Roazhon

Eus Wikipedia
Roazhon
Ti Breujoù Breizh.
Ti Breujou Breizh .
Ardamezioù
Anv gallaouek Resnn pe Renn
Anv gallek (ofisiel) Rennes
Bro istorel Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen  Il-ha-Gwilen ( prefeti )
Arondisamant Roazhon ( pennlec'h )
Kanton Pennlec'h c'hwec'h kanton
Kod kumun 35238
Kod post 35000, 35200, 35700
Maer
Amzer gefridi
Nathalie Appere ( PS )
2020 - 2026
Etrekumuniezh Roazhon Meurger
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn web http://metropole.rennes.fr/
Poblansouriezh
Poblans 222 485 ann. ( 2020 ) [1]
Stankter 4 415 ann./km²
Douaroniezh
Daveennou
lec'hian
48° 06′ 53″ Norzh
1° 40′ 46″ Kornog
/ 48.114722 , -1.679444
Uhelderiou kreiz-ker : 39 m
bihanan 20 m ? brasan 74 m
Gorread 50,39 km²
Lec'hiañ ar gêr
Roazhon

Roazhon (distaget ['rwa:zon] peurliesan [2] ) eo eil brasan ker Breizh goude Naoned , e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel . Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Ker-benn ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen , sez ar Rannvro vilourel Kornog , Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujou Breizh . Lakaet eo da vezan unan eus div ger-benn Breizh gant Naoned . 216 815 annezad en deus ar ger e 2017, 335 092 en tolpad kerel, 447 429 en tolpad-ker ha 727 357 en tolead ker (e 2016).

Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh . En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh . Sez Breujou Breizh e teuas da vezan goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar ger kozh e 1720 , adsavet er giz klasel.

E Roazhon eman sez mediaou rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest , embregerezhiou er greanterezh ( labouradeg PSA La Janais , an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diazez Ker Roazhon en em gav ouzh kember ar steriou Ill ha Gwilen.

Kumuniou amezek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stummou skrivet
  • Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː Condate ( It. Ant. ) ; Redonas ( Not. Dig. ) ; Civitas Redonum ( Not. Gall .) ; Condate ( Tab. Peut. ) ; Rhedonicam, Redonicam (Gregor Teurgn) ; Civitas Riedonum (CIL), C R (war mein-bonn ː C ivitas Ri edonum ).
  • Erwan Vallerie ː Civitas Redonum , IV vet  ; Redonas , IX vet  ; Reygnes , 1291 ; Reynes , 1295, 1313 ; Rengnes , 1337 ; Resne , 1340 ; Raynes , 1352.
Gerdarzh

A-raok amzer an doare-skrivan peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon [3] e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon [4] , [5] , Roehon [6] , Roaon [7] e Gwened.

Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon.

E galleg e skriver Rennes , distaget [??n] , hag e gallaoueg e skriver Resnn pe Renn .

Ardameziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Peuliet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.
Ardamezeg Hozier, 19 a viz Gouere 1697 .
Kadarnaet gant Charlez X d'an 18 a viz Mae 1825 .
Kroaz ar Brezel 1939-1945 .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

XVII vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

XVIII vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dispac'h Gall [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Roazon da benn ur bann [9] .

XIX vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

XX vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brezel-bed kentan [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Fuzuilhet e voe pevar soudard bet ganet er gumun gant al lu gall [10] .
  • Ur soudard bet ganet e Kesoue a voe fuzuilhet gant al lu gall e Roazhon d'an 21 a viz Eost 1916.
  • 1 841 den a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,32% ag ar boblans hervez an niveradeg bet graet e 1911 [11] .

Eil brezel-bed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mojenn Maximus ha Konan Meriadeg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Istorourien Breizh hag all [22] o deus kemeret Roazhon evit Redonum , anv ur ger eus Galia roet gant Jafrez Menoe , ker bet tapet gant Maximus ( Magnus Clemens Maximus ) ha Konan Meriadeg , goude o dilestradeg hag o trec'h war Himbaldus war an aodou, d'an nevez-amzer 383. Ar Redonum se e vije bet tapet war un taol, d'an abardez.

