Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990)

Eus Wikipedia
An div Alamagn etre 1949 ha 1990. Er c'hornaoueg (glas) eman ar Republik Kevreadel hag er reter (ruz) ar Republik Demokratel. Saarland (mouk) ne zeuy da vezan lodek en RKD nemet d’ar 1an a viz Genver 1957. Berlin ar C'hornaoueg (gwer) a oa er fedou ul lodenn eus BRD.

Republik Kevreadel Alamagn ( Bundesrepublik Deutschland berraet e RKA , BRD ) eo an anv ofisiel a oa etre 1949 ha 1990 gant al lodenn eus Alamagn a oa bet savet gant an teir rann a oa e dalc’h ar Stadou-Unanet , ar Rouantelezh-Unanet hag ar Frans . Ar rann diwezhan, a oa e dalc'h an Unaniezh Soviedel , a yeas d'ober Republik Demokratel Alamagn ( RDA/DDR ). Er yezh pemdez e veze graet dre vras gant Alamagn ar C'hornaoueg/C'hornog ( Westdeutschland en alamaneg) evit ober anv anezhi. D’an 3 a viz Here 1990 e voe adunanet ar vro, war ziazez ar Republik Kevreadel. Bonn e oa ar ger-benn.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Porched Alamagn  ? Adkavit pennadou ha rummadou Wikipedia a denn da Alamagn.