un chapitre sur les reves . Cummy eo a veze aze evit c'hoari gantan pa veze-en war e wele, lenn a rae-hi ar Bibl dezhan, Le voyage du pelerin skrivet gant Bunyan, buhezskrid ar pastor M'Cheyne, skridou covenanters evel reou Wodrow pe Peden. Kontan a rae ivez dezhan istor Bro-Skos ha dreist-holl hini ar govenanters gwallgaset e-pad ar Killing Time , kontadennou brudet er vro diwar-benn tasmantou ha tud savet a varv da vev. Plijet e veze ar bugel ivez gant istoriou troiou-kaer embannet er gelaouenn Cassel's Family .

D'ar 7 a viz Here 1856 en em stalias e genderv Robert ("Bob") gantan en Inverleith peogwir e oa klanv Alan, tad Bob. Tri bloaz koshoc'h eget Robert Louis e oa Bob. C'hoari a raent asambles oc'h ijinan istoriou pe c'hoazh o livan boulomouigou c'hoariva Skelt ennan titlou hag a zedenne spered bugel Robert Louis. Abalamour d'e yec'hed bresk e tremenas ivez Robert Louis predadou da glask parean e yec'hed e ti e dad-kozh, e presbital Colinton (Colinton Manse) . Eno eo en devoe e ≪ oad aour ≫. Nepell ouzh Dinedin ec'h adkavas Robert Louis un toullad kendirvi dezhan hag aze ne voe nemet c'hoariou ha dudi gant Jane Whyte Balfour ouzh o evezhian. Hi eo an Auntie a vez komzet anezhi en A Child's Garden of Verses  ; merc'h henan Lewis Balfour e oa Jane. Pa varvas Lewis Balfour d'an 30 a viz Ebrel 1860 e teuas ur pastor nevez da gemer ar garg, hag echu e voe gant Colinton. Auntie a zilojas eus ar bresbital da Spring Grove e-kichen Londrez .

Diaes e voe skoliata Robert Louis abalamour d'e yec'hed: e 1856 , barradou paz ha terzhienn a bakas ar paotrig. E 1857 , goude div sizhunvezhiad kenteliou, e voe klanv adarre e-pad ar goanvezh a-bezh. Setu-en en e glasadig e miz Here 1861 en Dinedin Academy , met e-unan e chomas ar pep brasan eus an amzer: dre ma oa-en bresk en devoa poan o kemer perzh e c'hoariou ar vugale all. En nevezamzer 1862 , Thomas a voe tapet gant paz d'e dro ha Louis a guitaas ar skol ur wech ouzhpenn evit heulian e gerent betek Su Bro-Saoz , a-raok tremen ur mizvezh en Hamburg e miz Gouhere.
Hiraet e voe ar vakansou betek an diskar-amzer, ha feurmet e voe ul lojeiz e North Berwick , ar pezh a voe ar wech kentan da Robert Louis mont e darempred gant ar mor pa oa ur geriadennig pesketaerien war ar Firth of Forth , tost da Zunbar .
Pa zeuas an distro-skol e klanvaas Margaret d'he zro, dav e voe dezhi kaout ur prantad-parean. D'an 2 a viz Genver 1863 e veajas ar familhig gant Cummy betek Bro-C'hall  ; e Menton en em stalias adalek ar 4 a viz C'hwevrer . Goude daou vizvezh-parean ez eas gwelloc'h an traou gant Maargaret ; e-pad ar prantad-se en devoa Robert Louis studiet gant ur c'helenner gall. D'an 31 a viz Meurzh 1863 ez eas arfamilh kuit eus Menton evit gweladennin Italia e-pad pelloc'h eget ur mizvezh, a-raok kemer hent an distro d'an 8 a viz Mae dre Aostria hag Alamagn . D'an 29 a viz Mae 1863, goude bezan bet beajet kalz, e teuas Louis da Henriot Row en-dro hag e c'hortozas, prez ha levenez ennan, an distro-skol en Academy . Dirak dibasianted e vab e kinnigas Thomas d'e vab mont gantan d'ober troiadou ensellan touriou-tan war aod Fife e-pad an hanvezh. Asantin a reas Robert Louis gant levenez ober e ≪  veaj kentan evel gour, hep lostennou da harpan anezhan. ≫ Pa zistrojont e oa Maggie gant ur c'hlenved adarre, hag un droiad e Su Bro-C'hall a voe rekis evit he farean. Evit ma c'hellje Robert Louis heulian kenteliou e tivizas e gerent e lakaat en un ti-lojan e Burlington Lodge Academy nepell diouzh ti Auntie e Spring Grove. Petra bennak ma voe diaes a-walc'h an darempredou kentan gant kevredigezh Bro-Saoz e krogas Robert Louis da skrivan e istoriou troiou-kaer kentan evit kelaouenn ar skol. Ne vourre ket kement-se bevan pell diozh e dud, hag goulenn a reas digant e dad distrein d'ar ger. Asantin a reas Thomas: dont a reas da gerc'hat e vab d'an 19 a viz Kerzu 1863 evit mont da Venton adarre davet Margaret ha Cummy.
Distrein a reas Thomas e Dinedin e dibenn miz Genver 1864 , goude bezan bet prometet d'e vab chom hep e lakaat en-dro e Spring Grove. Kuitaet e voe Menton e miz Mae 1864 evit tremen vakansou war glannou ar ster Tweed tost da Beebles . Pa ne c'hoarie ket Louis gant e gendirvi ez aoze raktresou skridou.