Un dra diaez da gredin ma vez laret hag o devoa dilestret e Plougerne , pe dost da Sant-Malou , pe c'hoaz e Naoned , hag abalamour da se kaset da vojenn.

Ur gammgemeradenn e oa, dre ma vez mesket ha luziet Aremorica an amzer se ha Breizh a-vreman.

Diskoulmet eo bet ar gudenn se pa'z eo bet dizoloet, dre ur skeudenn arkeologiezh dre nij, hag ar villa Himbaldus e oa e le-Vieux-Rouen-sur-Bresle , ha Chateau-Hubault e Saint-Germain-sur-Bresle , e-kichen, en tu all d'ar ster Bresle , an div kumunn se o vezhan en Aremorica kenkoulz ha Roazhon. Ar ger Vieux-Rouan e dalv kement hag hen-roudour, pe vicus ar roudour. Ur wrizienn *rit- a zo e-gevred etre Roazhon ha le Vieux-Rouan-sur-Bresle.

War un hent roman, aet da hent ar pesked war lec'h, etre Saint-Valery-sur-Somme ( Leuconos ), le Treport , ha Pariz , eman le Vieux-Rouen-sur-Bresle. An emgan etre Maximus ha Grasian e zigouezhas e-kichen Pariz. Grasian e oa laket war dec'h.

Monumantou ha traou heverk [ kemman | kemman ar vammenn ]

Plasenn Santez-Anna
Lise Emile Zola

Roet eo bet al label Keriou ha Broiou Arz hag Istor da Roazhon.

Monumantou-brezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Beziou ar C’hommonwealth e bered ar gumun: Rennes Eastern Communal Cemetery [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-pad an Eil Brezel-bed e varvas an darn vrasan eus ar soudarded eus ar C'hommonwealth a voe beziet e bered ar Reter e Roazhon. Kalz milourion douaret enni a varvas p’edont e Roazhon en un tren a voe bombezet gant al Luftwaffe , an aerlu alaman d'ar 17 a viz Even 1940 .

Trevourion ha soudarded c’hall e treniou all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfou.

26 milour all eus ar C’hommonwealth a varvas pa gouezhas o c’harr-nij nepell eus Roazhon p’edo o vont eus Kaero d’ar Rouantelezh-Unanet e miz Here 1945 : e Rennes Eastern Communal Cemetery ivez e voent beziet [23] , [24] . [25]

Bro Niver a soudarded
Indez 5 ( Tirlu )
Kanada 2 ( Aerlu )
Rouantelezh-Unanet 124 ( Tirlu : 85, Aerlu : 38, Morlu : 1)
Zeland-Nevez 5 ( Tirlu : 1, Aerlu : 2)
Ditour diresis 35
Dianav penn-da-benn 81
Hollad 252

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Roazhon Atalant

Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

Emdroadur ar boblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

adalek dibenn ar XV vet kantved betek dibenn an XVIII vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

[27] .

abaoe 1793 [ kemman | kemman ar vammenn ]

1793 1800 1806 1821 1831 1836 1841 1846 1851
30 160 25 904 29 225 29 589 27 340 35 552 37 895 39 218 39 505
1856 1861 1866 1872 1876 1881 1886 1891 1896
45 664 45 483 48 283 52 044 57 177 60 974 66 139 69 232 69 937
1901 1906 1911 1921 1926 1931 1936 1946 1954
74 676 75 640 79 372 82 241 83 418 88 659 98 538 113 781 124 122
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2007 2011 2013
151 948 180 943 198 305 194 656 197 536 206 229 209 613 207 922 208 033 211 373

Melestradurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
4 Ebrel 2014 → breman Nathalie Appere PS Kannadez (2012-2017)
22 Meurzh 2008 4 Ebrel 2014 Daniel Delaveau PS Kazetenner
16 Meurzh 1977 22 Meurzh 2008 Edmond Herve PS Kelenner
Ministr (1981-1986)
Kannad (1986-1993 / 1997-2002)
Senedour (2008-2014)
3 Mae 1953 16 Meurzh 1977 Henri Freville MRP - UDF Kelenner
Kannad (1958-1968)
Senedour (1971-1980)
Prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen (1966-1976)
4 Eost 1944 3 Mae 1953 Yves Milon RPF Douarour, kelenner
14 Mezheven 1944 4 Eost 1944 Rene Patay Mezeg
1935 14 Mezheven 1944 Francois Chateau Strollad radikal Embreger
19 Mae 1929 1935 Jean Lemaistre Strollad radikal Kargad
Senedour (1932 →)
10 Mae 1925 19 Mae 1929 Carle Bahon SFIO Kelenner
2 Kerzu 1923 10 Mae 1925 Alfred Daniel Kantonier
12 Mae 1908 23 Here 1923 Jean Janvier Strollad radikal Embreger
1900 12 Mae 1908 Eugene Pinault Republikan Greantour
Senedour (1901 →)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedou.

Keraozerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennou glas evit sevel savaduriou uhel da lojan muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg.

Implijet e vez an tachennou labouradegou ha kazarniou kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskin ar boblans. Gant-se e kresk ar c'hudennou stag ouzh an dezougen.

Karteriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Deskadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skoliou-meur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Div skol-veur zo e ker : Skol-Veur Roazhon I ha Skol-Veur Roazhon II .

Brezhoneg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rennes / Roazhon.

Deskadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud bet ganet eno [ kemman | kemman ar vammenn ]

Soudarded vreizhat bet ganet er gumun fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentan [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Pierre Le Mevel, d'ar 26 a viz Genver 1888, zouav en 2 l rujumant kerzhet Afrika, dic'halonset ha fuzuilhet e Zeitenlik Salonik ( Gres ) d'an 11 a viz Gouhere 1916, abalamour ma ≪nac'has mont d'an ti-gar da gemer an tren da vont d'an talbenn≫ [30] .
  • Alexis Oho, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1893, marc'heger er 14 vet rujumant husarded, fuzuilhet d'an 30 a viz Genver 1915 e Courtisols (Bro-C'hall), abalamour m'en dije ≪klasket laerezh gant armou, ha klasket lazhan tud≫ [30] .
  • Louis Perenin, d'ar 17 a viz Gouhere 1886, hemolc'her en 3 batailhon kerzhet skanv Afrika, fuzuilhet d'an 19 a viz Here 1917 e Cramant (Bro-C'hall), evit ≪dezerterezh≫ [30] .
  • Pierre Rocher, d'an 28 a viz Eost 1892, soudard en 70 vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 11 a viz Gouhere 1915 e Duisans (Bro-C'hall) evit ≪nac'h sentin≫ ha ≪dilez e bost dirak an enebour≫ /> [30] .

