Reter

Eus Wikipedia
Reter
pevar avel , points of the compass
Rann eus pevar avel , points of the compass   Kemmañ
Enebet ouzh Kornog , norzh , Su   Kemmañ
Category for the view from the item Category:Views from east   Kemmañ
Rod an Aveliou

Unan eus ar pevar avel eo ar reter pe sav-heol . En tu enep d'ar C'hornog eman hag a-skouer d'an norzh ha d'ar su . An anv sav-heol a glot gant tu enep ar c'huzh-heol .

Dre reolenn, kostez dehou ur gartenn o skeudennin lod pe lod eus an Douar a zo hini ar Reter. Er c'hontrol, kostez kleiz ur gartenn steredennou (kartenn an nenv ) a zo hini ar Reter.

Pa implijer un nadoz-vor evit ar verdeadurezh , e vez ret kemer un azimuth a 090°.

Sevel a ra an heol kostez ar Reter e poent ar gedez ha diouzh an dra-se e c'heller kompren ma tro an Douar war e ahel en ur vont war-zu ar Reter. Setu an abeg evit lans listri egorel war-zu ar Reter ha dre-se e vez espernet an energiezh (nebeut a delta-v ).

Pa'z aer war-zu ar Reter hep ehan e heulier ur c'helc'h ledred hag eo hini a weler e C'heheder an hini hiran.


" Ar Reter " a vez implijet evit broiou ar Reter , da lavarout eo Europa ar Reter , met ivez evit ar broiou a zo e Reter Europa, da lavarout eo Azia a-bezh. A-wechou ne dalvez nemet evit ar Reter-nesan (sell ouzh ar ger Orient koulz e galleg hag e saozneg ).