한국   대만   중국   일본 
Richarzh Ian (Bro-Saoz) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Richarzh I an (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Richarzh I a Vro-Saoz )
Richarzh Kalon Leon

Richarzh Ian , roue Bro-Saoz , a oa ivez Richarzh IV , dug Normandi . Ganet e oa d'an 8 a viz Gwengolo 1157 , ha marvet d'an 6 a viz Ebrel 1199 . Trivet mab ar roue saoz Herri II hag e bried Eleanora Akitania e oa. Roue Bro-Saoz e voe adalek 1189 betek 1199 . Lesanvet e voe Richarzh Kalon Leon ( Richard the Lionheart ).

E vreudeur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tri breur en deus bet.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ne oa ket Richarzh da vout roue. Moumoun e vamm e oa ha pa zispartias e dud e voe roet kurunenn Akitania dezhan e 1168, ha titl kont Poitiers.

Gant an troubadour Bertran de Born e oa bet lesanvet Oc-e-Non ('Ya-ha-Nann'). Sevel a rae kanaouennou en okitaneg , ur yezh en doa desket gant e vamm Eleanora Akitania .

Saozneg ne gomze ket, ha ne voe ket pelloc'h eget 6 miz o chom e Bro-Saoz. Pelloc'h amzer e voe o vrezelin, ouzh e wizien emsavet, ouzh ar roue gall, pe ar Sarazined eget oc'h ober war-dro e rouantelezh.

Pinijenn a rae hag en em skourjezan abalamour m'en devoa graet ar pec'hed a sodomiezh .


Mervel a reas pa oa 41 bloaz, e-kichen Limoges dirak krenvlec'h un aotrou emsavet enep dezhan.

Eured [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ardamez Richarzh I an Bro-Saoz
En e raok:
Herri II
Roue Bro-Saoz

1189 - 1199
War e lerc'h:
Yann I an

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Regine Pernoud, Richard Coeur de Lion, Fayard

Pennad kar [ kemman | kemman ar vammenn ]