Tud marvet eno [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud liammet gant ker [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ardamezeg ar familhou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Albert
Charles, gouarnour Breizh ; degemeret eo bet e galon gant Ker Roazhon e 1698.
En aour e leon en gul krabanet, teodet ha kurunet ivez en gul.
Allixant
Nicolas, kuzulier ouzh Breujou Breizh e 1559, ha kadoriad an Imbourc'hiou e 1569. Aet da Anaon e Roazhon e 1596.
En glazur e sourin en aour heuliet gant teir steredenn ivez en aour, 2, 1.
Anneix
Alexis-Francois-Jacques, pennalvokad Roazhon ; aet da Anaon e 1758.
En glazur e steredenn heuliet gant teir c'hroaz pavek, an holl en argant.
d'Aubert
Aotrounez Bourgnouveau
En gul e deir zorzhell en aour.
Bagatz
Raoul, konestabl Roazhon e 1451.
En argant e lammell en gul.
(?) Baillon , [32]
En glazur e zaou gleze en argant, dornellet en aour, lammellet, heuliet ouzh kab gant ur greskenn en argant.
Bain
Guillaume, prokulor ouzh prezidial Roazhon e 1641.
En glazur e sourin en aour karget gant pemp kreskenn en gul, ha hebiaet gant daou gadgi savant en argant.
Ballan
Chuin Roazhon e 1696.
En sabel e dreustell en argant karget gant teir zorc'hell en gul.
Le Bariller
Aotrounez Riaval, e Saint-Helier (e Roazhon hiziv) ; Alain, noter ouzh lez Roazhon e 1513.
En argant e gebrenn en glazur, heuliet gant teir melionenn c'heotet.
le Baron , prokulor jeneral ouzh lez Roazhon (aet da Anaon e 1805)
En argant e dreustell heuliet gant teir melionenn, an holl en geot.
Barrin
Baroned Montbarrot e 1671, e Sant-Albin-Roazhon.
En glazur e deir balafenn en aour.
Le Bart
Jean le Bart, abad Sant-Melen, aet da Anaon e 1393 ; ur c'honestabl Roazhon e 1489.
En glazur e leonparzh en argant.
Baudran
Kuzulier ouzh prezidial Roazhon e 1580.
En glazur e sourin en aour, heuliet ouzh kab gant teir rodig-kentr hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en aour.
de Beaulieu
Daou gonestabl Roazhon, e 1496 ha 1498.
En glazur e leon en argant, heuliet gant nav bezantenn en aour, 4, 2, 3.
de Beaumont
Aotrounez Monteval, e Sant-Stefan Roazhon, ha Sainte-Foy, e Toussaints Roazhon ; Jean, alouez Roazhon e 1384.
≪ dougen a ra tri fod leinet gant un drailhenn ≫  ; liviou dianav.
de Bourgneuf
Jean, aotrou Cuce (hiziv e Roazhon) ; kadoriad kentan ouzh Breujou Breizh eus 1595 da 1636 ; aet da Anaon e Pariz ar 27 Eost 1669.
En argant e lammell en sabel, e grennbalefarzh en gul karget gant daou besk en argant.
du Cellier
Jean, kadoriad ouzh ar C'hontou ha kanseller ha senesal Roazhon e 1458.
En gul e dreustell en brizh, heuliet gant teir fempdiliaouenn en argant.
Chereil
Mathurin, sindik ha kuzulier ouzh prezidial Roazhon e 1689.
En glazur e lammell en argant.
Fablet de la Motte [33]
En gul e groaz en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel, e gab en glazur karget gant teir steredenn en argant.
  • Sturienn : Ex voto publico
Frey
Francois-Charles-Joseph, mestr diwezhan ouzh Kambr ar C'hontou Breizh e 1786.
En argant e c'housourin en gul heuliet gant div zivaskell ivez en gul.
de la Lande des Fosses
Jean, kabiten ar strollad-koronal Roazhon ha kuzulier ouzh Breujou Breizh e 1592.
En glazur e leon en aour
Marc'hec / Marchec / Chevalier
Aotrounez Montbarot ha la Martiniere, e Sant-Albin-Roazhon ; Alain, senesal Roazhon ha kuzulier ouzh ar Grands-Jours e 1498, en deus sinet feur-emglev dimezin Anna Breizh ha Loeiz XII  ; Rene, gouarnour Roazhon e 1583 [34] .
En argant e leon en gul, krabanet, teodet ha kurunet en aour, e dreustell valirant en sabel, karget gant teir rodig-kentr en argant.
de Marnieres
Aotrounez la Martiniere ha baroned Montbarrot, e Sant-Albin-Roazhon.
En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div rozenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en aour.
Nantrieul
Aotrounez Chesnayes ; Pierre, tailhanter war mogajou Roazhon e 1696.
En glazur e bemp bezantenn en aour.
Palasne
Jean, serjant-jeneral Roazhon e 1764.
En glazur e dreustell en argant karget gant tri houarn mulez en gul, ha heuliet gant teir delienn askol en aour.
de la Villeon
Jacques, senesal Roazhon e 1479.
En argant e gelenenn c'heotet ; e grenngonk plezhet etre sabel hag aour.