E miz Here 1864 e voe enskrivet Robert Louis en ur skol a-ratozh evit ar vugale kudennou dezho. Gwelloc'h e voe an darempredou gant ar skolidi all, met ne seblante ket ar paotr 14 vloaz bezan dedennet gant ar studiou. E bal dezhan e oa deskin skrivan e-lec'h studian. Labourat a reas war ur pezh-c'hoari awenet gant buhez Deacon Brodie , paotr a afer war an deiz ha laer d'an noz. Gant ur studier all eus ar skol, gantan ar memes karantez e-kenver al lennegezh, e kenlabouras Robert Louis evit embann ur gelaouenn. Kejan a reas gant unan eus e idolou, Robert Michael Ballantyne , en devoa skrivet The Coral Island .
E miz C'hwevrer 1865 e paouezas c'hoazh ar skol evit heulian Margaret evit ur prantad-parean betek miz Here e Torquay . E-kerzh ar bloavezh-skol nevez e roas Robert Louis lans d'ur gelaouenn all, savet gantan e-unan ar wech-man. Teir niverenn a voe e derou ar bloavezh 1866 . Da get ez eas ar gelaouenn pa'z eas Robert Louis da Dorquay endro adalek miz Ebrel betek miz Mae gant e vamm. En hanvezh da heul e krogas Stevenson da skrivan ur romant ennan an emsavadeg covenanters eus ar bloavezh 1666 er Pentland Hills: emsavadeg ar Pentland . Ha pa lennas e dad ar skrid-se e kavas dezhan e oa c'hwitet: hervezan e vije gwelloc'h da Robert Louis leuskel al lodenn faltaziek a-gostez evit sevel ur skrid istorel. Evit plijout d'e dad e tremenas an diskaramzervezh a-bezh oc'h adskrivan Pentland Rising . Evit gopran e vab e lakaas Thomas ti ul levraoueger e Dinedin da voullan 100 skouerenn eus oberenn ar c'hrennard kent o frenan.
Pa oa tonket da heulian tachenn ar re Stevenson, ez eas Robert Louis e miz Here 1867 , d'an oad a 17 vloaz, da Skol-Veur Dinedin evit prientin un diplom ijinour.

Skol-Veur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skridou kentan ha beajou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eured [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bloavezhiou diwezhan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Al Liamm ISBN 2-7368-0061-3