Sport [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stad Roazhon

Mell-droad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Darvoudou-sport a bep seurt [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bretagne-Seche Environnement

Liammou etrebroadel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellet eo gant 13 ker :

Hag ivez keriadennou :

Konsuldiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Div gonsuliezh hollek a zo e Roazhon : Maroko staliet boulouard Sevigneg hag ar Stadou-Unanet kae Chateaubriand. Un Ensavadur gall-hag-amerikan a zo ivez abaoe fin an Eil brezel bed.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Jean-Claude Even-Kernivinenn ː Genese de la Bretagne armoricaine. Analyse de l'expedition de Maxime, Magnus Clemens Maximus, au printemps 383 . Lannuon. 1003-1999
  • Michel Froger et Michel Pressense : Armorial des communes des Cotes d'Armor & Ille-et-Vilaine . 2008
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne . Adembannadur Editions des Regionalismes. Cresse. 2011/2014
  • Laurence Mathey-Maille : Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne . Les Belles Lettres. Paris 1992
  • Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː La Civilisation des Riedones . 2e supplement a Archeologie en Bretagne. Brest. 1980
  • Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The history of the kings of Britain . Penguin Books Ltf. Harmondsworth. 1966 -1973
  • Erwan Vallerie : Diazezou studi istorel an anviou-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Roadennou ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. pe ['rwa:z?n], pe ['ra:won] pe ['ra:w?n], pe ['rawzun]
  3. Geriadur Vallee, p. 645 ; geriadur Gregor, p. 295
  4. Le breton usuel , p. 298
  5. Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Treguier , p. 129
  6. Glossaire moyen-breton, E. Ernault
  7. Geriadur Vallee
  8. Arthur Le Moyne de La Borderie , La Revolte du Papier Timbre advenue en Bretagne en 1675 , adembannet e Les Bonnets Rouges , Union Generale d'Editions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg )
  9. J. B. Duverger, Collection complete des lois, decrets, ordonnances, reglemens avis du Conseil d'Etat , Levrenn gentan, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  10. "Memoire des hommes"
  11. [1] Livre d'Or du Ministere des Pensions - Memorial Genweb
  12. Ouest-France , 8 a viz Even 2010
  13. INA
  14. Pertes RAF
  15. 8 aout 1943
  16. Imperial War Museum, luc'hskeudenn o tiskouez ar c'hirri-nij, o bombezennou ha tennou ar Flak
  17. Pertes Luftwaffe
  18. Luc'hskeudennou eus an nijerez hag eus obidou an daou nijour alaman e Bered ar Reter
  19. (fr) Les fusilles du Colombier
  20. Memoire de guerre
  21. Memorial Genweb
  22. Alain Bouchart, Laurence Mathey-Maille, Lewis Thorpe
  23. Commonwealth War Graves Commission
  24. Ur bajenn a-zivout bombezadeg ar 17 a viz Even e Roazhon
  25. 12 FEVRIER 1940 Luc'hskeudennou
  26. INSEE
  27. Oberenn a-stroll dindan renerezh Jean Meyer , Histoire de Rennes , Embannaduriou Privat, Toloza , 1972, pajenn 259
  28. https://www.ouest-france.fr/bretagne/rennes-35000/temoignage-maurepas-avec-les-dealers-ne-vit-plus-5760461
  29. Skol Diwan Roazhon
  30. 30,0 30,1 30,2 ha 30,3 Memoire des hommes
  31. Memoire des hommes
  32. Aotrounez Blancpignon, Cervon, Longpre, la Coudre, e Sant-Meleg . Francois, sekretour ar Roue e 703. Ur senesal, maer, ha letanant-jeneral polis Roazhon e 1744.
  33. Aotrounez la Motte (?), eskopti Roazhon. Ur c'huzulier ouzh prezidial, maer, letanant-jeneral ar polis, ha kannad Roazhon ouzh ar Stadou e 1780
  34. Pol Potier de Courcy. T. II. p. 280.